Diforc'hioù etre adstummoù "Pindaros"

25 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
munudoù
(→‎Oberenn : – galleg)
(munudoù)
== E vuhez ==
=== Orin ha yaouankiz ===
Nebeut a dra a anavezer diwar-benn e vuhez daoust d'ar c'hwec'h buhezskrid a oa savet war e zivout en Henamzer. Hervez an hengoun e oa ezel eus un tiegezh brientinien. Ganet e oa bet war-dro [[-518|518]] e Kinokefalos, e Beotia. En arroudenn 193 e veneg « ar gouel pempbloaziek / ambrouget gant oc'hen ma voen evit ar wezh kentañ / lakaet em gourvez, ha moumounet em mailhurennoù ». An damveneg-se dad'rar [[c'hoarioù pitek]] a ziskouez e oa ganet e miz Eost pe Gwengolo. En e V{{vet}} ''Pitegenn'' e seblant disklêriañ e oa un ezel eus tiegezh an Egeided ha diskouezh araa ra kalz hegarated evit an ensavadurioù [[Dorianed|dorek]]. Perc'henn e oa e diegezh war un ti e [[Tebai]], ma reas Pindaros e annez da c'houde. [[Herodotos]] a ra anezhañ diskibl [[Lasos Ermione]]. En [[Aten]] e voe diskibl [[Agatokles]]. Kemer a reas perzh yaouank-kenañ er c'henstrivadegoù barzhoniezh ma oa kannet gant [[Korinna Tanagra]]. Houmañ a alias anezhañ neuze da « hadañ a-vozadoù, n'eo ket a-sac'hadoù ».
 
=== E espedrespet ===
Savet e oa e delenngan, an X{{vet}} ''Pitegenn'' gantañ pa oa 20 vloaz. Lidañ a ra trec'h an [[Tessalia]]d Hippokleas er stadenn zoubl, ha tiegezh an atlet, an [[Aleuaded]]. Buan-kenañ e teuas da vezañ ur barzh brudet. E [[-490|490]] e savas e VI{{vet}} Pitegenn en enor Ksenokrates, breur Teron, a zeuio da vezañ [[tirant]] [[Agrigento|Akragas]]. E [[-480|480]] e oa aloubet Henc'hres gant ar Bersed. En em renkañ a ra Tebai diouz kostez an alouberien. Hep mar e heuilh Pindaros politikerezpolitikerezh e geoded rak c'est [[Simonides Keos]] an hini eo a lid viktor [[Salamis]].
 
Labouret en deus evit lezioù brientinion eus kornioù disheñvel eus [[Henc'hres]] evel hini an [[tirant]] [[Hieron Sirakuza]], a oa savet ar ''c'hentañ Pitegenn'' en e enor, pe hini roue [[Kirene]], a oa savet evitañ ar ''Pitegennoù'' III ha IV. War an dachenn-se e kevez gant ar barzh [[Bakkilides]], dezhañ ur stumm mistroc'h da skrivañ gant hemañ. Skrivañ a ra Pindaros gant ur sell hollhellenekhollhellennek. Sellet a ra da skouer ouzh ar [[Brezelioù medek]] evel ur gourdrouz evit [[Henc'hres]] a-bezh.
 
== Oberoù ==
Deuet eo testennoù Pindaros betek ennomp dindan stumm [[papiruz]]où eus an eil kantved kent J.-K. betek an eil kantved goude J.-K., en o mesk kalz tammoù ''[[pean]]où'' ha meur a ''[[epinikion]]'' (henc'hresianeg ἐπίνικοι ''epinikoi''). Dornskridoù eus an {{XIIvet}} hag eus an {{XIIIvet}} kantved hon eus ivez, ar re bouezusañ anezhe o vezañ an ''Ambrosianus'' C222, ar ''Vaticanus Græcus'', al ''Laurentianus'' hag ar ''Parisinus Græcus''. Dont a reont eus un dibab graet en {{IIIe}} kantved hag ''epinikionoù'' n'eus enne ken.
 
Pevar levr ''epinikionoù'' zo bet miret eta. Kanoù trec'h e oa a oa savet en enor da drec'herien ar pevar [[c'hoarioù hollhellenadeghollhellennek|c'hoari hollhellenadeghollhellennek]], kanet da c'houde gant korioù dañserien war hent an trec'her. En e epinikionoù, e veul Pindaros talvoudegezh hinienelhiniennel an atlet kentoc'h evit taolioù sport dreist : e drec'h a ziskouez viktor ar brav hag ar mad war an distervez.
 
== Levrlennadur ==
1 776

modifications