Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
vandalerezh
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Linenn 1:
<br style="clear:both;"/>
</div>
{|style="background-color:#f9f9f9; -moz-border-radius:15px"
|style="border: 1px solid #cbdcee; background-color:#dcedff; color:red; -moz-border-radius:15px" align=left|'''Evit kaozeal ganin evel merour [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:Merour_%28N%29&action=edit&section=new klikit amañ]'''.
|}
<br>
</div>
 
{| cellpadding="0" cellspacing="10" align="center" style="background: yellow; border-style: dashed; border-color: green; border-width: 3px;"
|-
|
||
<font color="red" size="+1">'''Disklêriadur personel'''</font>
----
Goude an tagadennoù personel bet graet em c'heñver e fell din sevel an disklêriadenn bersonel-mañ evit klask sklaeraat an traoù un tammig.
 
Da gentañ-penn eo ret ober an diforc'h etre ma labour evel merour ha ma labour evel implijer. Sevel ur bajenn arbennik ([[Implijer:Merour (N)|amañ]]) am eus graet evit ober war-dro traoù a denn d'ar wikipedia ha graet ganin evel merour hag evit gallout sinañ evel merour ha n'eo ket evel implijer hiniennel:
 
* Evel merour
Betek-hen ma labour merañ en deus tennet da:
: - Heuliañ ar c'hemmoù;
: - Stankañ implijerion/ezed hag IPoù dianv pa oa bet sklaer e oa bet kaset da-benn gante vandalerezh meur a wezh. Kemennet e oa bet an holl dud enrollet d'an nebeutañ div wezh a-raok bezañ stanket;
: - Lakaat war evezh ha kastizañ emdalc'hioù diseven, tagadennoù personel ha kunujennoù;
: - Reizhañ hag ouzhpennañ liammoù etrewiki e pajennoù bet savet gant tud all;
: - Reizhañ, krouiñ ha klokaat rummadoù e pennadoù bet savet gant tud all;
: - Reizhañ ha klokaat liammoù diabarzh wikipedia;
: - Klask diwall e vefe neptu ken ar pennadoù nevez-savet hag ar re bet savet a-gozh;
: - Nullañ pajennoù bet goulennet ouzhin hen ober ha lakaet war ar bajenn [[Wikipedia:Pajennoù da nullañ|Pennadoù da nullañ]];
: - Gwareziñ pajennoù bet vandalizet e-pad prantadoù berr pe verroc'h;
: - Aozañ ur votadeg evit klask tizhout un emglev etre an holl implijerion/ezed o tennañ d'un tem bet savet un tabut diwar e benn;
: - Kemenn ar votadeg unan-hag-unan d'an holl implijerion/ezed enrollet;
: - Respont da c'houlennoù all bet graet ouzhin e-keñver mont-en-dro ar wikipedia
: - Kaozeal gant an dud pa sav ur gudenn bennak
: - Adenvel pennadoù zo (evel merour ha n'eo ket evel implijer) pa evit reizhañ fazioù
: - Treiñ pennadoù o tennañ da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro bouton ar Wikipedia evit gwareziñ gwirioù ha deverioù an holl implijerion/ezed hag evit sklaeraat labour ha kefridi ar verourion
 
* Evel implijer
: - Sevel pennadoù o tennañ d'ar revelezh, da republikoù an unvaniezh soviedel ha republikoù soviedel all, da yezhoù ar bed, d'ar yezhoniezh, d'an doareoù-skrivañ, d'ar gomunouriezh ;
: - Sevel patromoù;
: - Klokaat pe kenderc'hel gant pennadoù bet boulc'het ganin ha chomet war ar stern;
: - Klokaat pe kenderc'hel gant pennadoù bet boulc'het gant tud all - chomet war ar stern pe get - en ur doujañ da bennadoù ma veze kemennet e oa tud o labourat warne c'hoazh (patromoù zo evit-se);
: - Reiñ ma soñj diwar-benn ar pezh a c'haller lenn e pennadoù zo;
: - Adenvel pennadoù zo pa gave din (evel implijer ha n'eo ket evel merour) e oa un doare gwellañ d'hen ober
 
Labourat kalz am eus graet war ar raktres-mañ abaoe amzer hir a-walc'h zo, ken evel merour hag evel implijer, hag aet on skuizh gant an implijerion hag a gav mat tagañ an dud ez-personel bewech ma c'hoarvezh un dra na blij ket dezhe. Met ne vefont ket trec'h warnon rak priziusoc'h eo evidin lakaat ar wikipedia da vont war-raok evel am eus bet klasket ober abaoe un nebeut bloavezhioù dija.
--[[Implijer:Neal|Neal]] 7 Du 2006 da 16:37 (UTC)
 
|}
<br style="clear:both;"/>
 
 
{| cellpadding="0" cellspacing="10" align="center" style="background: yellow; border-style: dashed; border-color: red; border-width: 3px;"
|-
|
[[Skeudenn:Diwallit.png|none| ]]
||
<font color="red" size="+1">'''Article requests / Pedadennoù'''</font>
----
Translation requests for religion-related articles will be immediately removed.
 
Diverket e vo raktal pedadennoù evit treiñ pennadoù a denn d'ar relijion.
|}
<br style="clear:both;"/>
 
 
 
==Dielloù==
{{Diellaouet}} '''Diellaouet eo bet ar c'haozeadennoù kent dre demoù [[Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 00|amañ]]'''
 
 
 
== Atchoumaweg ==
{{Graet}} 'M eus aon e kaver div wech ar memes pennadoù dindan anvioù disheñvel:
 
[[Atchoumaweg]]/[[Atchoumawieg]], [[Atsougeweg]]/[[Atsougewieg]]
 
[[Yezhoù palaihnihaneg]]/[[Yezhoù palaihnihek]].
 
--[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 7 Gou 2006 da 16:48 (UTC)
 
== kartenn ar wikipedourien ==
 
* Setu, emaout warni ! s.o. : [[Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien]]. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 9 Kzu 2006 da 13:11 (UTC)
 
== Cuisine Breizh-Isel ==
 
* Lakaet ez poa ar pennad-mañ war roll ar pennadoù da ziverkañ war zigarez e oa e doubl. Ne gavan ket ar pennad all avat. Lavar din evit ma c'hallfen e ziverkañ. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 9 Kzu 2006 da 19:39 (UTC)
 
 
 
 
 
== Salut dit ==
 
Meur a wezh em bez gwelet an taolennoù az peus graet diwar-benn ar gresianeg (kozh ha nevez) ha trugarez dit da vont war douarioù ken sec'h (a gav din. N'on ket evit gouzout ez resis ha mat pe mat-tre eo da labour. Talvoudus forzh penaos eo.
 
Pezh a soñjan d'an nebeutañ eo diwar-benn ar gerioù/anvioù deuet e brezhoneg : gwell eo gerioù & anvioù aes a-walc'h da zistagañ.
 
Ha daoust na blij ket din tamm ebet Odisseia (2 ''s'' + EIA), Odisseus (2 ''s''), Iliada (perak un A e fin ar ger ?), em eus graet a-benn doujañ da pezh a oa bet arroudennet en holloueziadur. [[Implijer:MP|MP]] 10 Kzu 2006 da 20:57 (UTC)
 
{{respontet}} Respontet hiroc'h [[Kaozeadenn Implijer:MP|amañ]]. --[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]] 11 Kzu 2006 da 08:34 (UTC)
 
Salud dit ivez. N'ouzon ket petra eo ar c'hentelioù a venegez war ur bajenn all. Ma ne blij ket dit ar reizhadennoù a lakaan amañ hag ahont, evel un toullad re all, n'eo ket diaes lavaret din war-eeun: gouzout a rin da belec'h chom hep mont, netra ken. Koulskoude n'eus ket pell e oas o kinnig din reizhañ traoù all a gredan. Pe treuzkomprenet em boa. N'eus forzh. A galon. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 11 Kzu 2006 da 17:02 (UTC)
:N'eo ket ar reizhadennoù a displij din, met ar c'hentelioù a deu gante...
--[[Implijer:84.78.78.41|84.78.78.41]] 11 Kzu 2006 da 18:31 (UTC)
:: Ne oa ken goul! Sklaer evel lagad an naer! Neuze ne vo ket ken. Hag evel just ne roi ket ivez. A galon.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 11 Kzu 2006 da 18:42 (UTC)
 
==Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek==
Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an [[Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin|ti-chopin]] (amañ[http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/An_ti-chopin#Titl_pennado.C3.B9_penna.C3.B1_o_tenna.C3.B1_da_anvio.C3.B9_divoutin_gresianek]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj '''klask labourat a-stroll''' ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres.
--[[Implijer:Neal|Neal]] 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)
:D'am soñj e vije gwelloc'h sevel ur bajenn tabut a-ratozh evit kement-mañ... Ha kelaouiñ e Porched ar gumuniezh... [[Implijer:Benoni|Benoni]] 12 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)
::gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!--[[Implijer:Neal|Neal]] 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)
:::War ar bajenn e vo tu lakaat ur vot war un diviz hollek war treuzkrivadur war ar wiki-mañ eus an anvioù divoutin a orin gresianeg... Met '''dit eo da welet'''. N'on ket arbennig war seurt kudennoù... [[Implijer:Benoni|Benoni]] 12 Kzu 2006 da 10:18 (UTC)
 
Labourat a -sroll en un tu, mat. Dit da welet, aiou! Dit d'ober ar pennaoù ivez neuze. Ec'h an da labourat etrezek ul lec'h all. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 12 Kzu 2006 da 13:37 (UTC)
 
