Armañs ar C'halvez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Armañs ar C'halvez.jpg|400px200px|thumbnail|kleiz|Armañ ar C'halvez, rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.]]
'''Armañs ar C'halvez''' (''Armand Le Calvez'' hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e [[Kemper-Gwezhenneg]] d'an [[29 a viz Eost]] [[1921]] ha marvet e [[Lannuon]] d'ar [[4 a viz C'hwevrer]] [[1972]]) (''Armand Le Calvez'' hervez marilhoù an ti-kêr), a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.
 
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].
[[Restr:Armañs ar C'halvez.jpg|400px|thumbnail|kleiz|Armañ ar C'halvez, rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.]]
 
Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel [[Kembre]], ar [[Friz]] pe ar [[Schleswig-Holstein]]. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor (gwelout "un cas de bilinguisme").
Linenn 8:
Krouiñ a reas [[Wanig ha Wenig]], ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel [[Skol (kelaouenn)|Skol]], ar gevredigezh [[Breuriezh Sant Erwan]] hag an hentenn-deskiñ [[Herve ha Nora]].
 
Kamarad e oa da [[Marsel Klerg|Glerg]], hag eveltañ en devoa desket [[kembraeg]]. Anvet e oa bet da aluzener e [[skolaj Bossuet]] e Lannuon.
Anvet e oa bet da aluzener e [[skolaj Bossuet]] e Lannuon.
 
Beziet eo e [[Kemper-Gwezhenneg]] e-lec'h ma oa bet ganet ha bet [[kure]].
 
==Oberennoù==
* ''Un cas de bilinguisme: [[Le Pays de Galles]]. Histoire, littérature, enseignement''., [[Lannion]] [[1970]].
*[[Herve ha Nora]], hentenn da zeskiñ brezhoneg. [[Skol]], ([[1982]]). 4 levrig
*''[[Skol (kelaouenn)|Skol]]'', kelaouenn krouet gantañ.
*''[[Gwir Vretoned]]'', un teskad kanaouennoù.