Ludwik Zamenhof : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : de:Ludwik Lejzer Zamenhof a zo ur pennad vat; Kemm dister
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Zamenhof.jpg|300px|thumbnail| L.L. Zamenhof]]
'''Ludwik Lejzer Zamenhof''' ([[15 Kerzu|15 a viz Kerzu]] [[1859]] - [[14 Ebrel|14 a viz Ebrel]] [[1917]]) a oa ur [[mezegiezh|mezeg]] lagadour [[yuzeviezh|yuzev]] eus Polonia, troet gant ar yezhoù ha krouiñ a reas an [[esperanteg]], ur [[yezh savet a-ratozh]] hag a vez komzerkomzet betek hiziv. E ti e dud e kaozeed [[rusianeg]] ha [[yidicheg]], ha gouzout a rae mat [[poloneg]] hag [[alamaneg]] ivez. Diwezhatoc’h e teskas yezhoù all, [[galleg]], [[latin]], [[gresianeg]], [[hebraeg]] ha [[saozneg]], ha dedennet e voe ivez gant an [[italianeg]], ar [[spagnoleg]] hag al [[lituaneg]].
 
Ganet e voe Zamenhof e kêr [[Białystok]] e [[Polonia]]. D’ar mare-se e oa an tolead en Impalaeriezh [[Rusia]], hag er gêr-se e oa rannet an dud etre pevar strollad : rusianegerien, polonegerien, alamanegerien, hag ur strollad yuzevien a rae gant ar yidicheg. Kelenner alamaneg ha galleg e oa e dad hag abred a-walc'h e voe troet ar paotr gant ar yezhoù. Gwelet a reas e oa tud a dalvoudegezh e pep kumuniezh yezhel. Met gwelet a reas ivez e oa treuzkompren hag a-wechoù kasoni etre an holl gumuniezhioù-se. Chalet e oa Zamenhof o welet an disemglevioù niverus a oa etre ar strolladoù tud-se. Kavout a rae dezhañ e oa an diouer a yezh voutin a oa abeg pennañ ar c’hudennoù, soñjal a rae e vanke ur yezh a rofe an tu dezho da gaout darempred an eil re gant ar re all.