Diforc'hioù etre adstummoù "Jordania"

11 okted lamet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ur rouantelezh [[bonreizh|vonreizhel]] eo, hag un ezel eus [[Aozadur ar Broadoù Unanet|ABU]], eus ar [[Kevre Arab|C'hevre Arab]] hag eus [[Aozadur ar C'hevelerezh Islamek]].

Da heul ar [[Brezel-bed kentañ]] ha freuzidigezh an [[Impalaeriezh Otoman]], [[Kevredigezh ar Broadoù]] a leuras ar [[Rouantelezh-Unanet]] (R.-U.) da c'houarn an tamm brasañ eus ar Reter-Nesañ. E [[1921]] e tivizas al leuriad krouiñ ur rannvro damemren, anvet [[Emirelezh Treuzjordania]], disrannet diouzh [[Palestina]]. E [[1946]] e c'hoarvezas dizalc'hegezh Treuzjordania, a droas da ''Rouantelezh Hachemit Jordania'', renet gant ar roue [[AbdoullahAbdallah I Jordania]] betek [[1951]] ha [[Talal Iañ Jordania|Talal Iañ]] eus [[1951]] betek e zilez e [[1952]].

Ar roue [[Hussein Iañ Jordania|Hussein Iañ]], a renas war-lerc'h e dad, a zeuas a-benn da gas e vro war-raok en desped d'ar gevezerezh a voe etre [[Stadoù-Unanet Amerika|SUA]], [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel|URSS]] hag an R.-U., lod Stadoù [[Arabed|arab]], [[Israel]] hag un darn vras eus poblañs Palestina.

E [[1967]] e rankas Jordania lezel Glann Gornôgel ar stêr [[Jordan (stêr)|Jordan]] gant Israel a-c'houde ar [[Brezel C'hwec'h Devezh]]. E [[1988]] e tilezas Hussein Iañ arc'hadur Jordania er Glann Gornôgel, da vat ha da viken. Ur feur-emglev peoc'h a sinas gant Israel e [[1994]].

=== Emsavadeg Veur an Arabed ===
[[File:WWI-re.png|thumb|300px|Perzhidi er Brezel-bed kentañ{{legend|Green|Kevredidi hag o zrevadennoù}} {{legend|Orange|Impalaeriezhioù Kreiz hag o zrevadennoù}} {{legend|Grey|Stadoù neptu}}]]
A-c'houde [[Dispac'h an Durked Yaouank]] e 1908 ha kent tarzhadenn ar Brezel-bed kentañ e oa bet kemmet emzalc'h renerien an Impalaeriezh otoman : dilezet o devoa o folitikerezh liesek hag hollislamour, ha troet e oant war-du ar [[broadelouriezh|vroadelouriezh]] turk ha lik. Pa oant bet liesvroadek ha gouzañvus e krogjont da wallziforc'hañ etre o sujidi Turk hag ar re all ; an Arabed pergen a voe heskinet war an tachennoù politikel, sevenadurel ha yezhel. Strolladoù broadelour a savas en Arabia, en Iraq hag e Siria, hag en em vodañ a rejont dindan banniel hachemit an [[Emirelezh|emired]] AbdoullahAbdallah ha Faisal, mibien da [[Hussein benibn Ali]], anezhañ [[Cherifelezh|cherif]] hag [[Emirelezh|emir]] Mekka, roue Hedjaz ha tad-you [[Hussein I Jordania]].

Pa zivizas an Impalaeriezh otoman mont tre er Brezel-bed kentañ diouzh tu an [[Impalaeriezhioù Kreiz]] (Alamagn, [[Aostria-Hungaria]] ha [[Bulgaria]]) hag a-enep ar Stadoù kevredet e torras statud ofisiel an arabeg, e verzas ma vije kelennet arabeg er skolioù hag e vac'has broadelourien arab e Damask hag e [[Beirout]]. Ouzhpenn, gourdrouzet e voe an Arabed gant al Linenn Hedjaz dre ma teuas aesoc'h treuzkas soudarded turk betek kreiz ar bed arabek.

