Loeiz Napoleon ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn, reizhañ liammoù diabarzh, -etrewiki dispredet...
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Loeiz Napoleon ar Rouz''', pe '''Louis Napoléon Le Roux''' ([[Planiel]] 1890 - 1944) a oa ur broadelour breizhat.
E miz Here 1911 e savas ar ''Parti Nationaliste Breton'', pe [[Strollad Broadelour Breiz]], gant e vreur, [[Pierre-André Le Roux]] ha [[Camille Le Mercier d’Ermd'Erm]]. Perzh a gemeras ivez er gelaouenn ''[[Brug (kelaouenn)|Brug]]'', savet en 1913-1914, gant [[Émile Masson]] e Pondivi, hag a glaske brudañ mennozhioù an tu kleiz e-touez kouerien Breizh. Labourat a reas evel sekretour gant [[Taldir Jaffrennou]] ha skrivañ a reas evit ''[[Ar Bobl]]''.
 
Pa skrive pennadoù e sine bepred Louis N. Le Roux, rak ne felle ket dezhañ brudañ e eil anv-badez, “Napoléon”, a-hervez. Koulskoude eo-eñ an hini a stagas Napoléon ouzh e anv, ha den ne ouie perak. Pa zimezas ne roas nemet an anv ''Louis Marie Le Roux''. E 1914 e tec'has da [[Suis]] evit chom hep kemer perzh e lazhadeg ar brezel 1914-1918.