Padrig Montauzier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ganet eo bet en ur familh a vicherourion eus [[Roazhon]] ; e dad a oa unan eus renerion CGT [[Il-ha-Gwilen]]. Deuet eo da vout entanet gant [[Breizh]] dre selaou abadennoù [[Charlez ar Gall]] hag en ur lenn ''Istor Breizh'' an abad Poisson.
 
[[komunouriezh|Komunour]] e oa pa oa yaouank, a-raok kemer perzh er strolladoù broadelour [[Strollad Ar Vro]] hag ar [[Strollad Komunour Brezhon]] e penn-kentañ ar bloavezhioù 70. Dont a reas da vout stourmer en [[Front de Libérationlibération de la Bretagne|FLB]] dindan al lesanv ''Colonel Armand''. Ugent gwalldaol a voe tamallet dezhañ gant polis Bro-C'hall. Toullbac'het e voe e [[1978]] evit bout lakaet bombezennoù da darzhañ e kastell [[Versailhez]]. Dieubet e voe gant ar prezidant gall [[François Mitterrand]] e [[1981]].
 
Ezel eus ar strollad [[POBL]] e oa er bloavezhioù 1980-1990 a-raok krouiñ ur strollad politikel eus an tu-dehoù pellañ : [[Adsav]]. Rener ar gelaouenn ''[[War Raok !]]'' eo abaoe 2000, ivez. Aet eo da gabaliñ evit an dilennadegoù kanton eus 2008 e [[Dol]], war anv Adsav!, ha 4% eus ar mouezhioù en doa bet.