Darius Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ganet eo bet Darius war-dro [[-550]]. Mab e oa da [[Histaspes]], ha mab-bihan da [[Arsames]]. En e enskrivadur, e [[Behistoun]], e lavar Darius e tiskenn war-eeun diouzh [[Akemenes]]. Koulskoude ez eo gwirheñvel n'en deus ket roet ar skourr-se a roueed en e raok.
 
Graet e oa "douger kargas" [[Kirus II]] ha "douger goaf" [[Kambise II]] e-pad aloubadenn Bro-Egipt. Dimeziñ a reas da unan eus merc'hed [[Gobrias]] hag ea roas tri bugel dezhañ, en o zouez : [[Artobarzanes]] ar breur henañ, hag [[Ariabignes]].
 
== Darius a gemer ar galloud ==
 
[[Restr:Darius-Vase.jpg|thumb|left|Darius war ul lestr gresian eus an Henamzer]]
Aet e oa droug er vrientinien abalamour da ren [[Bardia]] kement ha ken bihan ma tivizas ar jeneral Otanes diskar anezhañ un nebeud mizioù hepken goude e gurunidigezh e 522 kent J.-K.. Bodañ a reas pemp irienner all, en o zouez Gobrias a c'houlennas skoazell digant e vreur-kaer Darius.
 
Hervez [[Herodotos]] e vije bet aozet an taol -Stad gant ur strolladigbagadig iriennerien a vije en em silet er palez evit muntrañ Bardia en e wele. En enskrivadur Behistoun avat e tisklêr Darius e oa "penn un armead [[Persed]] ha [[Meded]]". Kement-se a laka da soñjal e vije bet diskaret galloud Bardia goude emgannoù gant arme an emsavidi.
 
[[Restr:Achaemenid Empire.jpg|thumb|right|300px|[[impalariezh akemenidat]] e barr he ment]]
Skrivañ a ra [[Herodotos]] (III, 80-83) e vije bet breud evit gouzout peseurt renad kaout ur wezh erru e penn an impalaeriezh : an [[isonomiezh]], an [[oligarkiezh]] pe ar [[monarkiezh|vonarkiezh]] hag e oa a-du Darius gant an hini diwezhañ. Hañval eo avat ez eo kentoc'h mennozhioù pe breudoù a oa gant ar C'hresianed d'ar mare-se diwar-benn ar gwellañ renad da choaz. Hervez Herodotos (III, 86-87), ur wezh choazet ar vonarkiezh hag evel ma ne oa hêr eeun ebet en em vodas an iriennerien da vintin hag e tivizjont e vefe roue an hini kentañ a c'hwirinje e varc'h da vare ar sav-heol. Paotr-kezeg Darius en dije lakaet e varc'h da glevet c'hwezh ur gazeg, ar pezh a lakas anezhañ da c'hwirinat. Da grediñ zo kentoc'h e oa Darius a oa lec'hiet ar gwellañ evit dont da vezañ roue, ur wezh en em dennet Otanes diouzh ar gevezerezh. A-hervez e vije bet goulennet outañ adsevel ar vonarkiezh persat gant [[Kambises]].
 
Hervez ar c'hiz e timeze ar rouanez nevez gant gwragez o diagentad. Eureudiñ a reas Darius gant div verc'h Kirus II : Atosa, intañvez Kambises II ha Bardia, Artistone, unan eus merc'hed-bihan Parmis, ha Faidime, intañvez Bardia ha merc'h Otanes. Diwezhatoc'h e eureudas Fratagoune, merc'h e vreur Artanes.