Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Linenn 1:
{{Degemermat nevez}}
[[Implijer:Benoni|Benoni]] 6 C'hwe 2007 da 09:44 (UTC)
 
== A-du gant... ==
 
:Me ivez am boa meneget ar poent yezhadur-se da Venoni tost da vloaz zo bremañ, [http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Benoni/Diell_1#Kudenn_yezh amañ]. Droed 'peus da cheñch te da-unan ar boestoù. Emaon o paouez ober evit hini Breizh, dit d'ober ar re all ma fell dit.[[Implijer:Rognogno|Rognogno]] 12 C'hwe 2007 da 17:02 (UTC)
 
 
==A-du gant...==
{{Respontet}} [http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Benoni#A-du_gant... amañ], [[Implijer:Benoni|Benoni]] 12 C'hwe 2007 da 22:26 (UTC)
 
==Kendiviz reolata war ar rummadiñ==
Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret [[Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Rummado%C3%B9_el_liester|amañ]]. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC)
 
== anvioù divoutin gresianek: ledanaet ar prantad kaozeal ==
 
Digor e vano ar [[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1|gaozeadenn-mañ ]] diwar-benn ar c'hinnigoù resis ma vo savet ur vot diwar o fenn a-benn ar fin evit sevel ur politikerezh envel evit an anvioù henc'hresianek divoutin. Degemeret mat e vo da alioù evel-just. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali, seul bindivikoc'h e vo ar c'hinnig diwezhañ.
 
Mat e vefe dit marteze teurel ur sell war ar pajennoù-mañ da gentañ ivez:
 
* [[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern]]: un tamm kaozeadenn gent diwar-benn an hevelep kraf
* [[Treuzlizherennadur gresianek]]: talvezout a ra da diazez treuzlizherenniñ ar c'hinnig ma vo votet diwar e benn
 
A galon, ha degemer mat dit,
--[[Implijer:Merour (N)|<span style="color:green">Merour (Neal)</span>]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 17 C'hwe 2007 da 14:45 (UTC)
 
==[[Persefone]] ha [[Persephona]]==
Diwall, ur pennad [[Persefone]] 'zo dija! Koulz 'vo kendeuziñ an daou. Gant peseurt titl? se 'zo un afer all...[[Implijer:Rognogno|Rognogno]] 17 C'hwe 2007 da 17:20 (UTC)
 
Salud. Ma ne fell ket dit lakaat reuz, na koll amzer, sell er rummad Mojennoù Hellaz, ha Doueed Hellaz, Doueed Roma, a-raok krouiñ ur pennad: [[Persefone]], [[Demeter]], [[Kore]], [[Proserpina]] zo dija. Hag ur 150 all. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 17 C'hwe 2007 da 19:22 (UTC)
: Pezh am boa graet evit Hades. Aet on un tamm re vuan war-lerc'h avat.
 
 
::Graet mat ac'h eus - faziet un tammig nemetken, met n'eo ket strikt, dreist-holl pa vezer nevez-deuet. --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 18 C'hwe 2007 da 18:01 (UTC)
 
==Rodez/Rodos==
Salud dit ! War ma fajenn implijer em eus lennet kement-mañ ''"Salut. Savet az teus ur pennad "Rodez" evit enezenn Bro-C'hres. Kavout a ran avat Rodos e Levrioù istor Diwan 6ed ha Rodhos e levr Istor TES, p 59 ha passim. Ali on skrivañ Rodhos. Ha diaes e vefes lakaet ma kemman anv ar pennad?--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 17 C'hwe 2007 da 17:58 (UTC)"''.
N'eo ket ganin eo bet savet ar pennad-se met gant [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]]. Goulenn e soñj digantañ. Me ne'm eus hini ebet. A galon --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 18 C'hwe 2007 da 21:31 (UTC)
:Trugarez --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 19 C'hwe 2007 da 09:53 (UTC)
 
== Thétis ==
 
Salut Kadwalan, je suppose que c'est toi qui m'a posé une question sur Thétis sur fr: Le passage sur Zeus enchaîné vient de l'Iliade (I, 396-406), c'est le seul récit de l'événement ayant survécu. [[fr:utilisateur:Jastrow]] 20 C'hwe 2007 da 16:29 (UTC)
 
== αέ ==
 
Skrivet ac'h eus:
 
:Laouen e vefen o kaout skouerioù all eus anvioù tud gant αέ
 
Setu ur skouer:
 
Φαέθων
 
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 26 C'hwe 2007 da 06:13 (UTC)
 
== Kemenn votadeg ==
 
Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret [[Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1|amañ]].
 