 
 
== LFE saoznek ==
 
Salut,
 
n'on ket evit treiñ notennoù 1 ha 2 diwar ar saozneg.
 
me 'fellfe din ober kemend-all evit ar brezhoneg : un daolenn zo bet savet dija ? [[Implijer:MP|MP]] 16 Kzu 2006 da 15:05 (UTC)
 
 
 
 
 
== Patrom nevez ==
 
Trugarez evit da batrom nevez. Kaset 'm eus cheñchamantoù bihan. Emichañs n'out ket chalet...[[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Kzu 2006 da 20:37 (UTC)
:{{Graet}}Mat eo. N'on ket chalet na tamm ebet. Pa vez kemmet an traoù evit o gwllaat n'eus kudenn ebet. Ha plijout a ra dit?
--[[Implijer:Neal|Neal]] 17 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)
:Ya, graet eo mat tre! [[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Kzu 2006 da 20:58 (UTC)
 
 
 
== St Erth / Lannudhno ==
 
Daou lec'h disheñvel eo Lannudhno (saozneg: St Erth), bourk ar gumun, ha Lannudhno Pras (saozneg: St Erth Praze), unan eus kêriadennoù parrez Lannudhno. A galon, --[[Implijer:Pokorny|J. Pokorny]] 20 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)
 
** Ty a wra usya orgraf Nance avellof - da lowr yu henna! --[[Implijer:Pokorny|J. Pokorny]] 20 Kzu 2006 da 19:43 (UTC)
 
Gracinhas.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 21 Kzu 2006 da 18:01 (UTC)
 
 
 
==Votoù==
Demat. Votoù a zo o vont en-dro [http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Bot amañ] evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag [http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Wikipedia_e_peurunvan amañ] diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)
 
== Demokratelezh ==
 
[[http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/An_ti-chopin#Goulenn_gro.C3.B1s_a_ran_ma_ne_vo_ket_merour_Benoni_ken]] Votomp. [[Implijer:MP|MP]] 30 Kzu 2006 da 09:59 (UTC)
 
==St Neot==
Je regrette, mais je ne suis pas certain du forme cornique de ce toponyme. Les noms de ce genre ont tendance à être déformés un peu en cornique commun (Kemmyn)... [[Implijer:QuartierLatin1968|QuartierLatin1968]] 30 Kzu 2006 da 21:44 (UTC)
 
 
==Dazkemm==
Kompren a ran n'hallfed ket kemm da bajenn, neuze:
*trugarez da z-Dominig Jollivet
*Labourat am eus graet
*un dek vloaz bennaket (evel "ur c'hant den").
[[Implijer:Shelley Konk|Shelley Konk]] 9 Gen 2007 da 09:54 (UTC)
 
:Perak e fellfe dit kemmañ ma fajenn bersonel? Ha c'hoant ac'h eus e vefe gwarezet da hini? N'ec'h eus nemet goulenn hag e vo graet. Ha perak out ken chalet all gant ma vez embannet ganin ma buhezskrid - da lâret eo perk e rankfen ouzhpennañ "evel ur c'hant den" (n'eus bet labourate nemet ur c'hant den bennaket gant Diwan? ur souezh!). Ne fell ket din kuzhat piv on setu tout. Ar gwir en deus pep hini da implijout ul lesanv pe c'hoazh da lakaat sklaer hag a-wel d'an holl piv eo. Reizhet ar fazi yezh ken mantrus all ("labour'''e'''t" e lec'h "labour'''a'''t"). "Trugarez, Dominig Jollivet" - gant ur vigulenn - a zo ken reizh ha "Trugarez da z-Dominig Jollivet" d'am soñj.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Gen 2007 da 10:04 (UTC)
 
:Klask a raen jentil sikour da wellaat, met pa ne blij ket ne rin ket ken. [[Implijer:Shelley Konk|Shelley Konk]] 9 Gen 2007 da 10:22 (UTC)
 
::evel-just! ha n'eo ket me an hini a ranker klask gwellaat, met ma brezhoneg. --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Gen 2007 da 11:28 (UTC)
 
==Iskis==
Ne rin ket mui eta ken na deuy tud ar PT da c'houlenn. Heñvel evit ar penadoù all. Mil bennozh dit.
N'ouzon ket petra a sonjo lod, met pa vez laret LO (Hello!) gant an holl ( ha skingomz ha skinwel) perak klask lakaat "Stourm micherel)? [[Implijer:Shelley Konk|Shelley Konk]] 9 Gen 2007 da 09:59 (UTC)
 
:N'eo ket ganin-me e oa bet savet ar pennadoù-mañ. N'em eus ket kemmet an titloù bet dibabt gant an aozer/ez kent (n'on ket aet da sellet piv an nini oa) - n'em eus graet nemet sevel adkasoù a-benn aezaat ar c'hlaskoù. Met truggarez evit da evezhiadennoù ken talvoudus all adarre --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Gen 2007 da 10:06 (UTC)
 
==[[:Rummad:Merc'hed]]==
Div bajenn zo, [[:Rummad:Merc’hed]] ha [[:Rummad:Merc'hed]], gant skraboù disheñvel. Ar rummad goullo zo da ziverkañ. --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 10 Gen 2007 da 13:33 (UTC)
 
{{Graet}} trugarez - n'e boa ket komprenet kevrin an daou skrap-se.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 10 Gen 2007 da 14:33 (UTC)
 
==Strolladoù komunour==
Evit unvaniñ ar rummadoù, daoust-hag-eñ e vijes a-du cheñch ar rummad [[:Rummad:Strolladoù Komunour]] e [[:Rummad:Strolladoù politikel komunour]], war-skouer ar rummadoù 'm eus savet, evel [[:Rummad:Strolladoù politikel broadelour]], hag ar re strolladoù politikel dre vro? Ma 'z out a-du e goulennin digant Yunbot ober ar c'hemm-se... A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 14 Gen 2007 da 17:18 (UTC)
 
N'on ket a-enep, nmet marteze e vefe gwell ober ar c'hontrol rak diazet e vefe kaout ur strollad broadlour pe koumoun e vefe hep ma vefe anezhañ ur strollad politikel. Met a-du on hep kudenn ebet.
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gen 2007 da 17:27 (UTC)
:Ya? N'ouzan ket re... Ingal eo din e gwirionez...[[Implijer:Benoni|Benoni]] 14 Gen 2007 da 20:01 (UTC)
 
==Strolladoù politikel==
Salud dit. Gwelet 'm eus 'peus cheñchet titloù pennadoù zo evel ''Bloc'had Broadelour Galiza'', da skouer, deuet da vezañ ''Bloque Nacionalista Galego''. Ne gavan ket fall ober e-giz-se. Ha me a gav din e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel gall. Souezhus e kavan lenn traoù evel ''Talbenn broadel''... pa vezer boas da glevout, ha da lenn, e brezhoneg ''ar Front National'' pe ''an FN''. Petra a soñjez ?--[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 16 Gen 2007 da 21:05 (UTC)
 
:Pe Stourm Micherel evit LO, evel am eus lavaret dija.
:Gwirionez en tu-mañ d'ar [[Pirineoù]], falsentez en tu all. A lavare [[Pascal]] (Blaise). Pe ar c'hontrol. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 17 Gen 2007 da 09:04 (UTC)
::Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
:::War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: [[:cy:Y Blaid Lafur (DU)]]; [[:cy:Y Blaid Geidwadol (DU)]], hag all. [[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)
::::Pe c'hoazh, gwellet evit an UDF er yezhoù all, hag a vez troet en darn vrasañ eus ar yezhoù[[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Gen 2007 da 09:52 (UTC):
[[ca:Unió per a la Democràcia Francesa]]
[[de:Union pour la démocratie française]]
[[en:Union for French Democracy]]
[[eo:Union pour la Démocratie Française]]
[[es:Unión para la Democracia Francesa]]
[[eu:Frantziako Demokraziaren aldeko Batasuna]]
[[it:Unione per la Democrazia Francese]]
[[ja:フランス民主連合]]
[[nl:Union pour la Démocratie Française]]
[[pl:Unia na rzecz Demokracji Francuskiej]]
[[pt:Union pour la démocratie française]]
[[sv:Union pour la Démocratie Française]]
[[zh:法國民主同盟]]
 
*Skrivet em eus uheloc'h e vefe ''mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel''. Met ne gav ket din e c'heller dibab ur reolenn a dalvezo evit an holl degouezhioù. Sklaer eo e kaver a bep seurt traoù er yezhoù all. Hervez ar yezhoù e troer muioc'h pe nebeutoc'h an anvioù strolladoù. Sellit ouzh al liammoù-mañ :
[[ca:Categoria:Partits polítics de França]]
[[cs:Kategorie:Francouzské politické strany]]
[[de:Kategorie:Französische Partei]]
[[en:Category:Political parties in France]]
[[es:Categoría:Partidos políticos de Francia]]
[[eu:Kategoria:Frantziako alderdi politikoak]]
[[fr:Catégorie:Parti politique français]]
[[he:קטגוריה:מפלגות בצרפת]]
[[it:Categoria:Partiti politici francesi]]
[[ja:Category:フランスの政党]]
[[ko:분류:프랑스의 정당]]
[[nl:Categorie:Franse politieke partij]]
[[nn:Kategori:Franske politiske parti]]
[[no:Kategori:Franske politiske partier]]
[[oc:Categoria:Partit politic francés]]
[[pt:Categoria:Partidos políticos da França]]
[[sv:Kategori:Politiska partier i Frankrike]]
 
