Jón Arason : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liammoù diabarzh
Linenn 6:
Ouzhpenn bezañ [[beleg]] e oa ur [[barzhonieh|barzh]], ha gantañ e voe degaset ar [[moullañ]] da Island ha savet an ti-moullañ kentañ e Hólar.
 
E [[1537]] e voe lakaet al [[luteriegezh|luteregezh]] (kelennadurezh [[Martin Luther]]) da vezañ [[relijion]] ofisiel [[rouantelezh]] [[Danmark]], gant ar roue [[Christian III (Danmark)|Christian III]]. Stag e oa Island ouzh Danmark en amzer-hont ha klasket e voe lakaat kemend-all da c'hoarvezout eno ivez. Jón ne lakaas ket ar gelennadurezh nevez da dalvezout en e eskopti ha sevel a reas e vouezh a-enep. En eskopti all Island, eskopti [[Skálholt]], e voe lakaet al luteregezh da dalvezout dre nerzh, e [[1541]], gant un [[lu|arme]] deuet eus Island. Ur gwir vrezel a renas eskob Hólar e-pad meur a vloaz, ha katolik e chomas e eskopti betek [[1550]]. E diskar-amzer ar bloavezh-se e voe prizoniet Jón Arason gant soudarded ar roue ha dibennet e voe ganto.
 
Eskob katolik diwezhañ Island e voe, betek savidigezh eskopti katolik [[Reykjavík]], e 1923.