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
 
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar [[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1|bajenn gaozeal]] stag ouzh pajenn ar vot.
 
Trugarez, --[[Implijer:Merour (N)|<span style="color:green">Merour (Neal)</span>]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 2 Meu 2007 da 16:08 (UTC)
 
Salud. din da c'houzout e teu [[Hellened]] eus ar roue [[Hellen]]. A galon. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Meu 2007 da 22:48 (UTC)
 
==Saozon==
Salud dit ! Pa'm boa savet ur pennad [[Saksoned]] e oan bet o'n em c'houlenn, evel-just, petra ober eus ar bobl-se. Dibabet em boa ober gant ''Saksoned'' evit ar re a oa war ''an douar-bras'' ha miret em boa ''Saozon'' evit ar re aet da Enez Vreizh ha deuet da vezañ ''Anglizien''. Da'm soñj eo re anavezet ar stêr ''Anglizien'' zo gant ar ger ''Saozon'' evit ober gant ar ger-se da envel ar bobl gozh. Gwir eo evel ma skrivez e kaver ar stumm ''Saozon'' a-gozh e brezhoneg, hag e reer anezho ''alouberien Enez Vreizh'' en testennoù. Met ar stumm ''Sakson'' a gaver e geriadur Roparz Hemon. Ar ger ''Saks'' a vo ezhomm anezhañ ivez. Hag e kembraeg e lakaer kemm etre ''Saeson'' ha ''Sacsoniaid''. Se a oa abegoù ma dibab. --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 4 Meu 2007 da 18:02 (UTC)
 
: N'emañ ket embannadur diwezhañ geriadur R. Hemon ganin hiziv. En hini kozh em eus kavet "Saks = Saxe" ha "Sakson m. -ed Saxon '''(de Saxe)'''. Skrivañ a ra ivez "Saoz a. anglais ; bègue ; S.M. -on Anglais". Da lâret eo '''Saozon eus Bro-Saoz a-vremañ'''. E geriadur an Here : Saoz Saozon g 1 Den eus Bro-Saoz. (...) 2. '''''Istor''''' Den eus ur boblad c'herman. ''Breizh-Veur aloubet gant ar Saozon''.
 
"Saozon" eta eo ar ger a vez implijet a-gozh er yezh pemdez hag er skridoù pa gomzer diouzh ar bobl c'hermanek en e bezh. Miret e vez "sakson" evit ar boblad a ra he annez e Bro-Saks istorel end-eeun.
Daoust ha ne gav ket dit e ve mat derc'hel da'n implij klasel eus ar gerioù-se er yezh (Sellet ouzh eil geriadur an Here, pennad Saozon)? Me ma-unan e kavfen diaes, evel az teus komprenet, ober gant ur ger a implijer en hor yezh gant ur ster all (Sakson) ha chom hep ober gant ar ger zo diazezet mat e impllij (Saozon) ... Ar santimant am eus e tegas mesk kentoc'h evit sklaerder. Abaoe Bede e raer "Saozon gozh" pe "Saozon eus an Douar bras" eus izili ar boblad c'hermanek zo chomet war an douar bras e yezhoù european zo. Un diskoulm e vefe evit lakaat kemm gant ar re-all.
 