E Breizh e kavan o reizh ober gant anvioù brezhonek pa vez un anv brezhonek en implij, hag en implij gant ar strollad e-unan da gentañ penn : [[Ar Re C'hlas]] evel-just peogwir e kaver an anv-se ganto, evit strolladoù all ivez, evit an holl avat n'ouzon ket. Ma'm eus klevet komz dija eus ar ''Strollad sokialour'' (gant sokialourien) pe zoken eus ''Strollad al Labourerien'' (gant unan eus ar gostezenn-se), gwech ebet ne'm eus klevet ober anv eus an ''Talbenn Broadel'' [moarvat ne zarempredan ket a-walc'h an dud-se :-)]. Goulennoù all c'hoazh : ma troer diwar ar galleg, daoust ha troet e vo ivez diwar yezhoù all ? Penaos e vo graet evit anvioù ar strolladoù politikel e broioù all ? Ma reer ''Ar Re C'hlas'' eus ''Les Verts'', petra a vo graet eus ''De Groenen'' (ar Re C'hlas, en izelvroeg, anv ur strollad eus an Izelvroioù) ? --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 19 Gen 2007 da 23:05 (UTC)
 
==Savpoentig==
Ne'm eus ket c'hoant da glask tabut pa ne ran foeltr forzh ebet gant ar strolladoù-se, met gwelloc'h e vije bet kaozeal un tamm a-raok, ma n'az poa ket c'hoant e vije kemmet an anvioù, planedenn ur bern anvioù er wiki brezhonek.
Evel evit an departamantoù (un dachenn ma'z eus bet ijinet e-leizh), pa rankez ijinañ eo e krog an afer: evel evit anvioù gregach, an ijinadennoù n'int nemet traoù personel ha marteze berrbad, ha ne lakaint ket den ebet da baouez d'ober gant UMP, pe PS. Siwazh, met ar skingomz hag ar skinwel brezhonek a zo kaoz: evel-se e ra ar gazetennerien vrezhonek (an nebeudig a zo anezho), n'eus den ouzh o lakaat da gemm (o renerien ne reont forzh gant ar yezh), ha n'eus ket pikol lec'h d'ar brezhoneg evit komz eus traoù'r seurt-se.
E-maez ar wiki ez eus ur bed all ha ne ra forzh gant an Talbenn Broadel. A galon. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 17 Gen 2007 da 09:49 (UTC)
:Me n'on ket a-enep d'an tabut, dreist-holl pa 'm eus ijinet ma unan anvioù 'zo. Tu zo gwellaat lod 'zo. Met d'am soñj eo pouezus derc'hel d'an anv brezhoneg war ar wikipedia brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Gwir eo e vez graet gant FN pe UMP er radiooù ha tele e brezhoneg. Met graet e vez ivez ganto gant "telefon" ha me oar me. Un nebeut anvioù avat a zo kroget da vezañ degemeret : Ar Re C'halz, Strollad Sokalour, Strollad Komunour, h.a. zoken gant Broudig...[[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Gen 2007 da 10:00 (UTC)
 
::Evit en em gompren gwelloc'h: tabut zo trouz, "querelle, dispute" e galleg. "Discussion" a vo kaoz(eal/adenn), divizoù...
::Ne blij ket din an tabut. Mat eo din kaozeal.
::E Kembre ez eus un anv ofisiel kembraek da bep strollad. N'anavezan ket anvioù ofisiel d'ar strolladoù politikel gall. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 17 Gen 2007 da 12:11 (UTC)
 
==Rummadiñ==
Demat! Gwellet 'm eus ez out kroget da rummadiñ en unander ivez. Krouet 't eus ur rummad [[:Rummad:Strollad sonerezh Breizh]] pa oa dija ur rummad [[:Rummad:Strolladoù sonerezh Breizh]]. Chalet hon o welet muioc'h-muiañ a dud oc'h ober kement-mañ. Un diviz a oa bet pell 'zo dija war ar rummadiñ evit lavar e vije savet ar rummadoù el liester er wikipedia brezhoneg (da lavaret eo "Strolladoù sonerezh" ha n'eo ket "Strollad sonerezh"; "C'hoarierien echedoù" ha n'eo ket "C'hoarier echedoù") er c'hontrol eus ar wikipedia galleg met hevel ar wikipedia e saosneg. Kalz poellekoc'h eo rummadiñ el liester evit doujañ da poell ar yezh. Dre ma na gavan ket ken ar bajenn diviz-se (e lec'h oa arguzenoù mat a berzh Fulub da skouer, met eus da berzh ivez ma 'm eus soñj mat: ne oa nemet Ch Rogel o vont a-enep) ez on e soñj sevel ur c'hendiviz reolata evit ma vije un hevelep reolenn evit tout ar wikipedia (ha gant ar spi e vo dibabet ober gant rummadoù el liester). Petra soñjez? A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 21 Gen 2007 da 19:33 (UTC)
 
a-du ghanit penn-da-benn. e gwirionez e oa bet implijet ar rummad-se dija kentoc'h evit bezañ bet krouet ganin - n'em boa nemet rummataet ar ruummad koulz lâret (hm, gwall sklaer n'eo ket,f eiz!). m'eanfiñ, ne uien ket e oaur rummad all kalz gwelloch. ret e vefe kas ar pennadoù er rummad faoz (implijet ganin ar wezh-mañ) d'ar rummad mat ha nueze nullañ ar rummad faoz, dre m'az eus ur rummad doubl anezhañ e c'heller e diverkañ raktakl hepmuiken. Ur wezh all, a-du ganit. kudenn ebet. ur fezi eus ma feurzh.. a-galon, ha trugarez da vezañ bet ken aketus.--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 21 Gen 2007 da 20:16 (UTC)
 
== etrefas ==
 
* Penaos emañ kont gant ar bloaz nevez? Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh ha oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 24 Gen 2007 da 21:54 (UTC)
 
 
 
== rummadiñ ==
 
Salut. Krog on da labourat war ar rummadiñ war ar wikipedia brezhoneg dre ma 'z eo un tammig an anarkiezh evit ar poent. Gwelet amañ: [[:Wikipedia:Rummadiñ]]. Ur c'hinnig em eus graet ivez [[:Kaozeadenn Rummad:Yezhoù ar bed|amañ]] war ar pennadoù savet ganit. Laouen vijen kaout da ali, ha da genlabour ma 't eus amzer. A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 26 Gen 2007 da 16:40 (UTC)
 
==[[Nederlandeg]]==
Evit yezh ofisiel an [[Izelvroioù]] e kaver meur a c'her er skridoù brezhonek : ''nederlandeg'' (e geriadur An Here, da skouer) (se eo an titl zo bet roet d'ar pennad), ''izelvroeg'' (e geriadurioù Roparz Hemon, da skouer) (se eo ar ger ac'h eus implijet meur a wech war Wikipedia). Met kavout a reer ivez ''hollandeg'' (Roparz Hemon, Vallée), evel ma kaver ''hollandais'' e galleg pe ''holandès'' e katalaneg (sell ouzh [[ca:Neerlandès]]). Sur a-walc'h ne zegouezh ket, rak ne c'hell ar ger-se talvezout nemet ''rannyezh Holland'', evel m'eo stummet, met implijet eo bet e brezhoneg evit envel yezh an Izelvroioù. Setu perak eo bet meneget ganin, evel un anv all roet d'an nederlandeg. Ar memes tra evit ''flamanteg'' pe ''flamankeg'' (geriadurioù Favereau, Gregor), implijet e brezhoneg evel ma veze implijet ''flamand'' gwechall e galleg.--[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 26 Gen 2007 da 18:29 (UTC)
 
== Pennadoù ar yezhoù ==
 
* Krog eo [[Implijer:Damien Perrotin]] da sevel pennadoù diwar-yezhoù ivez. sell ouzh [[Agavotaguerreg]]. Soñjal ra din e vefe mat deoc'h en em lakaat a-du war anvioù ar yezhoù hag an doare da zeskrivañ ha da renkañ anezho. Savet ez eus bet ur rummad hag ur pennad [[yezhoù direnk]] gantañ ivez. Betek-henn e oa bet graet gant yezhoù digenvez hag ur rummad [[:Rummad:Yezhoù digenvez]] leun-mat zo dija. Gwelloc'h e vefe kenderc'hel gant an hent-se pe, da nebeutañ, kaozeal a-raok sevel ur rummad all. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 1 C'hwe 2007 da 21:15 (UTC)
 
