Diforc'hioù etre adstummoù "Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(+ wouter otto levenbach)
Ar '''geriadurioù brezhoneg-galleg''' savet gant [[Roparz Hemon]] zo geriadurioù bihan zo bet embannet hag adembannet adalek 1928 betek 1997, hag o deus bet ul levezon bras a-walc'h war ar brezhoneg skrivet en {{XXvet kantved}}.
 
==1928 : Gwalarn ==
Gant [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] e oa bet embannet ar geriadur kentañ savet gantañ, e 1928, gant an titl ''Geriadurig-dourn brezonek-gallek''. En [[doare-skrivañ KLT]], an doare-skrivañ implijet en amzer-se, e oa skrivet ar gerioù brezhonek.
 
==1943 ha 1948 : Skridoù Breizh ==
E 1943 e oa bet embannet an eil, gant [[Skridoù Breizh]], dindan an titl ''Dictionnaire breton français''. Tost da {{formatnum:9000}} pennger a oa ennañ. Skrivet e oa ar gerioù ennañ hervez ''"an doare-skrivañ nevez divizet e bodadeg an 8 a viz Gouere 1941"'', en doare-skrivañ [[peurunvan]] eta. Goude an [[Eil Brezel-bed]] e voe adembannet gant Skridoù Breizh c'hoazh, e 1948.
 
==Marevezh Al Liamm==
Goude-se ez eo gant [[Embannadurioù Al Liamm]] e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon. E 1970 e voe roet d'ar geriadur an anv ''Nouveau dictionnaire breton français'', rak kresket-mat e oa bet. Adembannet e voe meur a wech er bloavezhioù 1970 ha 1980, rak gwerzhet mat e veze d'ar mare-se.
E 1964 e voe embannet an trede embannadur (''adwelet ha kresket'', hervez a lenner) gant Al Liamm. Goude-se ez eo gant [[Embannadurioù Al Liamm]] e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon.
 
Goude-se ez eo gant [[Embannadurioù Al Liamm]] e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon. E 1970 e voe roet d'ar geriadur an anv ''Nouveau dictionnaire breton français'', rak kresket-mat e oa bet. Adembannet e voe meur a wech er bloavezhioù 1970 ha 1980, rak gwerzhet mat e veze d'ar mare-se.
 
E-kichen ar geriadur brezhoneg-galleg e oa bet savet ur geriadur galleg-brezhoneg ivez gant Roparz Hemon, bihanoc'h un tamm, savet diwar an hevelep danvez. Strollet e voe an daou c'heriadur en ul levrenn, evit ar wech kentañ e 1970<ref>[[Al Liamm]] 1970, niv.143, p.495.</ref>.
Dre vras e kaver er geriadurioù bihan-se ar gerioù a gaver e [[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]].
 
Div wech e oa bet adembannet goude marv an oberour, hep kemm ebet. Goude-se, adalek 1997, e oa bet adwelet hag embannet evel '''[[Geriadur Hemon-Huon|Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon]]'''.
 
==Gant un anv all==
Goude-se, adalek 1997, e oa bet adwelet hag embannet evel '''[[Geriadur Hemon-Huon|Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon]]'''.
 
==Notennoù ha daveoù==
187 861

modification