Pádraig Pearse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Trec'hlid mitonet en deus kaset ar bajenn Padraig Pearse da Pádraig Pearse: Reizhskrivadur
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Piaras ceann.jpg|thumb|200px|right|Pádraig Mac Piarais]]
'''Patrick Henry Pearse''' zo anvet '''Pádraig Pearse''' en [[emsav]] iwerzhonat (''Pádraig Anraí Mac Piarais'' en [[iwerzhoneg]]). Ganet e oa bet e [[Dulenn]] d'an [[10 Du|10 a viz Du]] [[1879]] ha tremenet e oa d'an [[3 Mae|3 a viz Mae]] [[1916]]. Kelenner, [[alvokad]], [[barzh]], skrivagner, emsaver ha broadelour, bet e oa unan eus pennoù [[Emsavadeg Pask]] e 1916. Anvet e oa neuze "Prezidant eus ar gouarnamant da c'hortoz" eus [[Republik Iwerzhon]] en unan eus ar c'hemennadennoù savet gant pennoù an [[emsavadeg]]<!--, a status that was however disputed by others associated with the rebellion both then and subsequently-->. Da-heul c'hwitadenn an emsavadeg ha [[kastiz ar marv|kondaonidigezh d'ar marv]] roet da Bearse ha war un dro d'e vreur Liam Mac Piarais (Willie Pearse) ha da bevarzek penn all, e voe sellet ouzh Pearse evel enkorfadur an emsavadeg gant kalz tud.
 
== Buhez ==
Mab e oa d'ur embreger mañsoner saoz, Séamas Mac Piarais (James Pearse), ha da Margaret Brady, e eil [[gwreg|wreg]]. Deuet e oa Séamas Mac Piarais eus [[Birmingham]] da DulennZulenn evit kemer perzh e lañs ar sevel ilizoù e oa en Iwerzhon e diwezh an {{XIXvet kantved}}. En em konvertisañgoñvertisañ a reas d'ar relijion [[Iliz katolik ha romankatoligiezh|katolik]] e 1870 hag ez eas da vezañ a-du gant [[emrenerezh]] Iwerzhon. E vamm a oa iwerzhonegerez koulz hag e moereb-kozh ha diwar o levezon e vagas Padraig Pearse ur garantez greñv evit an iwerzhoneg. E 1896 eec'h emezelas gant ''[[Conradh na Gaeilge]]'' (Kevre an iwerzhoneg) hag e 1903 ez eas da penn ar gelaouenn ''An Claidheamh Soluis'' (Ar C'hleze lufrus).
 
==Oberennoù troet e brezhoneg==
* [[Al Liamm (kelaouenn)|Al Liamm]], niv. 120, ''Ar vamm'' (''An mháthair''), brezhoneg gant Jord Kler
* [[Al Liamm (kelaouenn)|Al Liamm]], niv. 199, ''Ar c’hwil-derv'' (''An dearg daol''), brezhoneg gant [[Loeiz Andouard]]
* [[Barr -Heol]], niv. 47-48-49, ''Ar vamm'' (''An mháthair''), brezhoneg gant [[Loeiz Andouard]]
*[[Imbourc'h]], 1979, ''Isagan'' (''Iosagán''), peder c'hontadenn troet gant [[Loeiz Andouard]]