Demokratelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
# Dilenn pep kannad diwar [[votadeg]] an dud enskrivet en ur rann eus an tiriad, ar [[pastell-vro votiñ|bastell-vro votiñ]], ur bastell-vro votiñ ma ya da rastell votadegoù un nebeut tud aet war ar rank, an danvezioù-kannnad evit ar bastell-vro votiñ-se. Peurliesañ e vez dilennet an den en deus tapet ar muiañ eus ar votadennoù pe d'ar c'hentañ tro votadeg pe d'an eil ma 'z eus un eil tro rakwelet. Lavaret e vez ez eus an dilennadeg graet diwar reolenn ar muiañniver.
# [[Dilenn diwar ar c'henfeur]] ar vodadeg-lezenniñ : [[dregantad]] ar votadegoù eztaolet evit pep a roll danvezioù kannaded e pep a bastell-votiñ a zo ketpar da hini a vo evit implijet evit embann m'eo bet dilennet izili kentañ ar rolloù. Dre vras e vez ingal an tregantadoù jedet diwar ar votadennoù hag hini an danvezioù kannad dilennet e-keñver niver izili o roll a-bezh. Meur a sistem jediñ a zo evit evit dilennadegoù diwar ar [[kenfeur|c'henfeur]].
# EEn [[Israel]] e kaver ur [[sintezenn]] eus an daou sistem p'eo ar vro a-bezh ar bastell-vro votiñ, met dre ar c'henfeur e vez dilennet ar gannaded a ya e-barzh pep a vodadeg-kannadiñ nevez.
 
== Orin an demokratelezh ==
M'eo [[Aten]] ha [[Henc'hres]] skouer ha [[mammenn]] an demokratelezh er C'hornôg e c'heller menegiñ ez eus un dave d'un hengoun demokratel koshoc'h e-korf [[Henamzer]] ar broioù a zo [[Afghanistan]] hag [[India]] hiziv. Hervez [[gouizieg|gouizeien]] gresian eus mare [[Aleksandr Meur]] ne oa ket riezoù ''Sabarcae'' ha ''Sambastai'' gouarnet gant [[roue]]ed, met hervez ur sistem demokratel. Roudoù an hengoun-se a c'hell bezañ kavet e live izelañ ar politikerezh e India pa vez divizoù kemeret gant [[asant]] an holl [[gwaz|wazed]] e [[kêriadenn]]où zo, un sistem anvet ar "[[panchayat]]".
 
==Gwelet ivez==
*[[Feuriader demokratelezh]], renkadur ar broioù hervez nerzh o demokratelezh
 
[[Rummad:Demokratelezh|*]]
[[Rummad:Dilennadegoù]]
[[Rummad:Doareoù gouarnamant]]
 
{{Liamm PuB|ar}}
{{Liamm PuB|he}}
{{Link GA|th}}