Kompren a reas Hussein benibn Ali e oa aze un digarez da zisammañ an tiriadoù arab diouzh yev an Otomaned ; p'en devoe fiziañs e pennadurezhioù ar rouantelezh-Unanet, o devoe embannet harpañ unaniezh an tiriadoù-se, e roas lañs da [[Emsavadeg Veur an Arabed]] a-enep an Otomaned, gant harp Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet. Adpiaouet e voe Damask gant an Arabed e [[1918]], hag e dibenn ar Brezel-bed e voe Arabia, Jordania ha Siria ar su dindan o reolerezh.

Unvaniñ an Arabed ha sevel ur Stad emren en em astennje eus [[Aleppo|Alep]] e Siria betek [[Aden]] e [[Yemen]], doujañ da uhelvennadoù an islam, gwareziñ ha doujañ d'ar bihanniveroù kelenel ha relijiel e oa palioù Hussein benibn Ali pa loc'has an emsavadeg.

Siwazh, pa voe bet sinet an arsav-brezel e [[Compiègne]] d'an {{Deiziad|11|Du|1918}} e vankas ar Gevredidi d'o ger, pa voe gwell dezho treiñ dismantroù an Impalaeriezh Otoman d'ur [[mozaikenn|vozaikennad]] leuriadurioù ha broioù gwarezet. Petra bennak ma nac'has ar galloudoù [[trevadennouriezh|trevadennour]] unvaniñ ar broioù arab en ur Stad hepken e teuas ar familh Hachemit a-benn da staliañ ar galloud arab war Arabia, Iraq ha Treuzjordania.
=== Promesaoù ha deurioù ===
[[File:Sykes picot.jpg|thumb|left|An emglev Sykes-Picot]]
[[File:Balfour Declaration in the Times 9 November 1917.jpg|thumb|180px| Disklêriadur Balfour en ''The Times'', 24/08/1917]]
Etre ar {{Deiziad|14|Gouhere|1915}} hag an {{Deiziad|30|Genver|1916}} e oa bet eskemmet lizheroù etre Hussein benibn Ali ha [[Sir Henry McMahon]], a oa uhelgomiser ar Rouantelezh-Unanet en Egipt, a-benn termeniñ bevennoù ar Stad arab da zont.<ref> Kenskriverezh Hussein-McMahon  a reer eus an eskemm-se ; gwelit [http://www.law.fsu.edu/library/collection/LimitsinSeas/IBS094.pdf ''Jordan-Syria Boundary''], p. 8. {{en}}.</ref> A-du e save an R.-U. gant raktres Hussein benibn Ali, gant ma vije degaset kemmadennoù e diabarzh an tiriad a oa bet kinniget gant ar cherif – kement-se evit gwareziñ deurioù Bro-C'hall e rannvroioù e Siria. Respont a reas Hussein benibn Ali ne oa ket e-sell da wallgas an emglev etre Bro-C'hall hag an R.-U., hogen a-c'houde ar Brezel-bed e rankje Bro-C'hall daskor [[Liban]], rak ne vije anv ebet a lezel Stad pe Stad piaouañ tachenn pe dachenn e diabarzh bevennoù ar Stad arab.

Un emglev a voe tizhet, hogen goulenn groñs a reas ar rouantelezh ma vije lezet teir zachenn e-maez eus ar Stad arab da zont : div rann velestradurel e Turkia ([[Iskenderun]] ha [[Mersin]]), div rann velestradurel otoman e Siria ([[Basra]] ha Baghdad), ha "rannoù eus Siria er c'hornôg da gêrioù Damask, [[Homs]], [[Hama]] hag Alep". Tabut a savas diwar an trede zachenn-se, pa lavaras ar Rouantelezh-Unanet diwezhatoc'h e rankje Palestina bezañ lezet a-gostez ivez, peogwir emañ war an trede tachenn. A-du ganto e savas ar [[Sionouriezh|sionourien]], a lakae Palestina da diriad [[Yuzevien|yuzev]] ; Liban avat, n'eo ket Palestina, a oa en trede tachenn diouzh savboent an Arabed.

