Emgann Las Navas de Tolosa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Emgann Las Navas de Tolosa''', pe «emgann Al-Uqab» pe «Al-'Iqāb» 'ar roz' (معركة العقاب) pe «emgann Úbeda», zo un emgann e Spagn d'ar [[16 a viz Gouhere]] [[1212]], etre kristenien ha [[Maoured]], en dro-mañ an [[Almohaded]]. Perzh a gemeras eno rouaned Kastilha, Navarra hag Aragon, [[Alfonso VIII Kastilha]] (1155-1214), [[Pedro II Aragon]] ''el Católico'', [[Sancho VII]] ''el Fuerte''. Ne vanke nemet [[Alfonso IX León]]. Enep dezho e oa un arme niverusoc'h, hini ar c'halif almohad [[Muhammad an-Nasir]].
 
Goude faezhadenn Alarcos en 1195 en devoa Alfonso VIII c'hoant da ober un emgann bras enep an almohaded. Goulenn a reas digant ar pab [[Inosant III]] e skoazellañ da gaout harp rouaned kristen all ledenez Iberia, o prezeg ur groazadeg evit ar gristeniezh, o prometiñ pardon ar pec'hedoù d'ar re a deufe d'an emgann, ha kement-se dre hanterouriezh arc'heskob Toledo, Rodrigo Jiménez de Rada.
 
Goude trec'h an armeoù kristen e voe diskleriet an emgann-mañ da vezañ barr ar [[Reconquista]] ha deroù kiladenn ar Vuzulmaned. Daoust da se ne voe bras an heuliadoù, ha ne grogas aloubadeg saonenn ar [[Guadalquivir]] nemet tregont vloaz goude .
 
[[Rummad:Istor Spagn]]