E yezhoù bras all e reer gant ar memes ger evit envel an holl e giz e brezhoneg ha ne sav ket mesk, a-drugarez d'ar c'henarroud pe d'an anvioù-gwann a vez lakaet da-heul. E saozneg e reer Saxons eus an holl (memes annezidi Saks) ; e galleg e reer saxons eus an holl ivez, en alamaneg e reer Sachsen eus an holl (Der heutige Freistaat Sachsen (historisch auch Kursachsen bzw. Obersachsen) hat mit dem historischen Volk der Sachsen nur bedingt etwas gemein. Er trägt seinen Namen aufgrund historischer Namensverschiebungen) ; Los sajones a vez lâret eus an holl e spagnolek ; I sassoni en italianeg ha kement zo...
En holl yezhoù-se ouzhpenn ez a an anvioù-se da envel ar c'hermaned zo aet da chom da Roumania er Grennamzer ha n'o deus mann da wet, koulz hag ar Saksoned din-me, gant ar Saozon a orin.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 4 Meu 2007 da 18:59 (UTC)
 
== Dewi==
Trugarez evit an evezhiadenn diwar-benn [[Gouel Dewi]]. Cheñchet eo bet. --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 6 Meu 2007 da 06:42 (UTC)
 
== Vot digor war adenvel an ti-chopin ==
 
Ur vot a zo bet digoret [[Wikipedia:Adenvel an ti-chopin|amañ]] evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 29 Meu 2007 da 18:31 (UTC)
 
==Darius==
N'on ket sur eo ur soñj mat ober gant [[Darius Veur]]: ne gredan ket e vije graet ar c'hemmadur estreget war-lerc'h "lmnr", met marteze e fazian. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 05:53 (UTC)
: Lakaet on souezhet ganit. Da'm soñj e vefe mat dit adwelet da roll kemmadurioù.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 13:38 (UTC)
::Graet eo: adwelet eo. Charlez vras, Darius Veur. Ur goulenn ne oa ken. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 17:17 (UTC)
 
==Napoleon==
N'in ket da ober trouz evit disterachoù, met kemmadur '''d''' zo diret e-barzh '''deu''' ha '''dle''' hervez [[Lan Inizan]] ha [[Kervella]]. met ma fell dit ober anezho eo mat din. Ma fell dit e c'hallez klask e skridoù Neal: plijout a ra dezhañ chom hep ober ar c'hemmadur-se '''atav'''. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 13:03 (UTC)
: A-du ganit war ar c'hraf-se d'an nebeutañ met bravoc'h e kavan gant z. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
::Bravoc'h e kavan hep "z", evel gant Dom Lan.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
 
Evit '''Napoleon''' eo reizh skrivañ hep "é", pa'z eo brezhonekaet. Ha c'hoazh e c'hallfed arguzenniñ eo ret derc'hel d'an anv ofisiel gallek. Evit ar meksikan eo ret mirout "ó" e '''Napoleón''': un anv spagnolek eo. A galon.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 13:09 (UTC)
: Perak brezhonekaat unan ha pas egile? --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
::Hervez ma soñj-me n'eus ket da vrezhonekaat an anvioù tud. Nemedennoù: Napoleon just a-walc'h. Met goulenn o ali digant tud all. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
::Arabat tapout poan benn o soñjal re. Diezhomm eo an tired e brezhoneg--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 14:48 (UTC)
:::Ur soñj kaer da lavarout d'ar c'heriadurourien.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)
Goulakaet e oa ar ger "amañ". Ouzhpenn pa'z eo un tiret lakaet evit distagañ o Napoleon e yezh Francisco Zapatta e-giz ma reomp amañ (pe e korseg marteze?), ne welan ket re perak mirout anezhañ. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 4 Ebr 2007 da 18:25 (UTC)
:Abalamour d'an doujañs dleet d'an anvioù-tud. Evel ne vije ket dereat skrivañ Jorj Bouch.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 4 Ebr 2007 da 22:34 (UTC)
::Ne welan tiret ebet en anv-se.
:::Lak ma kerez.
::Skrivañ a rafen a-walc'h Jord Azen kentoc'h met ... a-du a-walc'h emaon evit a sell an anvioù tiegezh. Evit a sell an anvioù badez n'eo ket pec'hed o brezhonekaat da'm soñj.
:::N'eo ket pec'hed, met un afer a gustumañs eo.
::Koulskoude ne gomprenan ket mat. Abaoe ur sizhun e tifennez dres ar pezh emaout o paouez kondaoniñ a-us : kemm an anvioù tud.
:::Kemm pere?
::Gant displegadennoù e-giz ar pezh emaout o paouez skrivañ e vefe dleet-mat da Veksikiz, da skouer, skrivañ "Napoleone Buonaparte" pa n'eo ket un anv meksikan na gall. Perak e c'haller gallekaat anvioù badez zo ha n'haller ket o brezhonekaat?
:::Evit ar gallekaat, goulenn er wiki gallek. Evit anvioù spagnolek n'eo ket fall dibab ar wikioù gallek ha spagnolek: gant tiredoù
::N'out ket poellekoc'h da'm soñj pa skrivez "Evit '''Napoleon''' eo reizh skrivañ hep "é", pa'z eo brezhonekaet" ha goude-se "Hervez ma soñj-me n'eus ket da vrezhonekaat an anvioù tud." --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 4 Ebr 2007 da 23:50 (UTC)
:::Ne laran ket on poellek, n'ouzon ket bezañ atav. Ha n'on ket sur eo poellekoc'h ar re all pa sellan mat. Tud zo a zo stag ouzh ur seurt hengoun skritur: diwezhañ, Roazhon, Napoleon, Pariz... mont a ran da-heul, evel un toullad tud all, hep terriñ ma fenn. Arabat brezhonekaat pep tra (meur a yezh zo er bed), arabat divrezhonekaat ivez. Evel ma lavar Bayrou, er c'hreiz emañ ar muzul mat. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 5 Ebr 2007 da 00:38 (UTC)
::Setu aze ur respont. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 5 Ebr 2007 da 00:48 (UTC)
 
