Jules Vallès : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ liamm diabarzh |
|||
Linenn 1:
[[Skeudenn:Vallès.JPG|thumb|right|200 px|Jules Vallès]]
Ganet e oa '''Jules Vallès''' d’an [[
Linenn 29:
E-pad an amzer-se e skriv '''Journal de Sainte-Pélagie'''. Goude e dieubidigezh e sav ar gazetenn '''Le Peuple''' hag a bado ur miz hepken, '''Le Réfractaire''' ne bado nemet teir niverenn. Goude-se e skriv Vallès e '''Le Corsaire''', kazetenn Richardet. Kas a ra '''Le testament d’un blagueur''', – stumm kentañ buhez Jacques Vingtras hag a zeuio da vezañ '''L’enfant''' da c’houde – da gazetenn André Gill.
E miz Mae [[1869]] en em ginnig Vallès en dilennadegoù lezennel en VIIIvet kelc’hiad-votiñ. En em lakaat a ra da « gannad ar re baour » gant an arouez [[sokialour-dispac’hour]]. Ne dapo nemet un nebeut kantadoù a vouezhioù. E [[1870]] e kenlabour Vallès da '''La Marseillaise''', kazetenn Rochefort hag adkrouiñ a ra La Rue. Heuget eo Vallès gant ar [[brezel]], ne c’hell ket gouzañv ar soudardelezh hag ar [[Broadelouriezh|vroadelouriezh]]. Manifestiñ a ra evit ar peoc’h. Goude emgann Sedan ha disklêriadur ar Republik e kemer perzh Vallès e manifestadegoù an tu-kleiz pellañ. Aozañ a reas ar c’hleub Favié. E-pad ar Sez e voe e-penn ur bagad eus ar [[Gward Vroadel]]. Kemer a reas perzh e emsavadeg an [[31 Here|31 a viz Here]] ha tapout a reas evit un nozvezh ti-kêr La Villette. D’ar [[7 Genver|7 a viz Genver]] [[1871]] e kemer perzh Vallès da skridaozadenn ar [[Skritell Ruz]] (L’Affiche rouge). D’an [[
D’ar [[4 Gouere|4 a viz Gouere]] e voe kondaonet Vallès d’ar marv dre zesfailh. E fin ar bloaz ez eas da Vro-Suis e-lec’h ma skrivas ur pezh-c’hoari anvet La Commune de Paris. E [[1873]] en em stalias e [[Londrez]]. E [[1874]] « La Société des gens de lettres » a denn Vallès diouzh o listenn. Feuket-kenañ e voe gant an darvoud-se. E [[1875]] en deus Vallès ur verc’h gant ur skolaerez eus Londrez. Mervel a reas e verc’h er memes bloavezh : trist-meurbed eo Vallès. Skrivañ a reas kalz d’e vignon [[Hector Malot]]. En ul lizher e lavar dezhañ : « ''Je me sens vieillir sans une clarté dans l’hiver de ma vie''». Bevañ a raio Vallès buhez trist un harluad, e blijadur nemeti o vezañ lenn er [[British Museum]]. Skrivañ a reas pennadoù er gazetenn '''L’Evénement''', e '''Le Réveil''', e '''La Marseillaise''' hag e '''Le Voltaire'''. Eus ar [[25 Mezheven|25 a viz Even]] d’an [[3 Eost|3 a viz Eost]] [[1878]] e asant '''Le Siècle''' embann Jacques Vingtras e bennadoù. Difenn a ra [[Emile Zola|Zola]] hag a oa taget gant skrivagnerien all. E [[1879]] e embann Vallès '''Mémoires d’un révolté''' dindan anv pluenn [[Jean La Rue]], e kelaouenn solkialour Sigismond Lacroix, La Révolution française. Ar romant-kazetenn-se a zeuio da vezañ Le bachelier. Embann a raio da c’houde '''Le Candidant des pauvres''', heuliad '''Mémoires d’un révolté''', er gelaouenn '''Le Journal à un sou'''. Embannet eo e levr '''Les enfants du peuple''', dastummad pennadoù bet embannet etre [[1867]] ha [[1870]]. Embann a reas ivez [[L’enfant]], sinet dindan anv pluenn Jean La Rue, hag a zo kentañ levrenn e drilogiezh buhez. E [[1880]] e tistro da [[Bro-c'hall|Vro-C’hall]], goude an Distaoliadeg bet mouezhiet d’a [[10 Gouere|10 a viz Gouere]].
{{DEFAULTSORT:Valles, Jules}}
|