:Ya, ur mell gudenn zo e gwirionez. Betek-hen am boa divet-me ober hervez renkadurioù an Ethnologue [http://www.ethnologue.com/web.asp] (s.o. [[Kaozeal:Katalaneg]] da skouer) dre m'eo hounnezh ar roll klokañ hag a bell, daoust ha ma n'eo ket an embannadur a c'heller furchal ennañ war ar genroeudad an hini nevesañ, met ne vern. Met daoust ha ma'c'h eo an Ethnologue ar roll klokañ. n'emañ ket a-du an holl gant an doare ma vez renket ar yezhoù ennañ (s.o. [[:en:Talk:Ethnologue]]), setu: ne glot ket atav ar pezh a gaver war ar wikipedia e saozneg, implijet gant implijerion/ezed zo evel mamenn evit treiñ ha sevel pennadoù o tennañ da yezhoù ar bed diwarnañ gant ar pezh a zo da gaout war an Ethnologue. Dont a ra sklaer ar gudennw ar wel pa seller ouzh ar pennad [[Familhoù yezh]] bet savet diwar ar pezh a gaver er wikipedia e saozneg (d'am soñj ouzhpenn e oa bet savet ganin, met n'on ket gwall sur, a-raok ma 'm bijen dizoloet ne glotae ket atav gant an Ethnologue ha bezañ divizet implijet ar vammenn-se evel pennvammenn). Klasket am eus klokaat ar pennad-se met diaezet eo rak ne glotae ket gant an Ethnologue ha kavout a reer neuze "familhoù-yezhoù", evel m'a'h eus ksrivet te e lec'h all, ha n'int ket, d'am soñj atav familhoù-yezhoù rik e gwirionez met renket int bet evel-hen war ar wikipedia e saozneg (ha war ar re all da heul evel-just).
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 2 C'hwe 2007 da 08:44 (UTC)
: Ret eo gouzout, avat, n'eo ket memestra ar yezhoù digenvez hag ar yezhoù direnk. Ur yezh digenvez a zo ur ur yezh n'he deus kar ebet. Ur yezh direnk a c'hell kaout kerent met n'eo ket sur. Galout a ra bezañ tabud a-zivout he statud e-touez ar glaskourien, posupl eo ivez n'anvezer ket a-walc'h diwar-e benn d'he renk e-barzh ur familh (ur yezh varv kent bezañ studiet, evit skouer, pe ur yezh bev na oa ket bet studiet c'hoazh) --[[Implijer:Damien Perrotin|Damien Perrotin]] 5 C'hwe 2007 da 10:13 (UTC)
:: a-du evel-just. Kudenn ebet. Penaos e kav gwell dit ober fdre vras, dre implijout Ethnologue da daveenn bennañ pe c'hoazh ar pezh a gaver war ar Wikuiepdia e saozneg pa na glot ket an eil mamenn gant ebet eve-just?[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 5 C'hwe 2007 da 11:07 (UTC)
 
== Unaniezh /unvaniezh ==
 
Krog on da adaozañ ar rummata evit an URSS. Meskaj a oa etre an daou stumm Unaniezh/Unvaniezh er rummadoù hag er pennadoù. Lakaet em eus pep tra dindan ar ger Unaniezh (evel Unaniezh Europa, Stadoù-Unanet Amerika, hag all). Unanet e oa bet ar Republikoù met unvanet ne oant ket bet. N'em eus ket echuet c'hoazh met kenderc'hel a rin. Spi am eus ne vi ket feuket gant an dra-se. N'em boa ket gwelet diouzhtu e oa kement a bennadoù da adrummata. Ouzhpenn em eus lakaet an anv hir er rummad pennañ Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (e-lec'h Unvaniezh ar Republikoù Soviedel). [[Implijer:Fulup|Fulup]] 1 C'hwe 2007 da 22:36 (UTC)
 
:N'on ket feuket na tamm ebet, a-du penn-da-benn ganit kentoc'h. Me am bije implijet ar stumm "Unaniezh" kentoc'h evit "Unvaniezh" met gwelet am boa e oa bet implijet an eil stumm dija er pennad pennañ, ha setu me ocx'h ober heñvel. Ya, a-du gant al labour unvaniñ a seurt-se ivez dre vras - ur mell sklabez zo ivez war dachenn ar yezhoù, met hen diplegañ a rin hiroc'h e lec'h all.
A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 2 C'hwe 2007 da 08:20 (UTC)
* OK, goulenn a rin gantañ, trugarez dit [[Implijer:Fulup|Fulup]] 2 C'hwe 2007 da 17:31 (UTC)
 
 
 
== termenoù fonetik ==
 
* N'on ket sur-tre eus an termenoù zo bet implijet ganit er fonetik. Gallout a ri klokaat ha gwiriañ taolenn ar c'hensonennoù war [[gwambiaeg]], mar plij ? --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 4 C'hwe 2007 da 17:00 (UTC)
 
**Da gompren mat a ran, rak n'eo ket aezet din kaout soñj atav eus an termenoù bet implijet ganin (ha lod all a vefe?). Marteze e talvezo dit ar [[Doare distagañ|pennad-mañ]], a-hendall e c'hellin klask respont d'az koulennoù resis. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 4 C'hwe 2007 da 18:38 (UTC)
 
== Kinnig votiñ (anvioù gresianek) ==
 
Salut! Savet am eus graet ur c'hinnig kentañ (e traoñ ar [[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern|bajenn-mañ]])evit bezañ votet war e benn war-lerc'h a-divout an doare da verzhonekaat anvioù divoutin henc'hresianek. Ha gallout a rafes-te ober war-dro brudañ ar c'hinnig kentañ-se war ar pajennoù kemenn boas (pajenn degemer, h.a.) ha marteze sevel ur bajenn a-ratozh evit ar c'hinnigoù hag a deuio da vezañ pajenn ar votadeg da c'houde en ur reiñ da c'hoût e c'hell an neb kinnig kemmañ ar c'hinnig kentañ evit e wellaat ha/pe ledanaat hag ivez sevel kinnigoù disheñvel evel-just?
Trugarez,
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 5 C'hwe 2007 da 07:32 (UTC)
{{Graet}} OK, ober a ran war-dro, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 5 C'hwe 2007 da 09:16 (UTC)
 
== Kemennadenn - anvioù gresianek ==
 
Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
 
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
 
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
 
[[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1]]
 
A galon,
[[Implijer:Merour (N)|<span style="color:green">Merour (Neal)</span>]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 6 C'hwe 2007 da 15:48 (UTC)
 
 
== Trugarez ==
 
Mont a ra war-raok tamm-ha-tamm. Keuz 'm eus avat o welet n'eo ket deuet c'hoazh muioc'h a dud bet labouret war an dachenn-mañ da reiñ o ali, met n'heller ket o rediañ evel-just. Arabat dezhe klemm war-lerc'h mar ne blij ket dezhe an disoc'h. Betek pegoulz e vefe mat kender'chel gant ar c'hinnigoù a-raok digoriñ ar votadeg da vat hervezout. N'on ket chalet gant ma pado ur sizhunvezh pe div, met ret diwall memestra da chom stanket en un hent-toull evel an hini ma vez klasket dont er-maez outañ memestra.
A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 7 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)
:Lakaomp, t'eus ken met kenderc'hel ar c'hendiviz betek dimerc'her ha kregiñ ar vot d'ar mare-se, e-pad div sizunvezh da skouer (pe unan). [[Implijer:Benoni|Benoni]] 9 C'hwe 2007 da 18:04 (UTC)
:: {{Graet}} Mat eo. A-du on. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 C'hwe 2007 da 19:10 (UTC)
 
==Trugarez ha bennozh Doue==
Ur merour o reiñ e [[bennozh|vennozh]] d'ur merour all, evel un [[eskob]] d'un eskob all en iliz-veur [[Varsovia]], na brav seurt [[unaniezh]] {{mousc'hoarzh}}, seurt [[kenlabour]] {{mousc'hoarzh}}, seurt [[kendiviz]] {{mousc'hoarzh}}, etre daou zen. Tud all zo e wikipedia? [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 9 C'hwe 2007 da 19:58 (UTC)
 
:N'oûn ket re peseurt kudenn em c'heñver me. Sell mat ouzh ma fajennoù personel hag e weli, mar fell dit, em eus klasket disrannañ ma labour evel merour diouzh ma gwirioù da labouraet ha da reiñ ma ali evel implijer boutin. Displeget dre an hir emañ war ma fajennoù personel. Sklñaer eo eo homañ ma fajenn pesrsonel evel implijer boutin ha sinet eo bet amañ ganin-me evel-hen. Sklaer evel lagad an naer (nemet evit ar re a blij dezhe klask laou gant ar re all atav). Goût mat ne blij ket gwall dit na labourat a-stroll na drugarekaat ar re all. Ne vern, n'eo ket ret. Me a vat e plij din klask bezañ seven atav. Klask a ran labour en en doare sklaer, hep kuzhat piv on na perak e ran tra pe dra, ha klask ivez kas ar gaoz war-raok en un doare seder ha seven. P'am bez soñj mat ouzhpenn, n'em eus ket bet da drugarekaet dit-te zoken n'eo ket keit all zo (evit da emzalc'h "fur" ez komzoù-te): eskob out-te ivez? Aet on un tammig skuizh gant da emzalc'h e gwirionez - war a welan ar pzh ne blij ket dit eo gwelet tud o klask sevel a-du ha kas ar raktres war-raok, dreist-holl pa ne glot gant o sav-poent gant da re. Ha taol ur sll ivez war an implijerion/ezed a labour amañ abaoe ar penn-kentañ hag e weli n'eus ket kalz ac'hanomp, met muioc'h-mui atav. Tristig memestra. Hag ur wezh all, skuizh-div on aet gant an tagadennoù hag an ebvezhiadennoù o tennañ d'ar fed m'on saozngeger a-hihanig (ret e vefe kontañ pet a dud zo amañ n'int ket gallegerion a-vihanig,, met din-me ne vern) ha bremañ klask c'hoar gant al lec'h m'on o chom. Tristig ha dipitus. ne dalv ket ar boan respont din rak n'on ket re dedennet gant ar pezh ec'h eus da skrivañ c'hoozh diwar ma fenn.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 C'hwe 2007 da 20:32 (UTC)
 
==Ober plijadur==
: Tennañ a rin Santiago ma kavez eo un dagadenn, ne gomprenan ket perak. Prest on d'ober plijadur. Betek ur poent.
: Pa lavarez ez ez skuizh ganin amañ, e plijfe dit serriñ ma c'hont, ez on gaouiad, e rez kement-se moarvat peogwir e oarez e ra plijadur din. Eus da berzh n'eo ket tagadennoù.
: Met ober anv eus Galiza amañ, eus saozneg ahont, hep tagadenn ebet, ha setu klemmicherezh ha mibiliach. Tristik ya. Met a-berzh piv?
[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 9 C'hwe 2007 da 21:04 (UTC)
 
==Ur bajenn re virvidik marteze==
Neal, n'on ket evit krediñ e c'hellfes lavarout em oa graet un dagadenn ouzhit. Displeget 'm eus e taveen d'az endro studi ha labour ha netra muioc'h. Ne gredan ket em eus taget den er wikipedia. A hend-all e welan e ra berzh bras da bajenn gaozeadenn. Na petra ta !<br>Koulskoude, ne gavan ket mat ar randaeloù o strinkañ diehan, darn anezho war un tem orin ha n'eo ket bet lec'hiet mat (treiñ St Jakez a G.).
Ur verzadenn all : ret e vefe enskrivañ e-barzh reolennoù ar wikipedia n'eo ket reizh pismigañ an dibaboù graet gant an implijerien e-keñver abegoù ar pennadoù. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 10 C'hwe 2007 da 00:56 (UTC)
 
:ret eo anzav n'oûn dare eus petra out o kaozeal. Hag e pelec'h em eus bet skrivet e oa bet graet un dagadenn bersonel em c'heñver ganit. E pelac'h emañ an dalc'h. Skuizh on gant ar b-B hag e doare d'ober dave da berzhioù persopnekl bewech ma vez tamallet outañ bezañ graet un dra a-dreuz kientoc'h evit respont da arguzennoù en un doare poellek setu tout. Ne welan ket e pelec'h e vefen o pismigañ war ar c'hraf-se. Ha n'on ket kririek d'ar pezh a skriv lod war ma bajenn gaozeal, geo? 'Gomprenan mann ebet.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 12 C'hwe 2007 da 10:19 (UTC)
 
 
 
 
== un/ur harz ~ ur c'harzh ==
 
ne gomprenan ket re vat ar pezh ac'h eus skrivet [[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1|amañ]]:
 
: kemmesk zo etre ''an harz'' hag ''ar c'harzh'' a gredan. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)
 
"u'''r''' harz-labour", da skouer, am eus bet klevet atav rak el lec'h ma oa bet desket ma zammig brezhoneg ganin e vez distaget an "h" kentañ dre c'hwezhañ ha neuze en em dalc'h evel ur gensonenn + ger-mell -r kentoc'h evit bezañ un "h" mut ha neuze ger-mell -n dirak vogalenn. Hag ur reolenn zo evit an "h"? Disheñvel-mik eo evidon-me "ur harz" hag "un arzh" met n'eo ket disheñvel "ur harz" hag "ur c'harzh". N'on ket brezhoneger a-vihanig, anat dit, met evel-se e vez graet gant ar re a anaouan hag a zo brezonegerion a-vihanig anezhe bet desket o zamm galleg pa oant aet d'ar skol. N'eo ket ret fuloriñ - un evezhiadenn n'eo ken. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 13 C'hwe 2007 da 18:29 (UTC)
 
Ne fuloran ket, klask a raen displegañ penaos e welen (hag e wel ivez tud all) an traoù-se. Un hent, un harz. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 C'hwe 2007 da 18:33 (UTC)
 
:Fiskal. N'anaoan den ebet hag a distag "hent" gant un "h" dre c'hwezhañ. Evidon eo un tammig evel "hour" > "a'''n''' hour" kv. "hole" > "a hole" - met faziañ a c'hellan , ha n'eo ket dav bezañ heñvel implijoù ar yezh e pep lec'h nag ivez a den da den er memes lec'h. Ne ouien ket re vat avat hag-eñ e tenne da evezhiadenn da implij stumm resis ar ger-mell pe c'hoazh da ster ar ger implijet e-unan. Pa'm boa respontet da Ch. Rogel em boa implijet ar memes ger bet implijet gantañ "harz" - komprenet ganin gant ar ster "limit", met faziañ a c'hellan c'hoazh. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 13 C'hwe 2007 da 19:03 (UTC)
 
Anaout a ran tri sistem distagañ
* ne vez ket distaget "h" e penn kentañ ar ger : doare Leon, hervez a ouzon;
* distaget e vez '''atav''', am eus klevet gant tud Sant Nikolaz ar Pelem (n'eo ket aes distagañ "an '''h'''ent"!)
* an ''doare a ran gantañ: distagañ "h" pa ne vez ger-mell ebet: ''an hent'', evel an aer'', met '''''h'''ent Brest''.
N'eus distagadur ofisiel ebet e wikipedia, netra nemet ur skritur hervez a ouzon: un arzh, un harz, un horzh; ur c'harzh, ar c'horz, ar c'hourz. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 14 C'hwe 2007 da 03:02 (UTC)
 
==Kendiviz reolata war ar rummadiñ==
Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret [[Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Rummado%C3%B9_el_liester|amañ]]. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)
 
==An anv stêr '''Gwilen'''==
Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm '''Gwilen''' da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma oas savet a-du gant ar cheñchamant Gwilen > Gwilun e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Gwilun#Goulenn_lakaat_Gwilen_da_bennstumm_en-dro]. Trugarez.[[Implijer:Rognogno|Rognogno]] 26 C'hwe 2007 da 09:19 (UTC)
 
 
 
== αέ ==
 
Salud. Trugarez evit da skouer met n'on ket savetoc'h dre ma oa bet roet hennezh c'hoazh. Goulenn a raen skouerioù all, din da welet ma kavan kemmoù gant αη pe αi.
N'ouzon ket gresianeg setu es eo diaes evidon kavout anvioù e-giz-se ma-unan.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 12:37 (UTC)
 
Daou ezel nevez zo krog da labourat, a welan. [[Implijer:Shelley Konk|Shelley Konk]] 27 C'hwe 2007 da 10:31 (UTC)
 
== mouezhiadeg ==
 
Seul vui e sellan ouzh ar goulenn 5, seul nebeutoc'h e komprenan petra a dalvez ar goulenn kentañ... Perak bezañ lezet ar goulenn kentañ e-giz ma talvezfe ivez evit votiñ evit implijout A bewech? Sellet ouzh ar skouerioù zo skrivet a-is ar goulenn! Trugarez da splannaat an traoù. Merzet em eus ivez az teus mouezhiet evit daou dra gontrol : diskrivañ e HA a!! --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 2 Meu 2007 da 13:12 (UTC)
 
: Klasket am eus sklaeraat ar vot-se. Truzgarez evit an evezhiadenn: faziañ an hini eo am bvboa graet gant ar luziet m'eo deuet da vezañ ar vouezhiadeg, zoken evidon-me bet he savet!!!
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 2 Meu 2007 da 13:40 (UTC)
 
== Kemenn votadeg ==
 
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret [[Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1|amañ]].
 
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
 
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar [[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1|bajenn gaozeal]] stag ouzh pajenn ar vot.
 
Trugarez, [[Implijer:Merour (N)|<span style="color:green">Merour (Neal)</span>]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 2 Meu 2007 da 13:49 (UTC)
 
verboù a c'haller ober ivez: anaforiñ, anaforenniñ. petra a ya ar gwellañ ganit? ar yota (debriñ yod) pe ar iotaenniñ? Dre forzh iotaat e c'haller mont war sotaat. Ha me oar me. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 8 Meu 2007 da 09:56 (UTC)
 
==Kudenn termenadurezh==
Salud dit ! Evit ''postposition'' ez eus ur ger zo bet implijet dija e brezhoneg : ''lerc'henn'' a ra Frañsez Kervella eus an dra-se en e Yezhadur, pp. 166-167 (''mont kuit'', ''mont tre''...). Ar ger-se, ''lerc'henn'' (tost a-walc'h ouzh da ginnig ''warlerc'henn''), a gaver ivez en eil geriadur An Here. Evit ''pro-form'' avat, n'ouzon ket petra respont dit. Ne gav ket din e vije bet implijet ur ger e brezhoneg evit se.--[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 8 Meu 2007 da 21:47 (UTC)
 
 
 
== [[Gabriele Malagrida]] ==
Demat. Un tammig labour evidoc'h. :-))) A galon. Klaod. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] 10 Meu 2007 da 10:28 (UTC)
 
== amraganvelezh ==
 
Salud. Krog e oan da lakaat ma fri er pennad abalamour ma ouzon un tamm japanegha dre ma kavan anezhañ dedennus. Setu ar pezh am boa skrivet, kent gwelet e oa bet troet ganit, dit da welet ar pezh az teus c’hoant da viret :
 
:''Kono k&#275;ki wa oishii. Dare ga yaita no?''
:-mañ kouign (MERK POUEZAN) mat. Piv (MERK RENER) graet (MERK GOULENN)?
:"Mat eo ar gouign-mañ. Piv en deus fardet '''anezhi'''?"
 
知らない。気に入った?
:''Shiranai. Ki ni itta?''
:Nompas gouzout. Kavout-mat lavaret?
:"('''Me''',) n’ouz'''on''' ket. Hag '''he''' c’havout mat a '''rez'''?"
 
