Anv divoutin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
 
An '''anvioù divoutin''' a zo ur rumm [[Anv-kadarn|anvioù-kadarn]] disheñvel diouzh an darn vrasañ eus an anvioù, da lâret eo an '''anvioù [[anv boutin|boutin]]''', dre ma reont dave da draoù, da lec'hioù, da dud, a zo resis, ha n'eus nemet unan anezho, d.s. ''Paol'', ''Plouared'', ''Yaou'' (plandennar blanedenn pe an doue).
 
==Eus an anv boutin d'an anv divoutin==
Petra bennak ma c'hell un anv divoutin dont eus un anv boutin, ne servijservijo nemet da ober dave d'un dra pe d'un den resis. Da skouer
*an Aotroù 'Kemener' n'eo ket ur [[kemener|c'hemener]],
*hag an Itron Pennsivi n'eo ket ur penn-sivi,
*hag [[Alan al Louarn]] n'eo ket ul louarn.
 
E meur a yezh, hag ar brezhoneg en o zouez, e vez implijet pennlizherennoù e pennderoù an anvioù divoutin, da skouer:
 
: an anv boutin: ''ar '''g'''ov''
: an anv divoutin: ''ar '''G'''ov''
 
Anvioù divoutin eo an anvioù tud ha lec'hioù, evel : Korsika, Napoleone.
 
Anvioù divoutin ivez eo :
*an anvioù loened evel [[Babar]], [[Jolly Jumper]].
*an anvioù boutin kemeret evel anvioù tud, pe lec'hioù:
**un ti gwenn, met an Ti-Gwenn, ur chapel nevez, met ar Chapel Nevez, un dimezell met an Dimezell, stadoù unanet , met ar Stadoù-Unanet, ur mor du, met ar Mor Du
*anvioù boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, divoaz (divoutin eta):
**an Iliz, an Aoter, ar Stad, an Arme, ar Galloud, al Levr (ar Bibl).
 
 
==Eus an eil yezh d'eben==
Disheñvel e c'hell bezañ emzalc'h yezhadurel an anvioù divoutin diouzh hini ar re voutin e yezhoù zo, da skwer e brezhoneg ne vez ket implijet ar [[ger-mell]] strizh gant an anvioù divoutin peurliesañ. Kemmañ a ra seurt emzalc'hioù a yezh da yezh, kv.: