Tự Đức : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "An impalaer '''Tự Đức''' 17 July 1883) (anv klok: Nguyễn Phúc Hồng Nhậm, avet ivez Nguyễn Phúc Thì) oa pevare impalaer eus rummad-impalerien Nguyễn a V..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 C'hwe 2015 da 18:05

An impalaer Tự Đức 17 July 1883) (anv klok: Nguyễn Phúc Hồng Nhậm, avet ivez Nguyễn Phúc Thì) oa pevare impalaer eus rummad-impalerien Nguyễn a Vietnam. Renet en deus etre 1847 ha 1833.

Ganet eo bet d'an 22 a viz Gwengolo 1829. Aet eo da Anaon d'ar 17 a viz Gouere 1883.

Ar priñs Nguyễn Phúc Hồng Nhậm oa mab an impalaer Thiệu Trị. Kemer a reas an anv a Tự Đức pa gemeras plas e dad war an tron. Kregiñ a reas reuz e vro rak n'en doa ket Thiệu Trị doujet ouzh gwirioù e vab henañ Hồng Bảo, habaskoc'h, evit reiñ an tron da Dự Đức, koñfusiat start, enebour d'an estrenien ha d'an nevezintioù. Abalamour da bolitikerezh gwaskus an impalaer kozh e oa kalz a dud drouklaouen gant renadur ar familh Nguyễn ha kavout a reas ar re-mañ ur rener reizh gant Hồng Bảo.

Liesseurt oa ar e a savas enep Tự Đức : gouizieien koñfusiat a gzve direizh ne vije ket bet sentet ouzh urzhaz ar familh, tud a chome aduidi ar rummad-impalaerien Lê gwelet ganto evel renerien reizh Vietnam