 
'''Ar pezh am eus merzet''' :
* Oishii a dalvez « mat » hepken.
* Ar stumm shiranai n’eo ket heuliet gant ur rannig a dalvez da verk. Stumm nac’h neptu ar verb en amzer-vremañ an hini eo. Setu e lakafen kentoc’h « nompas gouzout ».
* Skrivañ ‘ rafen a-walc’h a rafen « merk » pe « rannig » evit diskouez e vez degaset ster ar strollad gerioù gant ur gerig. Ar ger TEM a gavan drol. Wa a dalvez da bouezañ war un dra bennak. « Wa » a c’hell merkañ un islavarenn amzeriañ ivez, da skouer. Ne dalvez nemet da bouezañ war udb n’eo ket danvez ar frazenn dre ret. Lakaet e vez an elfenn-se e deroù ur frazenn a-hend-all, evel e brezhoneg un tamm...
* « Kachenn » a gavan un tammig rannyezhel. Gwelloc’h ‘vefe « kouign » pe « gwastell » da’m soñj e sell da eeunaat an destenn dre vras.
 
Emichañs e vo talvoudus ma zamm glabousadenn evidout --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 12 Meu 2007 da 01:55 (UTC)
 
:Trugarez evit da evezhiadennoù evel-just. Ober 'rin war-dro. Respontet e vo dit emberr.
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)
 
:: 1. Evit a sell ouzh dielfenandurioù kevreadurezhel, n'eo ket heñvelsterv an termen [[yezhoniezh|yezhoniel]] "[[Tem (yezhoniezh)|tem]]" (saozneg: [[:en:Topic (linguistics)|''topic'' pe ''theme'']] ha "[[Lavarenn greizennus|pouezañ]]" (saozneg: [[:en:Focus (linguistics)|''focus'']]). Slaeroc'h e teuio da vezañ an diforc'h ur wezh ma vo bet savet ganin ar pennad "[[Tem (yezhoniezh)|tem]]". Merk an tem (saoz. ''topic marker'') eo '''''wa''''' amañ.
 
:: 2. Kemmet eo bet an traoù all, en ur doujañ d'an doare boas da reiñ displegadurioù ger-ha-ger (gw. [[:en:Gloss|''gloss'']]).
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 12 Meu 2007 da 11:04 (UTC)
 
::Pehini eo ar merk goulennata hervezout?
 
:::Ne gomprenan ket re vat ar goulenn. Da gentañ, perak e vefe ret kaout ur merk goulenneta ha da eil amañ ne ra forzh pehini eo merk ar goulennata pe get rak implijet emañ ar skwer evit displegañ an [[amraganvelezh]].[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Ebr 2007 da 17:37 (UTC)
 
:::Er c'hentañ frazenn goulennata ez eo no hep mar daoust ma vez kentoc'h implijet ka da gustum. Cheñch a ra evit merkaÆ arlivioù sevended pe darempredoù etre an dud zo o kaozeal. En eil frazenn n'eus ket. Maetreze e vez roet ster goulennata ar frazenn gant an distagadur? C'hoant am eus adarre da bouezañ war ar fed ma n'eus ken ur verb en tu nac'h eus ''Shiranai''. Da skrivañ eta "Nompas gouzout". Trugarez da respont ivez da'm goulennoù. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 9 Ebr 2007 da 16:44 (UTC)
 
::::ne vern pere eo ar merkoù all - diwar-benn an [[amraganvelezh]] eo ar pennad-mañ ha n'eo ket diwar-benn yezhadur ar [[japaneg]], da lâret eo ne dalvez ar skwer japaneg nemet da skwer evit displegañ an amraganvelezh. Ne vern perzhioù yezhadurel all ar japaneg. Ouzhpennet e vez ur ''gloss'' (da lâret eo un dispelgadenn berr-ha-berr e brezhoneg ma vez lakaet sklaer talvoud pep ger hag o ferzh er frazenn) nemet evit ma c'hellfe kompren mui-pe-vui framm ar frazenn evit ar re na oar ket japaneg.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Ebr 2007 da 17:37 (UTC)
 
::::: Kompren a ran ervat. Mat e vefe avat chom hep skrivañ un tamm forzh petra ha diwarbenn kaoz ar verb en tu nac'h ez on sur kant dre gant. Gra a gari. Gwelet a ran a-du arall e kavez amzer da sevel pennadoù ha traoù all ha pell zo emaon o c'hortoz ur respont bennak da'm c'hemmennadoù... niverus. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 11 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
 
:::::: Da gentañ-holl, aesoc'h e vefe klask em em gompren ma gavfes an tu da chom un tamm bihan sevenoc'h. Da eil, labourat a ran evel an holl re all evit mann ha labourat a ran dre sevel pennadoù pe o respont d'ar re all hervez ma c'hoantoù-me ha n'eo ket te na hini ebet all an hini a lâro penaos e rank an dud labourat war ar raktres-mañ. N'eus forzh penaos, mat e vefe dit sklaeraat 'michañs da be goulennoù resis an hini eo bet savet ganit ma'c'h out o c'hortoz ur respont dezhe eus ma ferzh-me. Hiziv c'hoazh am eus skrivet ur respont klok d'ur goulenn bet savet ganit [[Kaozeal:Minotauros|amañ]] hag ivez [[Kaozeal:Ariadne|amañ]]. A-hendall, evit a sell ouzh ar skouer japanek resis, n'eo ket ganin m'eo bet skrivet "n'eus forzh petra" (hervezout atav) met gant an hini he/en doa savet ar pennad [[:en:Pro-drop language|''pro-drop language'']] e saozneg. Evit a sell ouzh ar fed m'eo ar gentañ frazenn en stumm goulennata pe get eo sklaer a-walc'h pa weler implij ar ger goulennata ''dare'' ("piv"). Pe faziañ a ran? Evit a sell ouzh ar stumm ar verb ''shiru'' ("goût") ne welan ket re sklaer e pelc'h emañ ar gudenn e gwririonez. Er stumm nac'h emañ pe get ("nompas goût" a zo ur stumm nac'h ivez evel-just). Pa saver ur glosa e implijet gerioù ur yezh all (evel da skouer amañ ar brezhoneg) evit diskwel per eo ar [[Ger leun|gerioù leun]] gante ur ster semantikel (da skouer ar [[Verb|verboù]] evel "goût") keit ha ma implijer displegadennoù [[yezhadur|yezhadurel]] evit merkañ perzh ar [[Ger goullo|gerioù goullo]] er frazenn (amañ "stumm nac'h"). N'oûn ket hag-eñ e vasto an displegadenn-mañ evidout ar wezh-mañ. Aet e oant kuit e-pad ur sizhunvezh a-hendall ha labourat n'em boa ket graet kal (kaozeal gresianeg ne lâran ket...) ha pa oant deuet en-dro em boa kavet gwell labourat un tammig dre sevel pennadoù war an dachenn hag a blij din, hini ar [[yezhoniezh]], goude bezañ bet tremenet kemendall a mazer gant aferioù merañ a-raok ar vakañsoù ha n'em boa ket soñjet zoken goulenn da ali evit hen ober...[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 11 Ebr 2007 da 14:08 (UTC)
 
:: Ne gav ket din bezañ diseven ha biskoazh ne'm eus klasket ober ma renkoù gant den ebet. Klask a ran "kaozeal". Pa lavaran "'''UN TAMM''' forzh petra" ez eo o kaozeal diardoù hag eus shiranai hepken. Soñjal a ra din e c'hall an holl ober un tammm forzh petra a-wezhioù pa n'omp ket atav mailhed war an danvez, evel ma hañvalez-te bezañ, da skouer, war dachenn ar yezhoniezh, ha me, da gentañ penn, e fazian tro pe dro er pezh a skrivañ. Ali e vi ganin moarvat pa lavarin e vez gwelloc'h chom hep skrivañ traoù diresis pa c'hallomp. Setu a felle din lavaret.
Me am eus bet ar santimant na'z toa ket c'hoant da respont, pezh e oa gwir evit doare, met ne'm eus ket komprenet ma-unan e oa abalamour ma oas o tiskuizhañ. Kredet em eus e raes fae war ma goulennoù, pezh n'eo ket plijus. Ne vije ket aet hegaz ennon ma'z tije lavaret din e respontfes goude da vakañsoù. Bremañ "gouzout stumm-nac'h" a hañval din bezañ sklaeroc'h evit ar pezh a oa a-raok. Setu echu an oferenn ha serret ar pardon.
Evit a sell ar vakañsoù, emichañs az teus tremenet vakañsoù mat ha diskuizhet dioute. kenavo--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 11 Ebr 2007 da 15:20 (UTC)
 
:fiskal. mat eo neuze, renket an traoù. gwell e vefe d'am soñj kas an tamm kaozeadenn-mañ war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad dereat. Petra a gav dit?[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 11 Ebr 2007 da 15:46 (UTC)
 
==Hidrosfera==
Marteze n'eo ket ret mirout ar pennad [[Hidrosfera]]. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 12 Meu 2007 da 02:35 (UTC)
 
:{{Graet}} Diverket. Trugarez. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)
 
 
 
==Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern==
Demat. Ezhomm 'p eus sikour evit lakaat ofisiel disoc'h [[Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1]]? A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 20 Meu 2007 da 10:15 (UTC)
 
Ezhomm 'm eus amzer kentoc'h. --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 20 Meu 2007 da 11:51 (UTC)
 
{{Graet}} Kempennet an divizoù kemeret hag embannet disoc'h ar votadegoù hag ar politikerezh envel ofisiel nevez. Ret e vo e lakaat e plesutr bremañ. Pebezh labour![[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 21 Meu 2007 da 15:34 (UTC)
 
War a seblant e plij da lod sevel pennadoù "diezhomm": [[Persephona]] /[[Persefone]], ha bremañ [[añforenn]]/[[amforenn]]. Tro petra 'vo ur wech all? [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Meu 2007 da 14:24 (UTC)
:trugarez evit an evezhiaden. mat e vefe o lakaat war pajenn ar bennadoù da nullañ. rez ket bil, graet 'vo war o zro.--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 20 Meu 2007 da 14:36 (UTC)
 
