Diforc'hioù etre adstummoù "'s-Hertogenbosch"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Migrating 54 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2766547)
 
[[Skeudenn:Vestingmuur.jpg|thumb|260px|right|Moger gozh kêr]]
Dont a ra anv ofisiel ar gêr diwar "''des hertogen bosch''" ("koad an dug"). Familh [[Herri IIañ Brabant|Herri IIañ]], Dug [[Brabant]], he doa douaroù bras e-kichen, en Orthen, abaoe meur a gantved. Sevel a reas ur gêr nevez war tevennoù dindan wez e-kreiz geunioù. Reiñ a reas dezhi an titl a geoded er bloavezh [[1185]], gant gwirioù d'ober kenwerzh, evit gwareziñ e interestoù lakaet en arvar gant [[Gelderland]] ha [[Holland]]. Mogerioù-difenn a voe savet tro-dro dezhi evit he gwareziñ diouzh an argadennoù. E 1203 e voe distrujet gant nerzhioù Gelderland ha Holland unanet, met adsavet e voe goude. War-dro 1475 e voe savet ur voger ledanoc'h da wareziñ ur gêr a oa deuet da vezañ brasoc'h. Hiziv e weler c'hoazh aspadennoù eus ar mogerioù kozh-se.
 
Ur gêr binvidik e oa betek [[1520]], hag an eil kêr vrasañ en Izelvroioù war-lerc'h [[Utrecht]]. Eno e voe ganet ul livour brudet, Hieronymus van Aken, anavezet dindan an anv [[Hieronymus Bosch]] (1450–1516).
Implijer dizanv