Sistr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D kempennig
Reizh. ha liammoù
Linenn 2:

Ar '''sistr''' (pe ''chistr'') a zo un [[died alkoolek]] fardet gant [[chug]] [[aval]]où goet. Avaloù[[Aval]]où dibabet ha gounezet a-ratozh a vez gwalc'het ha gwasket en ur [[gwaskell|waskell]] evit lakaat ar chug da vont er-maez. Lakaet e vez ar chug da c'h[[go|oiñ]] e-pad sizhunvezhioù e [[tonell]]où graet gant koad [[derv]]. Ret eo ouzhpennañ ar go pe naturel pe get.

Uheloc'h eo an [[derez alkool]] eget hini ar [[bier]], met gant 5 derez, n'eo ket ken kreñv hag ar [[gwin]]. Melen pe melen aour eo al [[liv]] peurvuiañ. Ne c'heller ket ober sistr hengounel mat gant an avaloù gounezet evit an debriñ (an "avaloù kontell") pa n'o deus [[tanin]] a-walc'h ganto. Implijet e vez unan pe daou [[variezon]] kozh pe nevesoc'h hag ez eus miliadoù anezho. Ar parkoù ma c'hounezer [[gwez-aval]] a zo avalennegoù.

Produet e vez ar sistr e broioù ma vez mat an [[hin]] evit [[gounezerezh|gounit]] avaloù, e Gwalarn Europa, e Norzh [[Spagn]] hag hanternoz [[Norzhamerika]] ([[Kanada]] ha [[Biz (roud-avel)|Biz]] [[Stadoù-Unanet]]). Evet e vez kementadoù bras eus an died-se e Su [[Breizh-Veur]], e Kanada hag e Stadoù-Unanet hag e [[Spagn]]. Produet e vez e-leizh e [[Breizh]], [[Normandi]], [[Iwerzhon]], Su [[Belgia]] ha pastell-vro[[tolead]] [[Frankfurt]]. Gant ar broduerien saoz, belgiat hag alaman e vez graet kalz a sistr dous fardet diwar avaloù kontell ha setu perak eo bet aotreet gant an dekred embannet e 29 a viz Gouere 1987 ouzhpennañ chugoù aval dizourennet.

==Istor==
Kavet e vez anv an avalennegoù e [[latin]] pa vez meneget ar ''pomarii'' e-kichen an [[atant]]où e [[karta]]où ar [[Krennamzer|Grennamzer]]. Dindan pluenn [[Sant Yerom]] e kaver anv latin ar sistr, ar ''cicera''. Koulskoude ne vez ket produet kalz a sistr e Hanternoz Europa a-raok an {{XIIIvet kantved}} hag evet e veze [[gwin]] ha [[korev]] (ur seurt [[bier]]) da gentañ-holl. Pa yeas an hin da vezañ diaesoc'h evit ar [[gwinieg]]où (e-pad [[Hoalad bihan ar skorn]]) ha pa voe kavet doareoù-ober efedusoc'h ([[kavadenn]] ar waskell, hemañ efedusoc'h eget ar [[breolim]]où) e krogas ar sistr kemer plas ar c'horev er [[gwerin]]. Da skouer eo meneget ar "sydre" e [[Laval]] e [[1434]].
Hervez an istorourien e o bet degaset variezonoù avaloù eus [[Galiza]] da Normandi ha da Vreizh da-c'houde gant ar [[moraer|voraerien]] normant ha brezhon. Diorroet eo bet [[gorread]] an avalennegoù etre an XIIIvet kantved hag ar {{XVIIvet kantved}} en ur vont eus [[Dieppe]] da [[Bro-Gerne|Vro-Gerne]].

A-raok an [[Dispac'h gall]] ne veze ket gwerzhet hag evet sistr er-maez eus [[Breizh]], [[Maine]] ha Normandi pa veze [[gwir aotre|gwirioù aotre]] uhel diwar atiz ar varc'hadourien gwin, met ne greskas ket beveziñ ar sistr a-raok enkadennoù ar gwin e-kreiz an {{XIXvet kantved}} (oidium e [[1848]], [[mildiou]] e [[1870]], phylloxera e [[1890]]). E tro an {{XXvet kantved}} e teuas da vezañ ar sistr un died modern bevezet e Pariz.

Bras e oe an diorren ar sistr e mare ma veze prenet kementadoù bras alkool gant ar gouarnamant gall evit bastañ [[ezhomm]]où teknikel ar [[kanolierezh|ganolierezh]] (evit fardañ ar [[poultr]]) hag evit [[trelosk]] ar [[karr-tan|c'hrirri-tan]]. Ken izel e yeas [[priz]] ar sistr ma oe evet muioc'h-muiañ gant tud ar maezioù hag e skoas taer broioù ar sistr an [[alkoolegezh]] etre an daou [[brezel|vrezel]].

Goude [[1945]] e klaskas ar gouarnamant gall lakaat produadur an [[alkool]] da zigreskiñ dre ginnig d'ar winierien ha d'ar broduerien sistr displantañ o [[park|farkoù]]. Kilañ a reas beveziñ a sistr er [[bloavezh]]ioù 60 pa veze produet muioc'h-muiañ a sistr greantel divlaz.

E 1988 e oe krouet gant an [[INAO]] un [[AOC]] evit ar broduerien [[artizanerezh|artizanel]] eus [[Normandi]] ha Bro-Gerne evit ma vo anavezet perzhioù dibar ar sistr fardet diwar avaloù variezonoù hengounel. Roet eo bet lañs d'ar produadur gant an [[anvadur a orin|anvadurioù a orin]] "Pays d'Auge" ha "Cornouaille" hag meur a avalenneg nevez a zo bet krouet.