{{Graet}} Enteuzet "[[Añforenn]]" > "[[Amforenn]]". [[Implijer:Merour (N)|<span style="color:green">Merour (Neal)</span>]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 20 Meu 2007 da 14:55 (UTC)
 
{{Graet}} Enteuzet "[[Persephona]]" > "[[Persefone]]". [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 21 Meu 2007
: Enteuzet en un doare null a-walc'h a gav din abalamour ma oa kalz traoù em pennad n'emaint ket en egile, a vije bet tu adtapout (kontant e oan), ha zo kollet penn-da-benn bremañ evit doare. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 11 Ebr 2007 da 13:30 (UTC)
 
:: drol eo pegen "null" e kavez traoù graet gant tud all. M'enfin, bez' e c'hellez adtpout pep tra. Ne vez ket kollet netra war ar wikipedia. N'eus forzh penaos, ne vefe ket ret enteuziñ pennadoù doubl ma kemerfe an dud an amzer da wiriekaat hag-eñ ez eus dija eus ar pennad a fell dezhe sevel (marteze dindan un anv disheñvel) a-raok sevel unan nevez.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 11 Ebr 2007 da 14:19 (UTC)
 
::: A, ur respont! A-wezhioù e kavan an traoù mat a-wezhioù e kavan anezhe fall hag amañ e kaven null a-walc'h bezañ lammet pep tra, respet dit. Met dre ma n'eo ket kollet ar pezh am eus skrivet a-hervez ez on prest da lavaret ne oa ket null.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 11 Ebr 2007 da 14:24 (UTC)
 
==Hebraeg==
Salud dit ! Ma'peus barregezh war an hebraeg, na'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad [[Deiziadur hebraek]]. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 24 Meu 2007 da 18:01 (UTC)
 
==Yezh vamm==
Ar [[yezh vamm]] n'eo ket ur [[yezh]], ha koulskoude eo ur yezh.
Neuze e vije ezhomm eus un arouez da lakaat war ar pennadoù a denn d'ur yezh ha n'eo ket ur yezh. N'ouzon ket hag en em zisplegañ mat a ran {{';:}}. [[Implijer:Shelley Konk|Shelley Konk]] 13 Ebr 2007 da 08:39 (UTC)
 
:pas re e gwirionez... ha displegañ un tammig pelloc'h e c'hellfes?[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 13 Ebr 2007 da 09:02 (UTC)
 
==Bureviad==
Tefe ket c'hoant lakaat da anv evit dont da vezañ bureviad? Mat vije kaout ur bureviad war ar wiki breezhoneg d'am soñj.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 13 Ebr 2007 da 20:58 (UTC)
 
:Kudenn ebet evidon. N'on ket sur avat e vefe implijerion/ezed zo a-du evit votiñ evidon... Ha te? N'ec'h eus ket c'hoant ivez?[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Ebr 2007 da 08:09 (UTC)
::Muioc'h a skiant-prenet 't eus egedon, ha moarvat tefe muioc'h a votoù egedon {{;-)}}. Ma teues da vezañ bureviad, e lakain marteze ma nvv evit dont da vezañ checkuser, dre ma n'eus hini ebet war hon wikipedia kennebeut. Bon, krouiñ a ran ur bajenn vot evit kaout ur bureviad war hon wikipedia o kinnig da anv. [[Implijer:Benoni|Benoni]] 14 Ebr 2007 da 15:22 (UTC)
:::A-raok sevel ur bajenn vot emaon o vont da sevel ur bajenn evit displegañ petra eo ur bureviad. Gw. amañ: [[Wikipedia:Burevidi]]. Tu zo dit sikour ac'hanon da dreiñ pa 't eus amzer.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 14 Ebr 2007 da 15:46 (UTC)
::::Setu, krouet 'm eus ur bajenn evidout en em ginnig da vezañ bureviad: [[Wikipedia:Burevidi/Neal]]. Mat vije dit en em ginnig berr-ha-berr dindan da anv a-raok na vije digoret ez ofisiel ar vot.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 15 Ebr 2007 da 23:19 (UTC)
 
==Korn==
7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 22 Ebr 2007 da 19:48 (UTC)
 
:ne gomprenan ket e pelec'h emañ ar gudenn. Eus peseurt pennad out o komz - hini [[Korn (strollad)]]? E pelec'h e welez an niverenn 1? Ha staliet ez eus ur pakad lizherennoù unicode war da urzhiataer? Renket e vo (pe klasket ober) ur wezh p'am bo komprenet e pelec'h emañ an dalc'h resis.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 23 Ebr 2007 da 07:40 (UTC)
 
::[[Korn (digejañ)]]: ur sklabez. 7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus.
 
:::Netra da welet ganin ar pennad-se. Goulenn a rez ouzhin e renkañ evel merour neuze?[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)
:::Ne c'houlennan netra. Sachañ evezh, netra ken. Evel a gari e ri. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 23 Ebr 2007 da 17:26 (UTC)
 
==Prometheüs==
 
::[[Prometeus]]. Ankouaet em boa ne raen ket war-dro ar pennadoù-se ken. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 23 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)
 
:::Ne ra forzh din hag-eñ e labourez war an dachen-se pe get, seul wezh ma heuliez ar reolennoù bet votet gant ar gumuniezh.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)
 
 
 
 
 
==Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)==
'''English''' Please delete [[Ë (lizherenn)]] and [[Ï (lizherenn)]]. These two articles was describing the Cyrillic letters [[Ë (lizherenn)]] and [[Ï (lizherenn)]], but have been used Latin letters as the articles' name.--[[Implijer:Sl|Sl]] 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)
 
:Thank you for your remarks. This was done intentionally to avoid articles with apparently similiar titles and to facilitate usage for people without Unicode (as so often happens). Be that as it may, in the future you are politely requested to refrain from such immdiate deltions yourself on the Breton language project, as it would have been enough for you to have alerted a moderator regarding the error and to request rectification. In this case, renaming rather than deletion would have been suficient.
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 29 Ebr 2007 da 13:08 (UTC)
 
==Bureviad==
Ar blijadur 'm eus kemenn dit out bet dilennet da vureviad ar wikipedia brezhonek. Gourc'hemennoù! Leuskel a ran ac'hanout goulenn ar gwirioù war meta. [[Implijer:Benoni|Benoni]] 30 Ebr 2007 da 22:28 (UTC)
:Trugarez vras. Un enor an hini eo. Goulennet am eus ar gwrioù war ar Meta.--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 1 Mae 2007 da 08:11 (UTC)
 
== Sikour !!! ==
 
Demat dit Neal,
Setu, labour a ran alies war ar sonerezh met ar pezh 'zo, ne zeuan ket a-benn da lakaat patromoù "Infobox Album" war-well. Neuze ma oa tu dit displeg din ar penaos hag ar perak... Trugarez !
[[Implijer:Malo|Malo]] 1 Mae 2007 da 14:12 (UTC)
 
::hm, klasket am eus renkañ an traoù un tammig. Evit gallout implijout patromoù a seurt-se e rankont gallout bezañ implijet evot meur a bennad war un dro. Setu, evit e implijout war ur pennad resis e ranker skrivañ, da skouer <nowiki>{{Infobox Album}}</nowiki> e krec'h ar pennad ha neuze, ur wezh deuet war-wel ennañ e c'helli skrivañ an titour resis bewech ma weler <nowiki>{{{un dra bennak}}}</nowiki> war ar patrom-se. Gallout a reer ivez kemmañ ar patromoù evel ma reer gant ar penandoù all, n'eus nemet klask, da skouer <nowiki>Patrom: Infobox Album</nowiki>. Diwall memstra da sellet mat ouzh ar formatoù hag ar c'hodoù bet implijet evit e sevel - ma n'out ket sur pouez kentoc'h war "rakwelet" a-raok kadarnaat ar c'hemmoù kaset da-benn ganit da vat. N'eus forzh penaos, zokn ma rez ur mell sklabez n'eus nemet mont da glask war istor ar pennad evit resteurel ar pezha a oa bet graet a-raok. Tan de'i ha degemer mat eus ma feurzh war ar raktres.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 1 Mae 2007 da 14:47 (UTC)
 
Va digarez met ne zeuan ket a-benn... n'eus ket tu kaout Infoboxoù evel war Wikipedia e saozneg ? Infoboxoù brav a vefe mat...--[[Implijer:Malo|Malo]] 3 Mae 2007 da 07:27 (UTC)
 
: Lâr e pesurt pennad out o klask lakaat an infobox-se hag ec'h in da lakaat ur sell. Ma teuan a-benn d renkañ an afer-se n'az po nemet mont da sellet ouzh istor ar pajnn hag e weli penaos em bo graet. A-hend-all, ma n'eus ket ur patrom war ar wikipedia e brezhoneg e ranker e sevel dres evel ar pennadoù all. N'eus nemet lakaat da titl ar pennad "Patrom:Titl" (lakaat anv ar pennad e-lec'h "titl" evel-just). Ar pep aezetañ eo eilañ ur patrom diwar ur wikipedia all hag e dreiñ pe c'haozh eilañ diwar ur patrom damheñvel all bet sabvet e brezhoneg dija. --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 3 Mae 2007 da 07:35 (UTC)
 
==Pennadoù a ra diouer==
War a-seblant e ya implijerien nevez da glask awen amañ: [[Wikipedia:Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ]]. N'ez eus den o labourat evit neveshaat ar bajenn avat pe zoken o reizhañ ar fazioù a zo warni. Mat vije deomp en ober tamm-ha-tamm evit neveshaat ar bajenn.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 1 Mae 2007 da 19:51 (UTC)
 
== Ilias ==
 
Respontet am eus--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Mae 2007 da 09:16 (UTC)
 
==Bureviad meur==
Evit implij da oustilhoù nevez evit ar wech gentañ, daoust hag-eñ e c'hellfes reiñ ar statud bot da [[Implijer:Robbot]]? Labourat a ra kalzig. Trugarez, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 5 Mae 2007 da 22:19 (UTC)
 
{{Graet}} [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 6 Mae 2007 da 19:09 (UTC)
 
== goulenn termenadurezh ==
 
Salud dit.
Hep bezañ klasket e rafen kentoc'h gant kensonenn gweuz (s.o. Geriadur R. Hemon hag hini an Here, pe diweuz mar kerez met forzh penaos n'hon eus ken div weuz. Na teir nag unan hepken.), kensonenn dent, kensonenn staon.
 