E-kerzh ar c'henskriverezh-se, ha daoust dezho kenderc'hel da harpañ mennozh ar cherif, e voe sinet un emglev kuzh d'ar {{Deiziad|16|Mae|1916}} etre ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall ha [[Rusia]].<ref>An  Emglev Sykes-Picot  eo anv an emglev nann-ofisiel-se ; gwelit [http://www.diplomatie.gouv.fr/fr/photos-videos-publications/archives-diplomatiques-3512/expositions/expositions-diverses/60e-anniversaire-de-l-etat-d/article/accords-sykes-picot-1916 ''France diplomatie''] {{fr}}.</ref> Hervez an emglev-se e vije rannet un darn vras eus ar Reter-Nesañ e takadoù levezonet gant deurioù Stadoù trevadenner ar C'hornôg : Bro-C'hall e [[Siria-Veur]] hag e norzh Iraq, an R.-U. en ur vandenn en em astenne eus ar Mor Kreizdouar betek [[Pleg-mor Persia]] evit gwareziñ he c'henwerzh gant [[India]] ; etrebroadel e vije melestradur Palestina.

Dislavaret e oa ar promesa a oa bet graet da Hussein benibn Ali neuze. Ouzhpenn-se, d'an {{Deiziad|2|Du|1917}} e skrivas maodiern ar Rouantelezh-Unanet evit an Aferioù Estren, [[Arthur James Balfour]], ul lizher berr en anv e c'houarnamant da [[Lionel Walter Rothschild|Lord Rothschild]] ma tisklêrias harpañ krouidigezh ur Stad yuzev e Palestina.<ref> Disklêiadur Balfour  a reer eus al lizher-se ; gwelit [http://avalon.law.yale.edu/20th_century/balfour.asp ''The Avalon Project''] {{en}}.</ref> Heuliadoù al lizher-se a levezonas ar politikerezh er Reter-Nesañ a-hed an {{XXvet kantved}}, ha pelloc'h c'hoazh.
{{clear}}
=== Eus Treuzjordania da Jordania ===
[[File:Cecil Beaton Photographs- Political and Military Personalities; Abdullah, King of Jordan; Abdullah, King of Jordan CBM1666.jpg|thumb|AbdoullahAbdallah I Jordania]]
Petra bennak ma voe degaset kemmoù bras en emglev Sykes-Picot e stalias ur framm evit ar reizhiad leuriadurioù a voe lakaet e pleustr goude diwezh ar Brezel-bed kentañ.

E dibenn 1918 e krouas an emir hachemit Faisal benibn Hussein ur gouarnamant dizalc'h e Damask ; bloaz diwezhatoc'h, da-geñver [[Kuzuliadeg Pariz evit ar Peoc'h (1919)|Kuzuliadeg Pariz evit ar Peoc'h]] e [[1919]], e c'houlennas an dizalc'h evit ar bed arab ; nac'het e voe gant ar Stadoù trevadenner. D'an {{Deiziad|8|Meurzh|1920}} e voe dilennet Faisal roue [[Rouantelezh Arab Siria]] gant Kendalc'h Meur Siria ; Bro-c'hall hag an R.-U. a nac'has anavout ar c'hentañ Stad arab arnevez.

E-keit-se e oa bet kinniget [[kurunenn]] Iraq d'an emir [[AbdoullahAbdallah I Jordania|AbdoullahAbdallah benibn Hussein]], breur Faisal, gant pennadurezhioù ar vro ; nac'hañ a reas ar Rouantelezh-Unanet plegañ da youl pobl Iraq.

Nebeut goude, [[Kevredigezh ar Broadoù]] a roas leuriadur d'an R.-U. en Iraq, Palestina ha Treuzjordan ; Bro-c'hall a voe leuriet e Liban ha Siria, ha dre nerzh e kemeras Damask d'an {{Deiziad|24|Gouhere|1920}} digant Faisal benibn Hussein.

E miz Du 1920 e klaskas AbdoullahAbdallah benibn Hussein, e penn ul lu eus an Hedjaz, adlakaat e vreur Faisal war gador rouantelezh Arab Siria. Abalamour ma oa staliet-mat ar C'hallaoued eno e rankas an emir distreiñ war e giz hag aozañ ur gouarnamant en Amman.

Rannet e tri distrig e oa bet Treuzjordan gant an R.-U. ; ken start e oa youl emir AbdoullahAbdallah benibn Hussein da unaniñ an tiriadoù arab ma plegas an R.-U. ha ma voe lakaet an emir da ren war Dreuzjordan. D'an {{Deiziad|11|Ebrel|1921}} e voe staliet kentañ gouarnamant-kreiz Jordania neuze.

