Diforc'hioù etre adstummoù "Bécassine"

17 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
→‎Enebadur da Becassine : Reizhañ un anv divoutin...
(→‎Enebadur da Becassine : Reizhañ un anv divoutin...)
Kaset e ti an archerien e chomint un devezh hag un nozvezh pad hep rannañ grik e galleg, an deiz war-lec'h e tiskleriont e oa bet sevenet an taol-dreist a-benn emsevel a-enep ar film Becassine a oa da vezañ skignet hag a roe ur skeudenn mezhus eus Breizh hag ar merc'hed brezhon anezhi.
 
Kement-mañ a vezo embannet gant aozerien an taol-dreist er gazetenn [[Breiz Atao]], an tri kañfard a oa Patrick Guerin, Jadé ha Mahé <ref> https://books.google.fr/books?id=42-</ref>. Dre ma oa avel an [[Eil Brezel-bed]] o c'hwezhañ, prezidant ar c'huzul ha ministr ar brezel [[DalladierÉdouard Daladier|Daladier]], a roas urzhioù evit "chom hep kaout kudennoù gant ar Vretoned", aozerien an taol a vo kondaonet da baeñ un tailh-kastiz izel. Lizhiri gourc'hemennoù a vezo kaset gant Bretoned, merc'hed yaouank dreist-holl betek klasadoù skolajioù a-bezh, da [[Breiz Atao]] a-benn diskleriañ e oa un taol a zoare a oa bet sevenet<ref> http://buan1.chez.com/buanbecassine.htm</ref>
 
==Roll an albomoù==
46 039

modifications