Jordania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Fix URL prefix
Kemmet "I" e "Iañ" en anvioù ar renerien
Linenn 130:
Ur rouantelezh [[bonreizh|vonreizhel]] eo, hag un ezel eus [[Aozadur ar Broadoù Unanet|ABU]], eus ar [[Kevre Arab|C'hevre Arab]] hag eus [[Aozadur ar C'hevelerezh Islamek]].

Da heul ar [[Brezel-bed kentañ]] ha freuzidigezh an [[Impalaeriezh Otoman]], [[Kevredigezh ar Broadoù]] a leuras ar [[Rouantelezh-Unanet]] (R.-U.) da c'houarn an tamm brasañ eus ar Reter-Nesañ. E [[1921]] e tivizas al leuriad krouiñ ur rannvro damemren, anvet [[Emirelezh Treuzjordania]], disrannet diouzh [[Palestina]]. E [[1946]] e c'hoarvezas dizalc'hegezh Treuzjordania, a droas da ''Rouantelezh Hachemit Jordania'', renet gant ar roue [[Abdallah IIañ Jordania]] betek [[1951]] ha [[Talal Iañ Jordania|Talal Iañ]] eus [[1951]] betek e zilez e [[1952]].

Ar roue [[Hussein Iañ Jordania|Hussein Iañ]], a renas war-lerc'h e dad, a zeuas a-benn da gas e vro war-raok en desped d'ar gevezerezh a voe etre [[Stadoù-Unanet Amerika|SUA]], [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel|URSS]] hag an R.-U., lod Stadoù [[Arabed|arab]], [[Israel]] hag un darn vras eus poblañs Palestina.

E [[1967]] e rankas Jordania lezel Glann Gornôgel ar stêr [[Jordan (stêr)|Jordan]] gant Israel a-c'houde ar [[Brezel C'hwec'h Devezh]]. E [[1988]] e tilezas Hussein Iañ arc'hadur Jordania er Glann Gornôgel, da vat ha da viken. Ur feur-emglev peoc'h a sinas gant Israel e [[1994]].

Linenn 224:
=== Emsavadeg Veur an Arabed ===
[[File:WWI-re.png|thumb|300px|Perzhidi er Brezel-bed kentañ{{legend|Green|Kevredidi hag o zrevadennoù}} {{legend|Orange|Impalaeriezhioù Kreiz hag o zrevadennoù}} {{legend|Grey|Stadoù neptu}}]]
A-c'houde [[Dispac'h an Durked Yaouank]] e 1908 ha kent tarzhadenn ar Brezel-bed kentañ e oa bet kemmet emzalc'h renerien an Impalaeriezh otoman : dilezet o devoa o folitikerezh liesek hag hollislamour, ha troet e oant war-du ar [[broadelouriezh|vroadelouriezh]] turk ha lik. Pa oant bet liesvroadek ha gouzañvus e krogjont da wallziforc'hañ etre o sujidi Turk hag ar re all ; an Arabed pergen a voe heskinet war an tachennoù politikel, sevenadurel ha yezhel. Strolladoù broadelour a savas en Arabia, en Iraq hag e Siria, hag en em vodañ a rejont dindan banniel hachemit an [[Emirelezh|emired]] Abdallah ha Faisal, mibien da [[Hussein ben Ali]], anezhañ [[Cherifelezh|cherif]] hag [[Emirelezh|emir]] Mekka, roue Hedjaz ha tad-you [[Hussein IIañ Jordania]].

Pa zivizas an Impalaeriezh otoman mont tre er Brezel-bed kentañ diouzh tu an [[Impalaeriezhioù Kreiz]] (Alamagn, [[Aostria-Hungaria]] ha [[Bulgaria]]) hag a-enep ar Stadoù kevredet e torras statud ofisiel an arabeg, e verzas ma vije kelennet arabeg er skolioù hag e vac'has broadelourien arab e Damask hag e [[Beirout]]. Ouzhpenn, gourdrouzet e voe an Arabed gant al Linenn Hedjaz dre ma teuas aesoc'h treuzkas soudarded turk betek kreiz ar bed arabek.

Kompren a reas Hussein ben Ali e oa aze un digarez da zisammañ an tiriadoù arab diouzh yev an Otomaned ; p'en devoe fiziañs e pennadurezhioù ar rouantelezh-Unanet, o devoe embannet harpañ unaniezh an tiriadoù-se, e roas lañs da [[Emsavadeg Veur an Arabed]] a-enep an Otomaned, gant harp Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet. Adpiaouet e voe Damask gant an Arabed e [[1918]], hag e dibenn ar Brezel-bed e voe Arabia, Jordania ha Siria ar su dindan o reolerezh.
Linenn 239:
{{clear}}
=== Eus Treuzjordania da Jordania ===
[[File:Cecil Beaton Photographs- Political and Military Personalities; Abdullah, King of Jordan; Abdullah, King of Jordan CBM1666.jpg|thumb|Abdallah IIañ Jordania]]
Petra bennak ma voe degaset kemmoù bras en emglev Sykes-Picot e stalias ur framm evit ar reizhiad leuriadurioù a voe lakaet e pleustr goude diwezh ar Brezel-bed kentañ.

