Diforc'hioù etre adstummoù "Jón Arason"

62 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Pajenn krouet gant : "thumb|Jón Arason, skeudenn en iliz-veur Hólar '''Jón Arason''' (1484 – 7 a viz Du 1550) a oa un eskob katoligiezh|katol...")
 
[[Restr:Jón Arason - gröf.jpg|thumb|Jón Arason, skeudenn en iliz-veur Hólar]]
'''Jón Arason''' ([[1484]] – [[7 a viz Du]] [[1550]]) a oa un [[eskob]] [[katoligiezh|katolik]] hag ur barzh eus [[Island]]. Lazhet e voe peogwir e klaskas enebiñ ouzh ar [[Disivoud protestant]] en e vro.
 
Dont a reas da vezañ beleg e [[1504}} hag eskob [[Hólar]] (unan eus eskoptioù Island) e [[1522]]. Ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn e vuhez diagent, mamet gouzout a reer e voe kaset da [[Norvegia]] evel [[misioner]].
 
Ouzhpenn bezañ [[beleg]] e oa ur [[barzhonieh|barzh]], ha gantañ e voe degaset ar [[moullañ]] da Island ha savet an ti-moullañ kentañ e Hólar.
 
E [[1537]] e voe lakaet al [[luteregezh]] (kelennadurezh [[Martin Luther]]) da vezañ [[relijion]] ofisiel [[rouantelezh]] [[Danmark]], gant ar roue [[Christian III Danmark|Christian III]]. Stag e oa Island ouzh Danmark en amzer-hont ha klasket e voe lakaat kemend-all da c'hoarvezout eno ivez. Jón ne lakaas ket ar gelennadurezh nevez da dalvezout en e eskopti ha sevel a reas e vouezh a-enep. En eskopti all Island, eskopti [[Skálholt]], e voe lakaet al luteregezh da dalvezout dre nerzh, e [[1541]], gant un [[lu|arme]] deuet eus Island. Ur gwir vrezel a renas eskob Hólar e-pad meur a vloaz, ha katolik e chomas e eskopti betek [[1550]]. E diskar-amzer ar bloavezh-se e voe prizoniet Jón Arason gant soudarded ar roue ha dibennet e voe ganto.
 
EskopEskob katolik diwezhañ Island e voe, betek savidigezh eskopti katolik [[Reykjavík]], e 1923.
 
{{DEFAULTSORT:Jon Arason}}
Implijer dizanv