Anna Aostria (1549-1580) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎He buhez: liammoù mat
Linenn 8:
Merc'h kentañ [[Masimilian II an Impalaeriezh Santel]], ha [[Mari Spagn]] e oa.
E Spagn e oa ganet Anna, met da [[Vienna]] ez eas da chom gant he zud adalek he 4 bloaz. Ur ribitailh breudeur ha c'hoarezed he devoa.<br />
Daou anezho, [[Rudolf II an Impalaeriezh Santel]] ha [[Mazheas]], a zeuas da vout Impalaerien Santel, hag he c'hoar [[Elesbed Aostria (1554-1592)| Elesbed]], a oa pried d'ar roue [[Bro-C'hall|gall]] [[Charlez IX (Bro-C'hall)| Charlez IX ]]. He zud kozh a-berzh mamm e oa [[Karl V, impalaer santel |Karl V]], hag [[Izabel Portugal (rouanez hag impalaerez)|Izabel Portugal]], tad ha mamm he gwaz ; he zud-kozh a-berzh tad e oa [[Ferdinand Iañ an Impalaeriezh santelSantel]], hag [[Anna Bohemia ha Hungaria]]. Mamm Karl V ha Ferdinand, he zadoù-kozh, e oa [[Juana de Castilla]], lesanvet ''Juana la Loca'' ("Juana ar Follez"), hag a oa merc'h da [[Ferdinant II Aragon]] ha da [[Izabel ar Gatolikez]].
 
Anna e oa ar bugel muiañ karet gant he zad, a blije dezhañ c'hoari ganti. Un deskadurezh [[Katoligiezh|katolik]] he doe, goude ma oa troet he zad gant mennozhioù [[Luther]].