Kaozeal:Die Moorsoldaten : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
::Klask. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 7 C'hwe 2015 da 18:21 (UTC)
 
''Was Humor!''
#Ul liamm war-zu unan eus an daveoù bet meneget ganin ac'h eus lakaet er pennad (pegen madelezhus!) hogen biskoazh n'ec'h eus tizhet al liamm-se, a ro ar <u>skrid orin</u> rak merzet ez pefe e vank '''tri''' foz ez meni "labour" (madelezhus e oant bet, met me a gemmo ma doare, pa welan bremañ penaos e "labourez" ha peseurt jeu a vezez o c'hoari er Wikipedia-mañ).
#Graet em eus evel gourc'hemennet ganit : klasket em eus, ha kavet un toullad ditouroù talvoudus — klask 'ta an daveoù na roan ket, pa ne roez morse hini bet kavet ganit.
*Skarzhet out bet eus ar Wikipedia gallek ([http://fr.wikipedia.org/wiki/Utilisateur:Bianchi-Bihan amañ] hag [http://fr.wikipedia.org/wiki/Wikip%C3%A9dia:Faux-nez/Kergidu aze] — kaer eo dit stlepel teil war an dud a guzh a-drek IPoù !
*Meur a implijer pe implijererez donezonet-kaer zo ezvezant dre da wall-de : gw. [http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadenno%C3%B9/Meven Implijer:Meven], stanket abalamour dit abaoe an 2/10/2009 ; [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar:Degasadenno%C3%B9/T42N24T&offset=&limit=500&target=T42N24T T42N24T], aet kuit d'an 26/04/2013 abalamour dit, asambles gant [http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadenno%C3%B9/Siubh%C3%A1n_McGunn Siubhán McGunn] – gant an daou-se ec'h eo bet savet labour dreist evit ar Wikipedia brezhonek ; [http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadenno%C3%B9/Sad_Edgar Sad Edgar], aet kuit d'ar 16/06/2014, a gendalc'hez koulskoude da dagañ bewech ma vez den pe zen o lakaat anat da emzalc'h kamm — gwarizi, hep mar, ha muioc'h c'hoazh pa'z eo bet kinniget pajennadoù digant Siubhán McGunn ha Sad Edgar da "bennadoù eus an dibab" (hep disoc'h avat, pa n'eus den da vouezhiañ e gwirionez, hervez am eus gwelet, abalamour dit hep mar ebet) ; [[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]], merour, aet kuit d'ar 27/12/2014, gw. [[Dinosaor]] — biskoazh n'out bet gouest da sevel ur pennad a-live gant hennezh ; implijerien/implijerezed all zo ne'm eus gwelet labour ebet diganto abaoe ur c'heid. Ur meneg dibar da [http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Soulianis Soulianis], n'en deus padet nemet ''daou zevezh'' (paourkaezh den) dindan da dennoù ha re da waz feal [[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ! Gant hemañ diwezhañ on bet [http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:2.13.211.67 taget] hiziv end-eeun peogwir e oan o wellaat da labour !<br />
Ma, ha ret eo din "klask" c'hoazh ? Me 'garfe e vefe merourien wirion er Wikipedia brezhonek, da lakaat un tamm urzh evit ma c'hallfer sevel un ''holloueziadur'' ha n'eo ket ur genstrivadeg "pennadoù" dindan ren kuzh ur mac'homer a embann ec'h eo ret d'an holl ''genlabourerien'' krouiñ ur gont evit ma c'hellfe o diskar kerkent ha ma 'z eont pell diouzh al linenn bet merket gantañ, a-ziavaez da bep reolenn raktres bedel Wikipedia. — [[Dibar:Degasadennoù/2.13.211.67|2.13.211.67]] 7 C'hwe 2015 da 21:12 (UTC)
 
*Adlakaet em eus ar pennad amañ a-us goude bezañ reizhet ar fazioù kod niverus, rak ne gavan ket reizh e teufe un implijer da ziverkañ tamm pe damm eus skridoù an implijerien all pa ne blijont ket dezhañ. Kenavo. [[Dibar:Degasadennoù/193.252.157.48|193.252.157.48]] 8 C'hwe 2015 da 09:24 (UTC)
 
:Adlakaet adarre, goude an eil diverkadenn gant [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]]. Fazius eo chomet doare orin ''Die Moorsoldaten''. — [[Dibar:Degasadennoù/2.13.211.67|2.13.211.67]] 9 C'hwe 2015 da 19:50 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Die Moorsoldaten".