Minotaoros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
== Orin an euzhvil ==
 
Goulennet en doa [[Minos]] digant [[Poseidon]] reiñ dezhañ ur sin e oa da vezañ roue e-lec'h e vreur. Hag an doue da gas un tarv gwenn burzhudus hag a oa deuet er-maez eus ar mor. Met ur wezh choazet da roue e kavas gwellosgwell Minos mirout an tarv e-lec'h aberzhiñ anezhañ, evel m'en doa prometet. Evit en em veñjiñ e silas Poseidon ur c'hoant direizh eus al loen e spered ar rouanez [[Pasifae]], gwreg Minos. Klask a reas en em barañ gant an tarv. Dont a reas a-benn gant skoazell [[Daidalos]]. Hemañ a savas ur vuoc'h faos eviti gant ur stern koad goloet gant ur c'hroc'hen buoc'h. Lakaat a reas houmañ en ur prad ma veze [[Tarv Kreta]] o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez [[Pasifae]] kuzhet dindani. Minos a lakaas bac'hañ an euzhvil a oa bet ganet goude se gant e wreg e deun er [[Milendall]].
 
En enez [[Kreta]] e ouzer e veze azeulet an tarv. Marteze ez eo ar minotaor un distummadur eus an azeulerezh-se. Adkavout a reer dodenn an tarv en unan eus mojennoù an enezenn : hini skrapadenn [[Europa]].