Alkibiades : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Alkibiades''' (e [[henc’hresianeg]]: Ἀλκιβιάδης ''Alkibiádēs''), mab Kleinias, eus [[demos]] Skambonidai en [[Aten]], zo bet ur politikour Atenat, ur prezegennour hag ur [[jeneral]] (war-dro [[-450|450 kent J.-K.]]–[[-404|404 kent J.-K.]]). An ezel brudet diwezhañ zo anezhañ e tiegezh brientinien e vamm, an [[Alcmaeonidae]]. Kemer ar reas ur perzh a-bouez en eil hanterenn [[Brezel ar Peloponnesos]] evel kuzulier strategek, penn arme, ha politikour.
 
E-kerzh [[Brezel ar Peloponnesos]], Alkibiades a chañchas tu meur a wezh. En [[Aten]], e deroù ar bloavezhioù 410 kent J.-K., e oa a-du gant ur politikerezh estren taer, hag e oa unan eus ar re a oa lakaet e penn [[Ergerzhadeg Sikilia]], met tec’hout a reas da [[istor Sparta|Sparta]] goude bezañ tamallet da vezañ graet traoù disakr gant e enebourien. E [[Sparta]], e voe kuzulier strategel. Kinnig pe evezhiañ a reas un nebeud ergerzhadennoù brezel a-enep Aten. E Sparta ivez, koulskoude, Alkibiades a c’hounezas enebourien c’halloudus ha ret e voe dezhañ tec’hout d’an [[Impalaeriezh persatpers]]. Eno ivez e kuzulias ar [[satrap]] [[Tisafernes]] betek ma oa galvet en-dro en [[Aten]] a-drugarez d’e gevredidi politikel. Dont a reas neuze da vezañ strategour en Aten e-pad un nebeud bloavezhioù, met dont a reas e enebourien a-benn da gas anezhañ en harlu un eil gwezh en diwezh.
 
[[Ergerzhadeg Sikilia]] a oa bet savet war intrudu Alkibiades, ha lod eus an istorourien a vremañ o deus lavaret he dije graet berzh ma vije bet renet gant Alkibiades ha neket gant [[Nikias]], marteze<ref >A. Vlachos, ''Thucydides' Bias'', 59 &c.</ref>. Pa oa e Sparta en doe Alkibiades ur roll a-bouez e kolloù Aten. Kemeridigezh [[Decelea]] hag emsavadeg meur a geoded sujet da Aten a c’hoarvezas da-heul e alioù pe gant e skoazell. Ur wezh distroet d'e geoded c'henidik, avat, en doe ur roll a-bouez en un heuliad trec’hoù eus Aten a lakaas [[Sparta]] da c’houlenn ar peoc’h digant e enebourez. Ren a rae ar brezel en un doare fin. Gounit a reas keodedoù alies dre [[trubardiezh|drubardiezh]] pe oc’h atropañ kentoc’h evit da-heul sezizoù<ref>P.B. Kern, ''Ancient Siege Warfare'', 151.</ref>. Donezonoù Alkibiades war dachenn ar brezel hag ar politikerezh a voe talvoudus alies d’an neb a servije, met e bleg da ober enebourien c’halloudus a viras outañ a chom re bell er memes lec’h ; hag, e diwezh ar brezel en doa atizet, e deroù ar bloavezhioù 410, e oa tremenet mare e levezon bolitikel.