Afghanistan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
|anv penn ar vro1 = [[Ashraf Ghani]]
|titl penn ar vro2 = Besprezidant
|anv penn ar vro2 = [[Abdul Rachid Dostom]]
|titl penn ar vro3 =
|anv penn ar vro3 =
Linenn 80:
Penn kentañ stad-vroad Afghanistan, evel m'eo anavezet hiziv an deiz, a voe e [[1746]], dindan an [[Impalaeriezh Durrani]], met lezet e voe ar c'hontroll anezhi d'ar [[Rouantelezh Unanet]] betek ma voe tronet ar roue [[Amanullah]] e [[1919]].
 
Dont a rae ar renerien istorel eus meuriad an [[Abdali]], a voe cheñchet e anv da z[[Durrani|z-Durrani]] pa voe tronet ar [[Shah Ahmad]], betek ar remziad [[Saddozay]] eus ar c'hlann [[Popalzay]] pe ar remziad [[Mohammadzay]] eus ar c'hlann [[Barakzay]].
 
Abaoe [[1900]], ez eus bet digarget unnek rener :
Linenn 102:
[[Restr:Evstafiev-afghan-apc-passes-russian.jpg|thumb|right]]Gant taol-stad [[Strollad Demokratel Poblel Afghanistan|SDPA]] (Strollad Demokratel Poblel Afghanistan), d’ar 27 a viz Ebrel 1978, eo bet diskaret gouarnamant [[Mohammed Daoud Khan|Daoud]] hag ez eus drouklazhet ur niver bras eus izili e familh. Dont a ra [[Muhammad Taraki]] (1917-1979), levier ar ''c’hKhalq'' (ur rann feuls ha patchoun dreist-holl eus SDPA) anezhañ, da vezañ prezidant Republik Demokratel Afghanistan nevez. Sokialour eo ar republik-se, ha mont a ra a-du gant an Unaniezh soviedel.
 
Un darn eus an Afghaned a stag da herzel ouzh ar galloud kreiz, harpet a-yoc’h gant [URSS]]. Itrikañ a reont un taol-stad nevez d’an 28 a viz Kerzu 1979. Sed aze deroù brezel Afghanistan. Dont a ra [[Babrak Karmal]] da vezañ prezidant. Harpañ a ra an [[Unaniezh soviedel]] ar renad nevez hag adalek miz Genver 1980 e klask a-zevri adtapout kontroll an takadoù emsavet (Gevred ar vro dreist-holl). Skoilhoù a-leizh a gav ar gouarnamant komunour afghan war e hent : ar maezioù a chom stag ouzh an hengoun ha ne savont ket a-du gant ar gomunouriezh a soñjer eo enep ar relijion ; renkad ar vicherourien afghan n’eo ket gwall niverus ha tro-dro da [[Kaboul|Gaboul]] emañ evit an darn vrasañ anezhi. Ha dreist-holl, broioù ar C’hornôg hag ar broioù muzulman (Arabia Saoudat, Iran, Pakistan) a skoazell an harzerezh gant dafar hag arc’hant.
 
D’an 30 a viz Du 1986 e teu [[Mohammed Nadjibullah]] da vezañ prezidant Afghanistan e-lec’h [[Karmal]]. A vloaz da vloaz e tigresk skoazell URSS da strolladoù ar gouarnamant (abalamour d’ar [[Perestroïka]]) hag e stanka an emgannoù harpet gant [[Pakistan]] hag he [[moudjahiddin]] (« stourmerien an Islam ») ha gant ar Stadoù-Unanet a ro arc’hant hag armoù d’ar strolladoù islamek evit stourm ouzh ar galloud.
Linenn 223:
Rannet eo pobl Afghanistan en un niver bras a genelioù. O vezañ ma n’eo ket bet niveret poblañs ar vro nevez zo, n’eus ket tu da gaout sifroù resis diwar-benn ment hag aozadur ar c’henelioù. Dre-se ar sifroù da-heul n’int nemet un tostaat d’ar wirionez. Gant an dud a gomz [[pashto]] (ar Vashtouned) e vez stummet ar strollad brasañ, ouzhpenn 50% eus ar boblañs war a soñjer. An eil strollad brasañ a gomz farsi (perseg). Ennañ emañ an [[Tadjiked|Dadjiked]] (23%), an [[Hazaraed]] (14%) hag an [[Ouzbeked]] (12%). Bez’ ez eus ivez meuriadoù evel an [[Aimaked]], an [[Turkmened|Durkmened]], ar [[Baloutched|Valoutched]] hag ar [[Pashayied|Bashayied]]. Boutin eo an divyezhegezh en Afghanistan. Un niver bihan a genelioù, ar [[Sikhed]] hag an [[Hindoued]] dreist-holl, a gomz [[panjâbî]].
 
A-fet relijion eo muzulman an Afghaned dreist-holl (80% Sunnited hag 20% Chiited tost da vat). Bez’ ez eus ivez minorelezhioù hindouat ha sikh, hag ur vinorelezh yuzhevyuzev eus 1%, a oa 2% betek nevez zo. Kalz eus ar re-se zo tec’het e-pad brezel diabarzh ar bloavezhioù 90 war-du ar broioù amezek ha war-du Europa hag Amerika. Gant diskar an Dalibaned ez eus distroet Sikhed da broviñs Ghazni.
 
== Sevenadur ==
Linenn 240:
Sellet ouzh [[An deskadurezh en Afghanistan]]
 
En nevez-amzernevezamzer [[2003]] ez istimed e oa bet mazaouet 30% eus 7 000 skol Afghanistan e-pad an ugent vloaz bennak m’o doa padet an alouberezh soviedel hag ar brezel diabarzh. An hanter eus ar skolioù hepken o deus lavaret e oa dour mat da evañ ganto, hag un tammig nebeutoc’h eget 40% a soñje dezho e oa mat o stad e-keñver ar yec’hedoniezh. E-pad ren an Dalibaned ne roed ket nemeur a bouez da zeskadurezh ar baotred, ha berzet e veze d’ar merc’hed penn-da-benn.
 
Diskouez a ra ur studiadenn eus 2002 gant ar strollad skoazell ''[[Save the Children]]'' e ra ar vugale afghan diouzh an traoù a-fet paourentez ha feulster o endro : kalonek int. Ar studiadenn a ro kred da ensavadurioù kreñv ar familh hag ar gumuniezh.
Linenn 277:
 
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
<references/>
 
=== Pennadoù kar ===
* [[Hekmatyar]]
* [[Brezel Afghanistan (1979)]]
Linenn 285:
* [[Roll renerien proviñsoù Afghanistan]]
 
=== Liammoù diavaez ===
 
* [http://www.populationdata.net/afghanistan.html Roadennoù poblañsouriezhel]
Linenn 293:
{{Azia}}
{{AC'hI}}
<!--interwiki-->
 
[[Rummad:Afghanistan]]
 
{{Liamm PuB|no}}
{{Liamm PuB|te}}
{{Liamm PuB|ur}}
{{Link GA|de}}