: trugarez vras dit ur wezh all
: ober rin 'vel-hen (hep kemmadur neuze). gant diweuz e vo ret ober en un doare reizh rak ur gensonenn gweuz eo ur gensonenn gweuz-dent evel-just (ma ne vez implijet nemet unan eus an daou).
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)
 
Gwelloc'h eo da'm soñj ober gant gerioù zo fraez o ster kentoc'h evit stagañ dibennoù-ger evit degas arlivioù dispis d'al lennerien.
 
: me ivez. --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)
 
E brezhoneg ne reer ket kement-se gant an anvioù-gwan forzh penaos en degouezhioù-se ha giz an anvioù-wan e -ek pe -el zo degaset dindan levezon kreñv ar gallek.
 
: ya, goût a ran, met en degouezh-mañ ne oan ket re sur.--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)
 
Leuskel un tamm amzer din da glask ha lârin dit ar pezh am eus kavet e brezhonek. Me'gav din e c'haller kavout daveoù sirius e levr Alan Heusaff db Brezhoneg Sant-Ivi, e levr Arzel Even db ar yezhoù keltiek hag e geriadur an Here. Evit a sell an distagadur e ran gant "kensonenn tarzh" evel Geriadur an Here (kensonenn tarzh a lâran-me. kavout a ran ivez kensonenn darzh en unan eus ar pennadoù. Direizh eo. Un "dreistreizhadenn" n'eo ken).
 
: mont a rin da sellet evit lemel kuit ar c'hemmadurioù direizh-se. N'eus forzh penaos e vo savet ur pennad evit doiskwel perak n'eo ket heñvelster ur gensonenn dre darzhañ hag ur gensonenn dre serriñ... kavout a ran gwll ober gant an hevelep stumm atav, d.s. dre + anv-verb. saevel a rin un adkas eus ar stumm kensonenn tarzh > dre darzhañ--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)
 
Kavout a ran ivez "vogalenn serr" ha "vogalenn digor"
 
: kemmet 'vo. Ne ran ket ggant ar c'hemmadur d>z gwezh ebet ha graet em boa gantañ ar wezh--mañ dre fazi evit ober plijadur da lod. reizhet e ranko bezañ.--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:09 (UTC)
 
"vogalenn fri", "vogalenn genoù" (reishoc'h evit vogalenn "c'henoù" rak un dro-c'henel an hini eo amañ), "kensonenn genoù" (sic)(distaget o virout ouzh an aer da dremen dre ar fri > orale), "kensonenn mouezhiet", kensonenn linkus (termen a reer gantañ evit dezverkañ l ha r, anezho soniadoù heñvel a-walc'h ouzh ar vogalennoù/2 A-Wezhioù Termen a reer gantañ evit dezverkañ ar c'hensonenoù sonek l,m,r,n), kensonenn c'hwez (spirantal?), kensonenn ruz (k. a zistager en ur lakaat an aer da ruzañ dre ar genoù), kensonenn tarzh. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 9 Mae 2007 da 08:11 (UTC)
::Ouzhpenn ur wech em eus klevet ober gant '''kensonenn darzh'''. Ouzhpenn un ali zo eta. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 9 Mae 2007 da 08:21 (UTC)
 
: evit épiglotte e kavan ankoue e levr korfadurezh TES. "Luette" eo e ster kentañ met gerioù all zo, gwir eo...
Evit post-... e c'haller implijout drek- evel er ger dreklakaet (yezhoniezh : a lakaer da-heul un termen all / termen a reer gantañ evit dezverkañ furmoù displeget eus an araogenn a, pa vezont implijet da raganvioù gour renet--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 9 Mae 2007 da 08:18 (UTC)
Kaoz drek- aze uheloc'h a c'hallfe servijout dit evit da daolenn.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 9 Mae 2007 da 16:12 (UTC)
 
: A-du arall e alian ac'hanout start chom hep ober gant dre + verb. Klasket em eus e geriadur an Here. Ne gavan roud ebet eus un hevelep implij eus dre + verb er pennad "dre" daoust dezhe da vezañ skrivet "kemmadurioù dre c'hwezhañ" zo bet implijet "ent ofisiel" gant yezhadurioù zo a gav din. dre + verb a dalvez kentoc'h da zeskrivañ an doare ma reer un dra bennak, ket un disoc'h. Ur skouer hepken din da c'hoût ha gant ur verb all : dont dre laerezh (en cachette : trésor du breton parlé I/182)--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 9 Mae 2007 da 16:12 (UTC)
 
::n'on ket re a-du evit an displegadenn e-keñver nann implij ar stumm verb + dre. M'eo evit abegoù o tennañ da framm yezhadurel ar brezhoneg mat eo din ober gant "kensonenn darzh" evel-just. Evit a sell ouzh ar fonetik avat e vefe reishoc'h dres evit an abegoù bet roet ganit-da met en tu-gin evel-just, ober gant ar stumm "kensonenn dre darzhañ" peogwir e talvez an elfenn-se da deskrivañ ar mod pe an doare ma vez produet ([[:en:Manner of articulation|''manner of articulation'']]) kentoc'h evit an disoc'h, rak an disoc'h a denn d'ar son hag an deskrivadennoù teirelfennek (lec'h, mod hag an doare fonadur) a denn, justamant, d'an doare ma vez savet ar son... Kregiñ a rin da sevel ar pennadoù dindan ar stumm "dre + anv-verb" da c'hortoz hep sevel tamm adkas ebet evel-se e vo aesoc'h ur wezh achu eilpennañ an dibab mar bez ret ha sevel an adkasoù ret da heul, da lâret eo eo aesoc'h eilpennañ dibbaoù dre adenvel pennadoù evit eilpennañ adkasoù ha titloù pennadoù dre ma ranker diverkañ ouzhpenn adenvel.--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 18:07 (UTC)
 
== Request for bot status (Breton wiki) ==
 
As the newly appointed burocrat for the Breton-langauge Wikipedia you can apply directly to me when requsting bot status. Thank you. [[:br:Kaozeadenn Implijer:Neal|Neal]]
:
:Hi, I have made a request [[Wikipedia:Bot#Le_Pied-bot|here]] for my bot account [[User:Le Pied-bot]]. Cordialy, [[Implijer:Le Pied-bot|Le Pied-bot]] 17 Mae 2007 da 08:02 (UTC)
 
==Kensonennoù==
{{Graet}} Gant tout ar pennadoù a savez diwar kensonennoù, ne vije ket gwelloc'h sevel ur rummad "kensonennoù", hag a vije, da skouer, un is-rummad eus yezhoniezh? Ha tennañ ar meneg [[:Rummad:Yezhoniezh]] (ur supra-rummad) eus an holl pennadoù-se? Tu 'zo dit ober kement-se o lakaat ar [[:Rummad:kensonennoù]] war eeun er patrom; evel-se ne vo ket ezhomm e skrivañ bewech...A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Mae 2007 da 11:58 (UTC)
:ya, ma soñj e oa hen ober met ur wezh achuet an holl lec'hioù ha doareoù distagañ ganin. Ur mennozh mat eo enbarzhiañ ar rumamd er patrom, n'em bije ket sooñjet e se. Gwell d'am soñj o derc'hel er rummad uheloc'h "yezhoniezh" ivez evit aesaat ar c'hlask hant ar menger alfabetek evel ma c'hoarvezh gant ar yezhoù... ret e vo din ober ar memstra ivez gant ar vogalennoù evel-just. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 17 Mae 2007 da 12:20 (UTC)
::Met gwelloc'h eo d'ar mare-se krouiñ ur [[:rummad:meneger yezhoniezh]] ma fell dit (evel n'eus graet Fulub evit Henegipt), ha sklaeraat ar muiañ posubl ar rummad yezhoniezh dre is-rummadoù. Dre vras war wikipedia (en holl yezhoù) e vez kuzuilhet sklaer nompas lakaat ur pennad e barzh un us-rummad hag un is-rummad (sellet ar wikipedia e saosneg da skouer). Un us-rummad n'eus ket da gaout holl pennadoù e is-rummadoù...[[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Mae 2007 da 12:42 (UTC)
:::ya, goût mat a ran met evit a sell ouzh ar yezhoù eo talvoudus-tre gallout gwelet an holl yezhoù a-stroll a-benn implijout atav ar memes stumm hag evit diwall da sevel pennadoù doubl.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 17 Mae 2007 da 13:19 (UTC)
 
== vandalerezh ==
 
sell ouzh ar c'hemmoù diwezhañ --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 18 Mae 2007 da 17:53 (UTC)