Gwenan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Klokaet ar bajenn dre vras.
Linenn 14:
Un taol gwenan zo ur bodad stank a wenan.
 
== KrennlavarDesevel ==
 
=== Istor ===
Anavezet eo an desevel gwenan abaoe miliadoù a vloavezhioù a-dra-sur : taolennet eo un dastumadeg mel en ur vougev livet e [[Katalonia]] etre 6000 hag 8000 k. J.-K. (''Cuevas de la Araña'', bro [[València]]). Testeniet eo ivez an oberezh e lezennoù [[Hitited|hitit]] skrivet e [[Kappadokia]] war-dro -1500 k. J.-K.
 
=== Ispesadoù implijet e Breizh ===
[[Apis Mellifera Mellifera|Gwenan du]] ar vro ''(Apis mellifera mellifera)'' a vez implijet dreist-holl. Ar gwenan ''Buckfast'', deuet diwar ur meskaj gant Mab-den etre ''Apis mellifera mellifera'' hag ''Apis mellifera ligustica'', a vez implijet ivez.
 
=== Buhez un taol gwenan ===
Betek 70 000 gwenanenn a c'hell en em gavet asambles : en ur golonienn e kaver ur rouanez, michourezed (parezed), pared gwenan ha vioù. Gellet a ra ur rouanez bevañ betek pemp bloaz, met ur vicherourez a vev etre 5 ha 6 sizhun (e-pad an hañv) pe etre 5 ha 6 miz (e-pad ar goañv). Ar bared ne vezont ket maget ken ur wech speriet ar rouanez. A-hed he buhez e c'hell ur wenanenn kaout meur a vicher, er memes urzh atav :
* kempenn ar ruskenn
* magañ ar vioù
* produiñ koar
* mont da vleuniaoua
* gwardiñ ar ruskenn ha difenn anezhañ
 
=== Produioù ===
A-drugarez d'ar gwenan e vez dastumet pe produet :
* [[mel]]
* koar
* propolis
* pollen
* [[chouchenn]]
 
== Kleñvedoù ha preizherien ==
En Europa e vez taget dreistholl gant lok Amerika ''([[Paenibacillus larvae]])'', lok Europa hag ar [[varroa]].
 
Gant "pennoù-marc'heg Asia" ''[[Vespa Velutina|(Vespa Velutina)]]'' e vez debret gwenan. Erruet eo al loened-se e [[Okitania]] e-tro ar bloaz 2004, o tont eus eus [[Sina]] moarvat <ref>http://inpn.mnhn.fr/espece/cd_nom/433589/tab/fiche</ref>. E Breizh eo bet gwelet evit ar wech kentañ e 2010 ([[Liger-Atlantel]]) <ref>http://www.fdgdon44.fr/la_veille_ecologique.aspx</ref> hag e 2011 ([[Aodoù-an-Arvor]]) <ref>http://www.fredon-bretagne.com/fdgdon-morbihan/frelon-asiatique/</ref>.
 
=== Sindrom Diskar ar C'holoniennoù Gwenan (S.D.K.G.) ===
 
==== Istor ====
Anavezet eo ivez diouzh e anv saoznek, ar '''C.C.D.''' ''(Colony Collapse Disaster)''. Abaoe 2006 e ya war zigresk an niver a goloniennoù gwenan doñv e [[Stadoù-Unanet Amerika]] . Alies e vez kavet ruskennadoù marv e fin ar goañv, pa vez digoret ar ruskennoù evit gwech kentañ ar bloaz. Drastus eo ar c'holloù er vro-se : -29 % a goloniennoù e 2009, - 34 % e 2010 <ref>http://www.ars.usda.gov/is/br/ccd/ccdprogressreport2010.pdf</ref>.
 
==== En Europa ====
En Europa e krog ivez ar wenanerien da welet darvoudoù heñvel e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. A-drugarez d'ar programm [http://ec.europa.eu/food/animals/live_animals/bees/study_on_mortality/index_en.htm EPILOBEE] savet gant Europa ez eus bet dastumet sifroù fetis : uheloc'h e seblant bezañ ar c'holloù e broioù norzh ar c'hevandir. Setu un nebeud sifroù evit ar goañv 2012-2013 <ref>http://www.notre-planete.info/actualites/4019-mortalite-abeilles-Europe</ref> :
* [[Belgia]] : - 33,6 %
* [[Breizh-Veur]] : - 28,8 %
* [[Sveden]] : - 28,7 %
* [[Estonia]] : - 23,4 %
* [[Finland]] : - 23,3 %
* [[Danmark]] : - 20,2 %
* [[Portugal]] : - 14,8 %
* [[Frañs]] : - 14,1 %
* [[Alamagn]] : - 13,6 %
* [[Gres]] : - 6,6 %
* [[Italia]] : - 5,3 %
 
==== Abegoù ====
Hervez ar studiadennoù <ref>http://www.mon-abeille.com/syndrome_d_effondrement_des_colonies_d_abeilles.php</ref>, meur a dra a c'hell displegañ ar sindrom-se. Daoust dezho bezañ anezho abaoe pell evit lod, e c'hellfe o meskaj bezañ degaset an S.D.K.G. En o zouez :
* virusoù
* c'hwibez evel ar [[varroa]]
* ''[[Vespa Velutina]]''
* al louzeier implijet gant labourerien-douar 'zo en o farkeier : louzeier-amprevaned, louzeier-foue, louzeier-c'hwibez, neonikotinoidoù...
 
== E Breizh ==
War [[Eusa|Enez-Eusa]] eo diazezet [http://www.abeillenoireouessant.fr/ Kevredigezh gwenan du Breizh]. Deuet eo an enezenn da vezañ al lec'h nemetañ hep [[varroa]] en Europa. Eno ne vez ket implijet louzeier kimiek kennebeut : produet e vez taolioù gwenan ha rouanezed yac'h a vez gwerzhet er bed a-bezh goude. 130 ruskenn zo war an enezenn [http://www.abeillenoireouessant.fr/index.php/salarie-de-l-association].
 
== Krennlavarioù ==
* ''Bloavezh [[c'hwil]]ed, bloavezh [[ed]]. Bloavezh gwenan ne vez ket.''
* ''Bag hep stur ha koloenn her rouanez n'eont ket da bell.''
* ''Petra 'lavar ar gwenan ? Evit dastum, kemer poan.''
 
== Lennadurezh ==