Diforc'hioù etre adstummoù "Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Gant [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] e oa bet embannet ar geriadur kentañ savet gantañ, e 1928, gant an titl ''Geriadurig-dourn brezonek-gallek''. En [[doare-skrivañ KLT]], an doare-skrivañ implijet en amzer-se, e oa skrivet ar gerioù brezhonek.
 
E 1943 e oa bet embannet an eil, gant [[Skridoù Breizh]], dindan an titl ''Dictionnaire breton français''. Tost da {{formatnum:9000}} pennger a oa ennañ. Skrivet e oa ar gerioù ennañ hervez ''"an doare-skrivañ nevez divizet e bodadeg an 8 a viz Gouere 1941"'', en doare-skrivañ [[peurunvan]] eta. Goude an [[Eil Brezel-bed]] e voe adembannet gant Skridoù Breizh c'hoazh, e 1948.
 
Goude-se ez eo gant [[Embannadurioù Al Liamm]] e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon. E 1970 e voe roet d'ar geriadur an anv ''Nouveau dictionnaire breton français'', rak kresket-mat e oa bet. Adembannet e voe meur a wech er bloavezhioù 1970 ha 1980, rak gwerzhet mat e veze d'ar mare-se.
 
E-kichen ar geriadur brezhoneg-galleg e oa bet savet ur geriadur galleg-brezhoneg ivez gant Roparz Hemon, bihanoc'h un tamm, savet diwar an hevelep danvez. Strollet e voe an daou c'heriadur en ul levrenn, evit ar wech kentañ e 1978<ref>[[Al Liamm]] niv.251, p.378.</ref>1970.
 
Dre vras e kaver er geriadurioù bihan-se ar gerioù a gaver e [[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]].
43 616

modifications