Anna Aostria (1549-1580) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
===He bugaleaj===
[[File:Giuseppe Arcimboldi 003.jpg|thumb|An impalaerien [[Masimilian II]] hag e bried [[Maria Spagn]] gant o bugale: Anna, e-kreiz en traoñ, he daou vreur [[Rodolf II|Rodolf]] hag [[Ernest Aostria|Ernest]].Poltred gant [[Giuseppe Arcimboldo]] (c.[[1563]]).|left]]
Ganet e oa e [[Cigales]], e Kastilha, tostik da gêr [[Valladolid]]. Merc'h kentañ [[Masimilian II an Impalaeriezh Santel]] (1527–1576), ha [[Mari Spagn]] (1528–1603) e oa. He zad a oa kenderv da [[Felipe II]], [[roue Spagn]], hag a oa breur d'he mamm. Perak e oa ganet e Spagn? Peogwir e oa chomet he zud eno evel rejanted tra ma oa ar roue, hag impalaer, [[Carlos Iañ Spagn]], o veajiñ gant e vab [[Felipe II|Felipe]], [[priñs Asturiez]], en e zouaroù en hanternoz Europa, italiaItalia, Alamagn, Flandrez.
 
E Spagn e oa ganet Anna eta, met da [[Vienna]] ez eas da chom gant he zud adalek he 4 bloaz. Ur ribitailh breudeur ha c'hoarezed he devoa.<br />
Daou anezho, [[Rudolf II an Impalaeriezh Santel|Rudolf]] ha [[Mazheas Iañ an Impalaeriezh Santel|Mazheas]], a zeuas da vout Impalaerien Santel, hag he c'hoar [[Elesbed Aostria (1554-1592)| Elesbed]], a zimezas d'ar [[roue gall]] [[Charlez IX (Bro-C'hall)| Charlez IX ]]. He zud-kozh a-berzh mamm e oa [[Karl V, impalaer santel |Karl V]], hag [[Izabel Portugal (rouanez hag impalaerez)|Izabel Portugal]], tad ha mamm he gwaz ; he zud-kozh a-berzh tad e oa [[Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel]], hag [[Anna Bohemia ha Hungaria]]. Mamm Karl V ha Ferdinand, he zadoù-kozh, e oa [[Juana de Castilla]], lesanvet ''Juana la Loca'' ("Juana ar Follez"), ha honnezh all a oa merc'h da [[Ferdinant II Aragon]] ha da [[Izabel ar Gatolikez]].
 
Anna e oa bugel muiañ-karet he zad, a blije dezhañ c'hoari ganti. Un deskadurezh [[katolik]] he doe, goude ma oa troet he zad gant mennozhioù [[Luther]].