Breiz Atao : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 23:
== Breiz Atao ha Becassine ==
[[File:Boestoù gant an dudenn Becassine.jpg|thumb|Boestoù gant an dudenn Becassine]]▼
D'an [[18 a viz Mezheven]] [[1939]], da deir eur hanter goude merenn, tri broadelour breton izili eus skours Pariz ar strollad [[Breiz Atao]] hag eus Strollad Broadel Breizh ([[PNB]]) a zistrujas delwenn Bécassine er [[Mirdi Grévin]]. Taolet e voe an delwenn war al leur ha gant ur morzhol e voe distrujet ar penn, an divhar hag an divrec'h<ref>Dalc'homp Soñj Niverenn 4 bloavezh 1983.</ref>
Linenn 29:
Kaset da di an archerien e chomjont un devezh hag un nozvezh-pad hep rannañ ger gallek ebet. An deiz war-lec'h e tisklêrjont e oa bet sevenet an taol-dreist evit emsevel a-enep ar film [[Bécassine (film)|Bécassine]] a oa da vezañ skignet hag a roe ur skeudenn vezhus eus Breizh hag eus ar merc'hed brezhon anezhi.
▲[[File:Boestoù gant an dudenn Becassine.jpg|thumb|Boestoù gant an dudenn Becassine]]
Kement-mañ a voe embannet gant aozerien an taol-dreist er gazetenn [[Breiz Atao]], an tri c'hañfard a oa Patrick Guerin, Jadé ha Mahé<ref> https://books.google.fr/books?id=42-</ref>. Dre ma oa avel an [[Eil Brezel-bed]] o c'hwezhañ, prezidant ar c'huzul ha ministr ar brezel [[Édouard Daladier|Daladier]], a roas urzhioù evit "chom hep kaout kudennoù gant ar Vretoned", aozerien an taol a voe kondaonet da baeañ un tailh-kastiz izel. Lizhiri gourc'hemennoù a voe kaset gant Bretoned, merc'hed yaouank dreist-holl betek klasadoù skolajidi a-bezh, da v[[Breiz Atao]] a-benn diskleriañ e oa un taol a zoare hag a oa bet sevenet<ref> http://buan1.chez.com/buanbecassine.htm</ref>.
|