Bali : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : ja:バリ島 zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
+meneg krec'h pajenn
Linenn 1:
{{adkas|Bali}}
[[Restr:IndonesiaBali.png|thumb|200px|Setu pelec'h emañ Bali en Indonezia]]
[[Restr:DewiSri.jpg|right|thumb|200px|Delwenn [[Dewi Sri]], doueez ar [[riz]], en [[Ubud]].]]
Linenn 6 ⟶ 7:
Un enezenn vihan eo Bali, pa vez keñveriet gant lod eus an inizi all zo en Indonezia : 5 632,86 km² eo he gorread ha 3 551 000 a annezidi e [[2009]]. [[Denpasar]] eo ar gêr-benn, hag e-touez ar c'hêrioù all e c'haller menegiñ [[Singaraja]] war aod an norzh hag [[Ubud]] a vez darempredet stank gant an douristed. En eneb diouzh ar pezh a c'hoarvez en darn vrasañ eus inizi all Indonezia, poblet gant [[Islam|muzulmiz]], ez eus [[hindouegezh|hindouiz]] eus ar braz eus tud Bali (93%). E gwirionez ez eo o relijion un hindouegezh mesket gant elfennoù [[boudaegezh]]. [[Menez Agung]] eo menez uhelañ an enezenn (3 142 m uhelder) ; ur menez-tan eo ha kenderc'hel a ra da darzhañ gwech ha gwech all.
 
Brudet eo enez Bali er bed a-bezh, abalamour d'he sevenadur, an delwennoù, an dañsoù, ar sonerezh. Darempredet stank e vez gant touristed daoust ma oa digresket o niver un tammig goude ar bombezennoù a oa bet o tarzhañ e miz Here [[2002]] e [[Kuta]], unan eus ar c'hêrioù zo en arvor. Lazhet e oa bet 202 a dud en darzhadenn-se, graet gant spontourien [[islamouriezh|islamour]] a-hervez.
 
[[Rummad:Inizi Indonezia]]
[[Rummad:Proviñsoù Indonezia]]
 
{{Liamm PuB|ja}}