Ronan Caerleon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 26:
==Buhez==
 
Bez' e voe embanner ha skrivagner. Tad da bemp bugel e voe. Kemer a reas perzh e strollad c'hoariva ar [[Bleun-Brug]] a voe « ''goude gousperoù e brezhoneg'' » an anv anezhañ. Bet e voe tost ouzh [[Yann-Vari Perrot]]. E [[1938]] ez eas daou vizvezh en toull-bac'h e [[Sant-Brieg]] a-gevret gant [[Célestin Lainé]] evit bezañ livet luganoù broadelour war vogerioù, da geñver gweladenn arlevier [[Bro-C'hall]].<ref>Gw. pajenn 144 ''Au village des condamnés à mort'' : "''Ronan Caerleon en ur vont er maez an toull-bac'h e 1938. Kondaonet gant Lainé ha Geffroy evit bout iriennet trubuilhoù e-sell gweladenn arlevier ar Republik e Sant-Brieg.''" (Troet diwar ar galleg)</ref>
 
E [[1939]] ez euredas Jorda Renault, ur glañvdiourez bet kejet e pardon Koat Kev e [[Skrigneg]]. Ober a reas war-dro ar gelaouenn gristen ''[[Olole]]'' evit ar yaouankiz, gant e vreur [[Herri Caouissin]]. Adarre e voe toullbac'het e [[1944]] e-pad eizh mizvezh. E-doug mizvezhioù e voe difennet outañ dont da chom e Breizh hag e rankas dilojañ en [[Enez-Frañs (rannvro)|Enez-Frañs]].