Diforc'hioù etre adstummoù "Subhash Chandra Bose"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Restr)
E 1938 hag e 1939 e voe prezidant ar strollad politikel [[Indian National Congress]] (Kendalc’h Broadel India), met rankout a reas reiñ e zilez abalamour ne oa ket a-du gant [[Mahatma Gandhi|Mohandas Gandhi]]. Evitañ ne oa ket a-walc’h doareoù difeuls Gandhi ha ne c’halled skarzhañ ar Saozon eus India nemet gant armoù. Sevel a reas ur strollad politikel all anvet [[All India Forward Bloc]] hag a c’houlenne dieubidigezh India diouzh yev Breizh-Veur. Unnek gwech e voe toullbac’het gant ar Saozon.
 
Pa grogas an [[Eil Brezel-bed]] e soñjas Bose e c’hallfe bezañ aze un doare da c’hounit frankiz India buanoc’h. Kuitaat a reas India da vont d’an [[Unvaniezh Soviedel]], da [[Alamagn]], da [[Japan]] da c’houlenn sikour ar broioù-se evit tagañ nerzhioù Breizh-Veur en India. Gant skoazell Japan e voe krouet [[Arme Vroadel India]] (''Azad Hind Fauj''), a vode danvez-soudarded eus India hag Indianed eus trevadennoù saoz evel Malezia. Bose a voe anvet da ''Netaji'' (rener) [[Arme Vroadel India]], en em gannas a-enep an arme saoz e [[Birmania]] hag e biz India dreist-holl. Lakaet e voe Bose ivez e penn [[Gouarnamant da c’hortoz Azad Hind]], diazezet en [[Inizi Andaman ha Nikobar]] pa oa bet aloubet an enezeg-se gant arme [[Japan]] e 1942.
Gant skoazell an [[Trede Reich]] e savo an [[SS Freies Indien Legion]], un unvez Waffen-SS a orin indian.
Gant skoazell Japan e voe krouet [[Arme Vroadel India]] (''Azad Hind Fauj''), a vode danvez-soudarded eus India hag Indianed eus trevadennoù saoz evel Malezia. Bose a voe anvet da ''Netaji'' (rener) [[Arme Vroadel India]], en em gannas a-enep an arme saoz e [[Birmania]] hag e biz India dreist-holl. Lakaet e voe Bose ivez e penn [[Gouarnamant da c’hortoz Azad Hind]], diazezet en [[Inizi Andaman ha Nikobar]] pa oa bet aloubet an enezeg-se gant arme [[Japan]] e 1942.
 
Abalamour d’e vennozhioù politikel ha d’al liammoù en doa skoulmet gant an [[Naziegezh|Nazied]] ha gant broioù all a oa oc’h ober brezel da Vreizh-Veur, ez eus bet kalz a dabut diwar e benn e-touez an istorourien hag ar bolitikourien. Lod, e Breizh-Veur dreist-holl, a rae ur [[faskouriezh|faskour]] anezhañ. En India avat ez eus kalz tud a soñj n’en deus graet nemet mont da-heul dibaboù diazezet war ar « [[realpolitik]] ». Hiziv an deiz eo bet roet e anv da [[aerborzh]] etrebroadel [[Kolkata]].
20 670

modifications