D'an {{Deiziad|15|Mae|1925}} e voe sinet ur feur-emglev ma voe anavet Emirelezh Treuzjordan evel Stad gant ar Rouantelez-Unanet. Fuloret e vet ar [[Siounouriezh|Sionourien]], rak disrannet e oa Treuzjordan diouzh Palestina, ar pezh a vihanae gorread ur Stad yuzev da zont. E miz Mae [[1925]] e voe astennet an emirelezh betek ar [[Mor Ruz]].

Kreñvaet e voe Treuzjordan etre an daou Vrezel-bed : krouidigezh al [[Legion Arab]], da lavaret eo Lu Jordania, a oa renet gant ofiserien [[Breizh-Veur|breizhveurat]] gopret gant an emirelezh ; embannadur ur [[Bonreizh|Vonreizh]] hag aozadur ur [[Parlamant]] e miz Ebrel [[1928]] ; dilennadegoù e 21 ezel e miz C'hwevrer [[1929]].

Etre 1928 ha [[1946]] e voe sinet ur steudad feurioù-emglev etre Treuzjordania hag ar Rouantelezh-Unanet a lakaas an emirelezh tostoc'h-tostañ d'an dizalc'h ; gant an R.-U. e chome reoliadur an aferioù estren, an arme, ar c'hellid hag ar [[pellgehenterezh]] tra ma reolie an emir ar melestradur ha rikoù an arme.

D'an {{Deiziad|22|Meurzh|1946}} e sinas an emir ur feur-emglev diwezhañ gant an R.-U. a lakae ar Stad treuzjordanian da vezañ dizalc'h. Daou vizvezh diwezhatoc'h, d'ar {{Deiziad|25|Mae|1946}} e voe lakaet AbdoullahAbdallah benibn Hussein da roue gant ar parlamant ha kemmet anv ar Stad ( Emirelezh Treuzjordania ) e  Rouantelezh Jordania .

=== Jordania hag Israel ===
=== Rouaned Jordania ===
[[File:Jerusalem Al-Aqsa Mosque BW 2010-09-21 06-38-12.JPG|thumb|Moskeenn Al-Aqsa e Jeruzalem]]
D'ar Gwener {{Deiziad|20|Gouhere|1951}} ez eas er roue AbdoullahAbdallah I Jordania da bediñ e [[moskeenn]] Al-Aqsa Jeruzalem, ma voe muntret. En e gichen e oa e vab-bihan ar priñs Hussein, a voe saveteet e vuhez a-drugarez d'ur vedalenn war e vruched a zistroas an tenn.

Da heul marv roue kentañ Jordania e pignas e vab henañ [[Talal I Jordania|Talal]] war ar gador d'ar {{ Deiziad|6|Gwengolo|1951}}. Ur vonreizh nevez a voe savet, a lakaas ar gouarnamant a-stroll hag ar vaodierned a-hiniennoù da vezañ atebek dirak ar Parlamant ; peogwir e oa fall e yec'hed avat e rankas Talal I Jordania dilezel d'an {{deiziad|11|Eost|1952}}, hag hervez ar vonreizh nevez e rankas gouarnamant Jordania ren ar vro da c'hortoz ma voe kozh a-walc'h mab henañ Talal da vont da roue, da lavaret eo 18 vloaz hervez an [[deiziadur muzulmat]]. D'an {{Deiziad|2|Mae|1953}} neuze e voe ar priñs Hussein roue d'e dro dindan an anv Hussein I Jordania.

D'an {{Deiziad|30|Gouhere|1988}} e tilezas Hussein I ar Glann Gornôgel dre zivodañ ar Parlamant ma oa 30 dilennad dezhi ; antronoz ez embannas torradur pep liamm lezennel, melestradurel hag arc'hantel etre Jordania hag ar Glann Gornôgel, a chomas dindan beli Israel.<ref>[http://www.kinghussein.gov.jo/88_july31.html Prezegenn Hussein I Jordania, d'an 31/07/88] {{en}}</ref> Ar glann zehou hepken a voe er Parlamant, hag adsavet e voe an [[demokratelezh]] er rouantelezh.

D'ar {{Deiziad|7|C'hwevrer|1999}} e varvas ar roue Hussein I Jordania ; e vab henañ AbdoullahAbdallah ibn al-Hussein a pignas war an tron, ha dindan an anv [[AbdoullahAbdallah II Jordania]] emañ o kenderc'hel labour rouaned Jordania betek bremañ.

== Douaroniezh ==
Implijer dizanv