Laser (bag) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Infobox bag-dre-lien
[[Skeudenn:Laser skaf.jpg|right|350px|thumb|]]
| anv = Laser
| skeudenn = Laser skaf.jpg
| diskeriadur = redadeg Laser
| fardaj = cat-boat
| savour = Bruce Kirby
| penn-kentañ = [[1970]]
| hirder = 4,23 m
| ledander = 1,42 m
| kalañdour =
| diblasadur = 59 kg
| gorread goueliadur = 7,06 m² (standard), 5,7 m² (radial), 4,7 m² (4.7)
| bourzhiad(où) = 1
}}
 
Al Laser a zo un [[driver]] poblek kenañ. Sturiet e vez gant un den hepken. Treset eo bet gant Bruce Kirby o lakaat ar pouez war ar blaended hag an dreistded.
 
Emañ e-touez ar bagoù skignet ar muiañ er bed, 180 000 bag o vezañ bet savet a-raok 2006. Graet en deus berzh abalamour d'e eeunded, de solutded hag dre ma'z eo bet kemeret gant kenstriverien ar redadegoù a blije dezho e ''unsavidigezhundoareegezh'' : an holl vagoù a zo heñvel-rik, hag implij a ra ar genstriverien ar memes kouc'h ha pezhioù gwern pourvezet gant an hevelep saver, un nebeut kemmoù displeget splann er jaoj a zo tu da gaout.
 
 
[[Image:Laser dinghy.svg|right|200px|thumb|Ul ''Laser Standard'' gwelet a-gostez]]
==Istor==
Kroget eo gant ur bellgomzadenn etre daou Ganadian, Ian Bruce, ijinelour ha redadeger, ha Bruce Kirby, redadeger, kazetenner evit kelaouennoù diwar-benn ar bageal ha saver bagoù. C'hoant en devoa Ian Bruce gwelet ma vefe posubl sevel un driver, aes da dreuzkas war doenn un oto, evit e integriñ d'un heuliad produoù kampiñ a oa eñ o sevel. Ijin a reas neuze Bruce Kirby ar vag-mañ ne voe ket produet. Dec'hel a reas ar planioù betek 1970 pa reas brud ar gelaouenn ''One Design and Offshore Yatchman'' evit ar redadeg anvet ''America's teacup''evit bagoù o c'houst dindan 1000$. Goude un nebeut cheñchamantoù gouel ez eas ar maout aes gant bag Kirby en e c'hlas.
 
Ar rakskouerenn a voe anvet ''Weekender'' (bag an dibenn sizhun); war al lien e oa tu lenn TGIF evit '''T'''hanks '''G'''od '''I'''t's '''F'''riday. Adanvet e voe diwezhatoc'h ''Laser'' ha diskouezet ez ofisiel e diskouezadeg bagoù [[New York]] e [[1971]]. E [[1996]] e teuas al Laser da vezañ ur c'hlas Olimpek evit ar baotred, ar bloavezh-se e voe savet un heulienn ispisial a vagoù evit lidañ an dilennadenn. E [[2008]] e vezo ur skouerenn eus al Laser gant ul lienn vihanoc'h, al Laser Radial, ur c'hlas Olimpek evit ar merc'hed.
 
Ar c'hentañ kampionad ar bed a voe graet e [[1974]] e [[Bermud]]. Ar redadegerien a zeujont eus 24 bro disheñvel, ha gounezet e voe gant Peter Commette eus ar Stadoù Unanet. Ar c'hampion brasañ e Laser a zo Robert Scheidt (lesanvet El demolidor) eu s Brazil; gounezet en deus eizh gwech kampionad ar bed, div vedalenn aour hag unan arc'hant d'ar c'hoarioù Olimpek.
 
 
==Lec'hiennoù diwar-benn al Laser==
Linenn 11 ⟶ 35:
* [http://www.swiss-laser.org Aozadur Suis Laser]
* [http://www.lasergroupbelgium.be Laser Group Belgium]
 
[[Image:Laser dinghy.svg|right|200px|thumb|Ul ''Laser Standard'' gwelet a-gostez]]