E dibenn 1918 e krouas an emir hachemit Faisal ben Hussein ur gouarnamant dizalc'h e Damask ; bloaz diwezhatoc'h, da-geñver [[Kuzuliadeg Pariz evit ar Peoc'h (1919)|Kuzuliadeg Pariz evit ar Peoc'h]] e [[1919]], e c'houlennas an dizalc'h evit ar bed arab ; nac'het e voe gant ar Stadoù trevadenner. D'an {{Deiziad|8|Meurzh|1920}} e voe dilennet Faisal roue [[Rouantelezh Arab Siria]] gant Kendalc'h Meur Siria ; Bro-c'hall hag an R.-U. a nac'has anavout ar c'hentañ Stad arab arnevez.

E-keit-se e oa bet kinniget [[kurunenn]] Iraq d'an emir [[Abdallah IIañ Jordania|Abdallah ben Hussein]], breur Faisal, gant pennadurezhioù ar vro ; nac'hañ a reas ar Rouantelezh-Unanet plegañ da youl pobl Iraq.

Nebeut goude, [[Kevredigezh ar Broadoù]] a roas leuriadur d'an R.-U. en Iraq, Palestina ha Treuzjordan ; Bro-c'hall a voe leuriet e Liban ha Siria, ha dre nerzh e kemeras Damask d'an {{Deiziad|24|Gouhere|1920}} digant Faisal ben Hussein.

E miz Du 1920 e klaskas Abdallah ben Hussein, e penn ul lu eus an Hedjaz, adlakaat e vreur Faisal war gador rouantelezh Arab Siria. Abalamour ma oa staliet-mat ar C'hallaoued eno e rankas an emir distreiñ war e giz hag aozañ ur gouarnamant en Amman.

Rannet e tri distrig e oa bet Treuzjordan gant an R.-U. ; ken start e oa youl an emir Abdallah ben Hussein da unaniñ an tiriadoù arab ma plegas an R.-U. ha ma voe lakaet an emir da ren war Dreuzjordan. D'an {{Deiziad|11|Ebrel|1921}} e voe staliet kentañ gouarnamant-kreiz Jordania neuze.

D'an {{Deiziad|15|Mae|1925}} e voe sinet ur feur-emglev ma voe anavet Emirelezh Treuzjordan evel Stad gant ar Rouantelez-Unanet. Fuloret e vet ar [[Siounouriezh|Sionourien]], rak disrannet e oa Treuzjordan diouzh Palestina, ar pezh a vihanae gorread ur Stad yuzev da zont. E miz Mae [[1925]] e voe astennet an emirelezh betek ar [[Mor Ruz]].

Linenn 262:
=== Rouaned Jordania ===
[[File:Jerusalem Al-Aqsa Mosque BW 2010-09-21 06-38-12.JPG|thumb|Moskeenn Al-Aqsa e Jeruzalem]]
D'ar Gwener {{Deiziad|20|Gouhere|1951}} ez eas er roue Abdallah IIañ Jordania da bediñ e [[moskeenn]] Al-Aqsa Jeruzalem, ma voe muntret. En e gichen e oa e vab-bihan ar priñs Hussein, a voe saveteet e vuhez a-drugarez d'ur vedalenn war e vruched a zistroas an tenn.

Da heul marv roue kentañ Jordania e pignas e vab henañ [[Talal I Jordania|Talal]] war ar gador d'ar {{ Deiziad|6|Gwengolo|1951}}. Ur vonreizh nevez a voe savet, a lakaas ar gouarnamant a-stroll hag ar vaodierned a-hiniennoù da vezañ atebek dirak ar Parlamant ; peogwir e oa fall e yec'hed avat e rankas Talal I Jordania dilezel d'an {{deiziad|11|Eost|1952}}, hag hervez ar vonreizh nevez e rankas gouarnamant Jordania ren ar vro da c'hortoz ma voe kozh a-walc'h mab henañ Talal da vont da roue, da lavaret eo 18 vloaz hervez an [[deiziadur muzulmat]]. D'an {{Deiziad|2|Mae|1953}} neuze e voe ar priñs Hussein roue d'e dro dindan an anv Hussein IIañ Jordania.