==Talvout==
Kavout a ra din eo peurheñvel ster '''talvout''' ha '''talvezout''', ha ken reizh an eil evel egile. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 13:24 (UTC)
: A-du ganit war ar c'hraf-se ivez --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
::Ha bravoc'h e kavan-me talv. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
::: Logod d'ar c'hazh hag eskern d'ar chas, pep hini e vlaz. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 14:48 (UTC)
 
==Añforennoù==
Perak e plij dit muioc'h evañ gant amforennoù kentoc'h evit gant añforennoù, daoust d'ar stumm diwezhañ-se da vezañ an hini reizh?--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 3 Ebr 2007 da 14:48 (UTC)
:Ma'z eus ur stumm reizh eo an hini orin, er yezh orin. An holl re all, gallek pe saoznek pe vrezhonek, zo distresadurioù. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 3 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)
Cheñch a ran ma goulenn : perak e plij dit gwelloc'h DA zistresadur evit unan degemeret en holl c'heriadurioù war-bouez hini Tata Vallée?--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 4 Ebr 2007 da 18:25 (UTC)
 
Seul dostoc'h d'ar ger orin, seul zisteroc'h an distresadur.
N'eo ket ma distresadur-ME.
Ne garfen ket skrivañ na dañt, na gañti, na koñtell, nag olifañt, ... nag añforenn.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 4 Ebr 2007 da 22:34 (UTC)
: Piv a ra gant hemañ mod all salokras ? Daveoù a-walc'h am eus roet ... (Implijet e vez añforenn gant Geriadur R. Hemon, ar Geriadur istorel, hini Favereau, hini R. ar Porzh, Geriadur an Here. Menegomp ouzhpenn c’hoazh an ''Notennoù diwar benn ar Gelted kozh'' (p.41 ha kement zo), levr istor 6vet klas an embannadurioù TES (p. 80) ha barzhonegoù Anjela Duval ("Kanenn-bobl a Vro-Gambodj").
 
Met lezomp se a-gostez. Ne gaozeomp ket eus distagadur al lizherenn n din da c'hoût? Keñveriomp traoù a c'hall bezañ keñveriet, neketa? Klask gerioù brezhonek gant ar strollad -AMF- ha lavar din pet az teus kavet. ----[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 4 Ebr 2007 da 23:54 (UTC)
 
:Kerzh d'ober da ginnigoù, pe enepkinnigoù, d'an holl en Davarn. Me ne zivizan tra: ober a ran hervez ma dibaboù, gant ma dislavaroù. Eno emañ al lec'h da abegiñ. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 5 Ebr 2007 da 00:21 (UTC)
:: Hag e rin--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 5 Ebr 2007 da 00:45 (UTC)
 
== Dedenn ==
 
Hallo :-) (DEMAT)
 
Je ne parle pas le breton...parce que Ober a ran kalz fazioù
But I logged me in, because I'm very interested in the language and culture of the Breizh...
If you have some information for me please tell me [[:de:Benutzer:Berlinersorbenbayer]] or in my breton sight. I search infromation breton schools and kindergartens, because I want to write an article in the german wikipedia about breton kindergartens.
*'''trugarez''' pour des informations... if i have some questions, I would like to ask you okay? ''Kenavo''
 
== [[Kurów]] ==
 
Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w ? Only 3-5 sentences enough. Please.
 
