Armañs ar C'halvez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].
 
Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel [[Kembre]], ar [[Friz]] pe ar [[Schleswig-Holstein]]. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor. Embannet eo bet e dezenn e stumm ul levr galleg, gant e di-emban, Skol, e 1970, hag anvet e oa (gwelout "unUn cas de bilinguisme: Le Pays de Galles").
 
Krouiñ a reas [[Wanig ha Wenig]], ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel [[Skol (kelaouenn)|Skol]], ar gevredigezh [[Breuriezh Sant Erwan]] hag an hentenn-deskiñ [[Herve ha Nora]].