Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
fix typo
Linenn 4:
==An darvoud==
===<small>Ar gwalldan</small>===
Diouzh danevell [[Jean-Aimarfransisco Piganiolan deanus La Force]]koz en devoa kroget ar gwallreuz e-kerzh nozvezh an [[23 a viz Kerzu]] [[1720]] abalamour da [[Henri Boutrouel]], ur munuzer hag a veze graet ''La Cavée'' anezhañ ivez. Mezv e oa ha, da geñver ur sach-blev gant e wreg, en devoa lezet ur c'houlaouenn-goar da gouezhañ war ur berniad skolp, ar pezh a reas d'an tan kregiñ en e stal, lec'hiet e-kreiz ar straed Tristin<ref>Diouzh Xavier Ferrieu, ''Histoire de Rennes'', p. 49.</ref> ([[Michel de Mauny]], bet skrivet anv ar straed « Tristan » gantañ, a resisa e klot ouzh un darn eus straed an Horolaj a-vremañ<ref name="Mauny">Diouzh M. de Mauny, ''L’Ancien Comté de Rennes ou pays de Rennes'', p. 42.</ref>).
 
Neuze e redas an tan, a savadur da savadur, war-du Porzh Sant-Mikael ha palez [[Breujoù Breizh]]<ref name="Histoire de Rennes p.96">''Histoire de Rennes'', p. 96.</ref> a voe saveteet a drugarez da skiant [[Pierre de Brilhac]], o c'hentañ prezidant (abaoe an [[2 a viz Meurzh]] [[1703]]). Graet en devoa d'ar plomennoù en-dro d'ar savadur bezañ leuniet gant dour<ref name="Mauny" />. Hep na vije bet tu da herzel ouzh an tan e oa bet devet an darn vrasañ eus gorre-kêr dre ma tremene an devezhioù.
Linenn 12:
Trec'h e oa bet Roazhoniz war an tan d'an [[29 a viz Kerzu]] hepken, goude 6 devezh eta ha dav e oa bet diskar tiez 'zo e-kichen an iliz-veur hag ar palez<ref name="Ferrieu p.52">Diouzh Xavier Ferrieu, ''Histoire de Rennes'', p. 52.</ref>. Ar glav a gouezhas d'ar mare-se a oa evel ur gwir vurzhud<ref name="Histoire de Rennes p.97">''Histoire de Rennes'', p. 97.</ref> da gêriz skuizh-divi ha strafuilhet ken e oant.
{{clr|right}}
 
===<small>Bilañs</small>===
Ne oa ket bet peurzevet ar gêr ; ar c'helenner-klasker [[Gauthier Aubert]] a veneg mil savadur distrujet, eizh mil a sinistreed hep mar<ref name="Histoire de Rennes p.97" />, da lâret eo 40% eus he gorread, ugent devezh arat eus ar re bobletañ ma veze kavet pinvidikañ annezadur.