PS. Article about Kurów is already on 162 languages. If you do that, please put interwiki link into English version. If your village/town/city hasn't on PL wiki, I can do article about it. (I'm first author of requests) [[:wikt:pl:User:Pietras1988|<font color=#FF8C20>'''Pietras1988'''</font>]] [[:wikt:pl:Dyskusja użytkownika:Pietras1988|<sup><b><font color=#7ff000>'''TALK'''</font></b></sup>]] 7 Ebr 2007 da 14:43 (UTC)
 
 
==Rummadiñ==
Demat. Un ali pouezus: arabat disoñjal rummadiñ pa savez ur pennad. Gw. da skouer : [[Anvadur an asteroidennoù]], [[Darius Veur]], [[Rann-arme Karlez-Veur]]. Gw. : [http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/An_ti-chopin/sizhunvezh_14_bloaz_2007#Pajenno.C3.B9_dirummad amañ]. Trugarez, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 9 Ebr 2007 da 11:37 (UTC)
 
==Enteuziñ div bajenn==
Pa vez enteuzet div bajenn ne vez kollet titour ebet ma vez treuzfurmet ur bajenn e adkas davet egile. 'T eus nemet klask e istor ar pajennoù ar pezh a zo bet diverket.[[Implijer:Benoni|Benoni]] 11 Ebr 2007 da 14:18 (UTC)
trugarez
 
== Evit ur bureviad ==
 
Ur vot a zo bet digoret [[Wikipedia:Burevidi/Neal|amañ]] evit kaout ur [[Wikipedia:Burevidi|bureviad]] war ar wikipedia brezhoneg. [[Implijer:Neal|Neal]] en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da [[Implijer:Nono le petit robot|Nono le petit robot]] a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da [[Wikipedia:Burevidi/Neal|votiñ]]. A galon, [[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
 
 
==Tiernelezh hag et==
Gw. amañ: [http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn#Tiernelezh.2Ftierniezh], [[Implijer:Benoni|Benoni]] 18 Ebr 2007 da 12:03 (UTC)
 
==[[XXIVre tiernezh Henegipt]]==
Salud dit ! Da'm soñj ez eus traoù direizh en titl-se : ''e'' eo berradur ''pevare'' ha n'eo ket ''re'' (hervez yezhadurioù F. Kervella ha R. Hemon diantav) hag un ''i'' a vank moarvat er ger ''tiernezh''. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 18 Ebr 2007 da 17:54 (UTC)
: Emañ ar wirionez ganit : lonket an I ganin. Trugarez evit da evezhiadenn. Reizhet e vo gant ar chon. Ne welan seurt e yezhadurioù Roro nag e hini Fañchou a-zivout pevare. Marteze e c'hallfes lâret din e pe lec'h az teus gwelet an dra-se. Ken buan all e c'hallfed skrivañ "XXIV{{vet}} tierniezh (pedervet tierniezh) hervez Yezhadur berr ar brezhoneg diantav (p. 88). A-galon--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 18 Ebr 2007 da 18:08 (UTC)
Respont : E Yezhadur bras ar brezhoneg, F. Kervella, p. 266, e taolenn an niveroù, e lennan : ''4e pevare''. Hag heñvel, pa soñjan, gant ''3e trede'', kammskrivet ''3de'' meur a wech en anvioù tierniezhioù. A galon --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 19 Ebr 2007 da 20:41 (UTC)
 
