Strizh-mor Magalhães : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Peurechuiñ ar c'hemm...
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ar c'hentañ merdeer european o treuziñ anezhañ eo bet [[Fernão de Magalhães]] p'en doa graet e verdeadenn-dro e [[1520]]. Dre m'en doa kroget da vont ennañ d'ar [[1añ Du|c'hentañ a viz Du]] e oa bet anvet ''strizh-mor an [[Hollsent]]'' da gentañ.
 
Embannet he doa [[Chile]] e vefe ar strizh-mor dezhi d'an [[Gwengolo|21 a viz Gwengolo]] [[1843]] ha miret he deus ar riegezh warnañ bete-vremañ. Diwar intrudu ar prezidant [[Manuel Bulnes]] ([[1799]]-[[1866]]) e oa bet kaset moraerien ha pesketaerien da ac'hubiñ al lec'h. Un [[trevadenn|drevadenn]] anvet [[Fort Bulnes]] a oa bet staliet goude-se. E [[1848]] e oa bet krouet ur porzh war [[riblenn]] ar strizh-mor, [[Punta Arenas]] e anv.
 
A-raok ma oa bet savet [[kanol Panamá]] e oa '''strizh-mor Magalhães''' an eil treizh implijetañ evit mont eus ur meurvor d'unan all goude [[aod]] ar [[Kab Horn|C'hab Horn]].