Diforc'hioù etre adstummoù "Emirelezh Treuzjordania"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Pajenn krouet gant : "{| class="infobox" cellspacing="2" style="font-size:85%;" |- | colspan="2" align="center" style="background-color:Green; color:#FFFFFF; font-family:Verdana, Arial, Helvetic...")

| '''Emir'''
| AbdoullahAbdallah I

| '''Ren'''

'''Emirelezh Treuzjordania''' ([[arabeg]] : إمارة شرق الأردن – ''Imārat Charq al-Ourdoun'', "Emirelezh Reter ar stêr Jordan") a reer eus ur [[Stad]] a voe krouet e [[1921]] da heul [[Emsavadeg Veur an Arabed]] ([[1916]]-[[1918]]), ha gwarezet gant ar [[Rouantelezh-Unanet]].

A-c'houde [[Kuzuliadeg Kaero]], a voe dalc'het e miz Meurzh 1921, e voe fiziet Treuzjordania e [[Tierniezh|tiernac'h]] an [[Hachemited]] : [[AbdoullahAbdallah I Jordania|AbdoullahAbdallah]], anezhañ trede mab [[cherif]] [[Mekka]] [[Hussein ben Ali]], a voe anvet da [[emir]] Treuzjordania dindan evezh ur c'hannad eus ar Rouantelezh-Unanet.

== Istor ==

D'ar {{Deiziad|7|Meurzh|1920}} e [[Damask]] e voe krouet Rouantelezh Arab Siria (hachemit) gant Kuzul Vroadel Siria ; Treuzjordania an Norzh a oa un darn vras eus ar rouantelezh nevez, tra ma oa Su ar vro en Hedjaz.

Diskaret e voe rouantelezh kentañ Siria gant ar C'hallaoued goude o zrec'h en [[Emgann Maisaloun]], nepell diouzh Damask, d'an {{Deiziad|23|Ebrel|1920}} : ne voe [[Stad]] ebet ken e Norzh Treuzjordania betek ma teuas cherif Mekka dre ar Su gant ul luadig a 300 den da gemer Ma'an, ur gêr e Su an tiriad (sellit ouzh ar gartenn), d'an {{Deiziad|20|Du|1920}} ; e miz Meurzh [[1921]] e voe an darn vrasañ eus Treuzjordania dindan beli ar cherif AbdoullahAbdallah.

Er miz-se end-eeun e voe dalc'het Kuzuliadeg [[Kaero]], ma voe divizet envel breur ar cherif, Faisal ben Hussin, da roue [[Iraq]] hag ar cherif e-unan da emir Treuzjordania ; div Stad a voe krouet neuze, ha Treuzjordan ne vije ket endalc'het gant ar Stad [[Yuzevien|yuzev]] a oa war-nes bezañ krouet ivez war glann [[Kornôg|gornogel]] ar stêr [[Jordan (stêr)|Jordan]].

D'an {{Deiziad|11|Ebrel|1921}} e stalias an emir AbdoullahAbdallah ben Hussein e [[gouarnamant|c'houarnamant]] en Emirelezh Treuzjordania, dindan evezh ar Rouantelezh-Unanet.

D'ar {{Deiziad|15|Mae|1923}} ez anzavas an R-U e oa Emirelezh Treuzjordan ur Stad renet gant an emir AbdoullahAbdallah ben Hussein ; fuloret e voe ar [[Sionouriezh|sionourien]] abalamour ma oa disrannet Treuzjordan diouzh Palestina, ar pezh a grenne war ar Stad [[Yuzevien|yuzev]] a vennent sevel er Reter Nesañ.<ref>[http://www.kinghussein.gov.jo/his_transjordan.html ''The Making of Transjordan''] {{en}}</ref>

D'an {{Deiziad|23|Mae|1923}} e voe distaget an emirelezh diouzh ar Rouantelezh-Unanet, ha d'ar 25 a viz Mae diouzh Palestina.

E [[1925]] e voe lakaet proviñsoù Ma'an hag [[Aqaba]], a oa e rouantelezh Hedjaz betek neuze, en emirelezh gant an emir AbdoullahAbdallah, ar pezh a grouas un digor strategek war ar [[Mor Ruz]] dre [[porzh (bagoù)|borzh]] Aqaba.

E [[1928]] e voe sinet ur feur-emglev etre an R-U hag an emirelezh : dizalc'h e oa ar stad arab, met ar Rouantelezh-Unanet a vire soudarded war an tiriad evit skoazellañ an emirelezh da stourm ouzh aloubadegoù pobladoù eus Norzh Arabia Saoudat a-vremañ er Su d'an tiriad ; an R-U ivez a rae war-dro an aferioù estren ha war-dro ul lodenn eus kellidsteuñv ar Stad. Ken abred ha miz ebrel 1928 e voe embannnet ur [[bonreizh|vonreizh]] hag ur [[Parlamant]] a 21 ezel a voe dilennet e e miz C'hwevrer [[1929]].

D'an {{Deiziad|22|Meurzh|1946}} e voe sinet ur feur-emglev gant ar Rouantelezh-Unanet hag emirelezh Treuzjordania, a roas he dizalc'hiezh da Dreuzjordan ; daou viz diwezhatoc'h, d'ar {{Deiziad|25|Mae|1946}}, e voe an emi AbdoullahAbdallah ben Hussein lakaet da roue gant Parlamant an emirelezh, a gemmas hec'h anv e Rouantelezh Hachemit [[Jordania]].

== Notennoù ==
Implijer dizanv