Tự Đức : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "An impalaer '''Tự Đức''' 17 July 1883) (anv klok: Nguyễn Phúc Hồng Nhậm, avet ivez Nguyễn Phúc Thì) oa pevare impalaer eus rummad-impalerien Nguyễn a V..." |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3:
Ganet eo bet d'an [[22 a viz Gwengolo]] [[1829]]. Aet eo da Anaon d'ar [[17 a viz Gouere]] [[1883]].
Ar priñs Nguyễn Phúc Hồng Nhậm oa mab an impalaer Thiệu Trị. Kemer a reas an anv a Tự Đức pa gemeras plas e dad war an tron. Kregiñ a reas reuz e vro rak n'en doa ket Thiệu Trị doujet ouzh gwirioù e vab henañ Hồng Bảo, habaskoc'h, evit reiñ an tron da Dự Đức,
====Enebiezh diabarzh====
Liesseurt oa ar e a savas enep Tự Đức : gouizieien konfusianegour a gave direizh ne vije ket bet sentet ouzh urzhaz ar familh, tud a chome aduidi ar rummad-impalaerien Lê gwelet ganto evel renerien reizh Vietnam, kouerien enep an tailhoù bet lakaet warno, mandarined aet brein, misionerien katolik ha tud deuet da vezañ kristenien bet gwallgaset gant Minh Mạng ha Thiệu Trị. Buan e voe arme Tự Đức trec'h war an emsavidi. Từ Dũ, mamm Tự Đức a viras outañ da lazhañ e vreur met Hồng Bảo en em lazhas en toull-bac'h.
====Politikerezh an impalaer====
Kendelc'her a reas Tự Đức gant politikerezh e ziagentourien : serriñ Vietnam ouzh an diavaez, nac'h modernaat ar vro. Un den desket ha seven oa hervez an testenioù met e bolitikerezh a zegasas un diemglev gant Europa ha n'helle ket Vietnam gounit.
Gwaskañ a reas an estrenien hag ar gristenien o doa klasket diskar e ziagentourien meur a-wech evel e-kerzh emsavadeg Lê Văn Khôi. Klak a reas ar mandarin kristen Nguyễn Trường Tộ displegañ dezhañ e oa ar politikerezh-se un hent-dall met ne selaouas ket. Krediñ a rae he doa Frañs trawalc'h d'ober en Europa goude emsavadegoù [[1848]] evit enebiñ outañ. Faziet e oa.
====[[Europiz]] e Vietnam====
Kas a reas Frañs ur c'horf brezelekaat bras ha tagañ a reas adalek su Vietnam. Stourm kaloneka reas armeoù Nguyễn e-pad ur mare met re diamzeret oa o armoù hag o zaktik evit dont a-benn eus ar C'hallaoued. Goulenn a reas Tự Đức sikour digant e bennaotrou impalaer Qing [[Sina ]]. Kregiñ a reas neuze brezel etre Frañs ha Sina. Echuiñ a reas an emgannoù tro-dro da [[Hanoï]] etre Frañs armeoù Sina hag ar morlaeron [[Banieloù-Du]] gant trec'h Frañs. Dilezel a reas impalaer Sina e aotrouniezh gladdalc'hel war Vietnam. Anavezout a reas renerezh Frañs war ar vro.
====Reuz diabarzh====
Gwashaet e vo an traoù gant emsavadegoù nevez e diabarzh ar vro.
[[skeudenn:Grave tu duc.jpg|left|thumb|Bez Tự Đức]]
<!--
2.3 European conquest
2.4 Rebellions
Linenn 19 ⟶ 28:
4 Reference
European conquest
Rebellions
|