Kazetennerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 58:
Ar skrivagner [[Kolombia|kolombian]] [[Gabriel García Márquez]] ([[1927]]-[[2014]]) zo unan eus ar gazetennerion lennegel vrudetañ, dre e romant ''Noticia de un secruestro'' "Keloù diwar-benn ur skrapadenn" bet embannet e [[1996]] diwar-benn darvoudoù a c'hoarvezas er [[bloavezhioù 1990]] e Kolombia e metoù an drafikerion [[dramm]]où.<ref>Gabriel García Márquez (1996), ''Noticia de un secuestro'', Debolsillo, 1999, ISBN 978-8-4975-9262-8 {{es}}
:''Journal d'un enlèvement'', Le Livre de Poche, 1999, ISBN 978-2-253-14625-4 {{fr}}</ref>
E [[1997]] ez embannas ar skrivagner [[Japan|japanat]] [[Haruki Murakami|Murakami Haruki]]<ref>Anv ar familh eo ''Murakami'', a vez lakaet da gentañ e [[japaneg]] hag en darn vrasañ eus yezhioù [[Azia]]</ref>([[1949]]–) e enklask アンダーグラウンド ''Andāguraundo'' "danzouar", bet troet er bed a-bezh dindan an talbenn [[saozneg|saoznek]] ''Underground'', a zo ul labour kazetennerezh lennegel a-zivout heuliadoù bredoniel ar gwalldaol a voe graet gant [[aezhenn]] sarin e [[metro]] [[Tokyo|Tōkyō]] d'an [[2 a viz MeurzMeurzh]] [[1995]].<ref>Murakami Haruki (1997), ''Underground – The Tokyo Gas Attack and the Japanese Psyche'', Vintage, ISBN 978-0-375-72580-7 {{en}}
:''Underground'', Belfond, 2013, ISBN 978-2-7144-5416-4 {{fr}}</ref>
=== Kazetennerezh dizarbenn ===
Linenn 65:
[[Restr:Fête de la Fraternité 2009 - Marie-Monique Robin by Mikani.jpg|thumb|Marie-Monique Robin (2009)]]
En doare kazetennerezh-se e furch ar gazetennerion a-benn kavout ditouroù diwar-benn un dodenn resis hag a bouez bras, evel torfedoù euzhus, ar goubrenerezh politikel pe dizonestiz un embregerezh.

MizvezhiadoùMizvezhoù pe vloavezhiadoùvloavezhoù e c'hall an enklask padout kent ma vefe bet dastumet hag etrekennasket trawalc'h a ditouroù sirius na c'haller ket nac'h. Andonioù diazez eo ar gazetennerion enklask eta, rak dianav da nep den arall eo frouezh o labour abalamour ma c'hoarvez diwar kendastum ditouroù strewet hep liamm anat etrezo d'ar c'hentañ gwel.

Ar Gall [[Albert Londres]] ([[1884]]-[[1932]]) a voe unan eus diazezerion ar c'hazetennerezh enklask, gant e labour ''Au bagne'' "Er galeoù" ([[1923]]).<ref>Albert Londres (1923), ''Au bagne'', Arléa, 2008, ISBN 978-2-8695-9816-4 {{fr}}</ref> En e goun e voe krouet ar [[Priz Albert Londres]] e 1932 evit enoriñ gwellañ kazetennerion Bro-C'hall.

Linenn 79:
Kemmoù zo bet degaset er c'hazetennerezh gant kement-se holl, en abeg da dizh ar c'helaouiñ dreist-holl, hag abalamour ma n'eo mui trawalc'h skignañ keleier : respont a ra an dud d'ar pezh a resevont, degas kemmoù ha resisadennoù a reont, ha fellout a ra dezho kemer perzh er c'helaouiñ dre addisplegañ ar c'heleier.

A-benn azasaat ouzh an doare nevez-se e ra ar c'hiberkazetennerezh gant ereoù [[gourskrid]], e ver an etrewezhierezh, ar binvioù liesvedia hag an diellaouiñ. Kemmoù zo bet en doare da aozañ skridoù ar c'heleier ivez, pa ranker ober gant frazennoù berr hag aes da gompren en ur zisplegañ keleier klok ha sklaer.

=== Kazetennerezh perzhiadek ===
Un den pe ur strollad tud a gemer perzh en dastum, dibab, dielfennañ, stummañ ha skignañ keleier. An Internet c'hoazh eo benveg ar c'hazetennerezh perzhiadek, a zo bet anvet "kazetennerezh 2.0" ivez a-wechoù.<ref>Luc Vinogradoff (2014), ''3 leçons sur le journalisme 2.0'', [http://www.lemonde.fr/technologies/article/2014/03/10/3-lecons-sur-le-journalisme-2-0_4380109_651865.html ''Le Monde''] {{fr}}</ref>

Linenn 86 ⟶ 87:

== Perzh er gevredigezh ==
Evel "pevare galloud" ar [[demokratelezh|gwerinelezhioùdemokratelezhioù]] kornôgel e vez lakaet ar c'hazetennerezh alies, e-kichen an tri galloud klasel : ar galloud erounit, ar galloud lezenniñ hag ar galloud barn. En abeg d'ar sell-se e vez risklus bout kazetenner(ez) e lod broioù, pa c'haller bout muntret en abeg d'ar vicher-se end-eeun.

Daou zoare pennañ zo da dermeniñ perzh ar c'hazetennerezh er gevredigezh.
* Hanterourion etre ar pennadurezhioù hag an dud voutin eo ar gazetennerion. Pa gomz an uhelidi e vezont selaouet hag enrollet gant ar gazetennerion, a labour war ar pezh a zo bet disklêriet a-benn e dreiñ en doare ma vefe komprenet gant ar braz eus an dud.