[[File:Hussein of Jordan 1997.jpg|thumb|left|Hussein IIañ Jordania e 1997]]
Berzh a reas Jordania dindan ren Hussein IIañ, a ouezas kreñvaat armerzh ar rouantelezh, aozañ ur rouedad hentoù arnevez ha staliañ ur reizhiad kelenn nevez – e [[1962]] e voe krouet Jordan University en Amman, ma voe stummet studierien a felle dezho sevel o bro. Gwelloc'h e oa kresk armerzh Jordania eget hini an darn vuiañ eus ar Stadoù war ziorren all.

E deroù [[1963]] e tivizas Israel distreiñ ul lodenn eus dourioù ar stêr Jordan a-benn gwazhiañ [[Dezerzh Negev]] ; respont an Arabed e voe krennañ war magadur [[Mor Galile|Lenn Tiberias]] dre zistreiñ stêrioù e Liban ha Siria. E ken degouezh ma vije un argad milourel a-berzh Israel e voe krouet ul lu arab gant Egipt, Jordania, Liban ha Siria. Krogadoù a voe etre Israeliz hag Arabed betek [[1967]], pa drec'has Israel da vat dre hec'h [[aerlu]] ha bombezennoù [[napalm]] : a-c'houde an harz-tennañ bet gourc'hemennet gant ABU d'an {{Deiziad|11|Mezheven|1967}} e voe Israeliz mistri war un tamm bras eus an tiriadoù arab, en o zouez ledenez [[Sinai]] en Egipt, [[Uhelioù Golan]] e Siria, glann gornôgel ar stêr Jordan, [[Bandenn Gaza]] ha karterioù arab Jeruzalzm.

Tremen 300 000 Palestinianed a gavas repu e Jordania. Gwastet e voe armerzh ar rouantelezh, pa oa 70% eus he douaroù-gounez er c'hlann gornôgel ma veze kenderc'het tost da 65% eus he frouezh hag he legumaj ; drastet he greanterezh ivez, pa oa an hanter eus al labouradegoù eno ivez ; gwallgaset an touristerezh er vro en abeg da goll Jeruzalem ha meur a lec'hienn relijiel all — en holl, war-dro 38% eus Kenderc'had Diabarzh Kriz (KDK) Jordania a yeas da get.

Pa nac'has Israel daskor an tiriadoù arab daoust da c'hourc'hemenn 242 A.B.U. an {{Deiziad|22|Du|1967}}<ref>[http://www.un.org/french/documents/view_doc.asp?symbol=S/RES/242%281967%29&Lang=E&style=B A.B.U.]] {{en}} {{fr}}</ref> e klaskas Hussein IIañ Jordania kement hent diplomatek a oa, en ur stourm koulz ouzh strivoù Israeliz da astenn o beli war ar Reter-Nesañ koulz ouzh gwalldaolioù pellvanourien vroadelour Palestina a oa war-nes diframmañ ar rouantelezh eus an diabarzh. War an dachenn politikel ivez e klaskas ar roue diskoulmañ ar gudenn, pa ginnigas e [[1972]] treiñ Jordania d'ur rouantelezh kevreadel dre staliañ ur Parlamant war pep glann ar stêr Jordan ; re vras e oa an enebiezh etre Palestinanianed pep glann avat evit ma teuje ar raktres da bennvat.

A-c'houde [[Brezel miz Here 1973]], ma c'hwitas Egipt ha Siria adc'hounit an tiriadoù a oa bet kemeret gant Israel e 1967, e voe sinet [[emglevioù Camp David]] etre Egipt hag Israel ; distaolet e voent gant Hussein IIañ Jordania, war zigarez ma tistabilaent ar Reter-Nesañ. Er peoc'h damdost a renas da c'houde e teuas Jordania a-benn da adkavout he hent war-du ur Stad arnevez, daoust da badusted kudenn ar Glann C'hornôgel.

D'an {{Deiziad|30|Gouhere|1988}} e tilezas Hussein IIañ ar Glann Gornôgel dre zivodañ ar Parlamant ma oa 30 dilennad dezhi ; antronoz ez embannas torradur pep liamm lezennel, melestradurel hag arc'hantel etre Jordania hag ar Glann Gornôgel, a chomas dindan beli Israel.<ref>[http://www.kinghussein.gov.jo/88_july31.html Prezegenn Hussein IIañ Jordania, d'an 31/07/88] {{en}}</ref> Ar glann zehou hepken a voe er Parlamant, hag adsavet e voe an [[demokratelezh]] er rouantelezh.

D'ar {{Deiziad|7|C'hwevrer|1999}} e varvas ar roue Hussein IIañ Jordania ; e vab henañ Abdallah ben al-Hussein a pignasbignas war an tron, ha dindan an anv [[Abdallah II Jordania]] emañ o kenderc'hel labour rouaned Jordania betek bremañ.

== Douaroniezh ==