: Da gentañ trugarez evit da ditouroù. Goude bezañ klasket un tamm setu a gavan : war goloioù holl levrioù Diwan ar pevare klas e lennañ "4re klas". Da'm soñj n'eo ket gwall dra skrivañ 4e pe 4re. Ali e vefen koulskoude da vont da-heul boazioù Diwan dre ma vez kelennet ar pep brasañ eus ar vrezhonegerien da zont gante. A galon--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 1 Mae 2007 da 11:44 (UTC)
 
== [[Beniamino Vergani]] ==
Demat. Trugarez. A galon. Klaod. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] 23 Ebr 2007 da 16:35 (UTC)
:: N'eo ket al labour a vanko deomp! Klaod. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] 23 Ebr 2007 da 16:47 (UTC)
== [[loeiz XIV]] ==
Ma ali: bof... (pe "bav", kentoc'h). A galon. Klaod. [[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] 24 Ebr 2007 da 06:36 (UTC)
 
==Sellout a-wechoù==
*[[Roll an unpennoù gall]]
A-raok krouién pajennoù nevez ha ne vezont ket nevez atav, mat e vije sellout. kEMENN a ran dit betegouzout e rafes evel kustum e vo boulc'het ur rummad: rouaneze gall a c'halli sellout ennañ a-raok , [[Medici]] hag all. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 30 Ebr 2007 da 14:01 (UTC)
 
==Fulup==
Salud dit! Krouet 'peus pennadoù diwar-benn meur a roue gall anvet ganit ''Fulub''. Peurvuiañ e skriver ''Fulup'' e peurunvan. Ur pennad [[Fulup]] zo, abaoe pell, hag ur pennad [[Fulup VI a Vro-C'hall]] zo ivez. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 30 Ebr 2007 da 20:02 (UTC)
: Er geriadurioù e brezhoneg peurunvan e kaver Fulub, skrivet gant ur '''B'''. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 1 Mae 2007 da 12:01 (UTC)
 
== Goulenn termenadurezh: lec'h distagañ ==
 
a-raok stagañ gant un toullad pennadoù diwar-benn ar c'hensonennoù hag rankout kemmañ pep tra da c'houde em bije c'hoaznt kaout da ali ur wezh all war tachenn an dermenadurezh fonetikel. N'ouzon ket re penaos ober pa enver ur gensonenn evit ar perzh a denn d'al lec'h distagañ, da skouer: "gensonenn diweuz" (hep kemmadur), "kensonenn ziweuz" (gant kemmadur), "kensonenn ziweuzek" (gant anv-gwan), "kensonenn a-ziweuz", kinnigoù all... Evit an doare distaga´ñ eo aesoc'h ha sklaeroc'h: ober a rin gant "dre +verb" evel ma reer evit envel ar c'hemmadurioù, da skouer "dre serriñ" (occlusive), "dre darzhañ" (plosive)... diwar skouer "kemmadur dre vlotaat" h.a. Trugarez. --[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 07:38 (UTC)
 
===Goulenn all c'hoazh===
Penaos lakaat an diforc'h etre "palate" (=hard palate / palais) ha "velum" (=soft palate)? laket int bet da heñvelsterioù hervez favereau troet o-daou gant "staon". Ober gant "toenn ar genoù" (diresis a-walc'h) evit "velum"? A-hendall: "hogedenn" evit "uvular" ha "gourlañchenn" / "farinks" (?!) evit pharynx?. Trugarez.[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:30 (UTC)
 
: tap ha trill? great am boa gant "dre fraoñval" met bez' ez eus ivez "buzzed consonants"... alioù?[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 9 Mae 2007 da 15:37 (UTC)
 
Graet em eus war-dro adenvel un nebeud pennadoù, ober ri ar re all? [[Implijer:Kergidu|Kergidu]] 14 Mae 2007 da 09:19 (UTC)
 
==Mikene==
 
Feiz, "ai" a lennan gant ma lunedoù en anv gregach. Ma n'eo ket mat "ai" aze n'eo ket mat e lec'h all ivez: [[Moira]]i, [[Tebai]], [[Megaira]], (nag "ei" e [[Deianeira]] ha [[Rio de Janeiro]]), [[Uruguay]], urupailh... [[Implijer:Kergidu|Kergidu]] 15 Mae 2007 da 12:02 (UTC)