Deiziadur muzulmat : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Liammoù diabarzh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Islam}}
An '''deiziadur muzulmat''', pe ''deiziadur islamek'', eo an doare da rannañ an amzer a vez implijet er broioù [[Islam|muzulmat]]. Ur gwir [[deiziadur loarel]] eo, rannet e 12 miz [[loar]] pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh [[Heol|heolel]] = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.
 
Deroù an deiziadur muzulmat eo an [[Hijra]], pa’z eas [[Mohammed]] hag e heulierien eus [[Mekka]] da [[Medina|Vedina]] er bloavezh [[622]] goude J.K.
Linenn 36:
 
==Lakaat an deiziadur gregorian (AD) hag an deiziadur muzulman (AH) keñver-ha-keñver==
*AH = (AD – 622) x 1,0307
*AD = (AH + 641,0954) / 1,0307
Neuze :
*An 30 a viz Here 2006 eo ar 7 Shawwal 1427 AH.<br />
*1 MuHarram ([[deiz kentañ ar bloaz]]) 1429 AH a oa d’an 10 a viz Genver 2008.