Bécassine : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh,
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Bécassine''' ([[gioc'h]] e [[brezhoneg]]) zo anv ur rummad [[bannoù-treset]] [[Bro-C'hall|c'hall]] ha hini o harozez, a oa bet treset evit ar wezh kentañ d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1905]] er gelaouenn ''[[La Semaine de Suzette]]'') gant [[Joseph Pinchon]], da skeudenniñ istorioù savet gant [[Jacqueline Rivière]].<br />
Sellet e vez ouzh Bécassine, pe ''Annaig Labornez'' (''La bornée'', da lavaret eo "Annaig Verrsperedet"), evel ar benntudenn wregel gentañ en istor ar bandennoù-treset<ref name="Obs">[http://archquo.nouvelobs.com/cgi/articles?ad=culture/20050202.OBS7721.html&host=http://permanent.nouvelobs.com/ ''Bécassine a cent ans'', ''Le Nouvel Observateur'', 02/02/2005]</ref>.
 
Ur [[matezh|vatezh]] eus [[Breizh]] eo Bécassine. Treset e vez peurliesañ gant dilhad a zrevez dilhad hengounel Breizh gant ur [[koef|c'hoef]] ha [[botoù-koad]]. Dont a ra eus [[Penn-ar-Bed]], war a lenner, al lodenn eus ar vro a oa ar muiañ stag ouzh sevenadur [[Breizh]] e spered an treser. Koulskoude, he dilhad a laka kentoc'h da soñjal e dilhad hengounel [[Pikardi]]. [[Genoù|Dic'henoù]] e vez treset peurvuiañ.