Yann-Frañsez ar C'haer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Yann-Frañsez ar C'haer''', pe ''Jean-François Caër'' hervez e anv ofisiel ([[Plabenneg]], [[16 a viz Ebrel]] [[1861]] - [[Lambezelleg]], [[26 a viz Du]] [[1937]]) a oa ur [[beleg]] katolik eus [[Bro-Leon]] hag ur skrivagner brezhonek. Kure ha person e voe e meur a barrez eus [[Eskopti Kemper ha Leon]], e [[Skaer]], e [[Penmarc'h]], e [[Gwiglann]], en [[Enez-Tudi]] hag e [[Gwinevez]]. Klañv e chomas an aotrou Kaer war-lerc'h an [[tan-gwall]] a zistrujas iliz Gwinevez d'ar [[15 a viz Mae]] [[1935]]. Echuiñ a reas e vuhez e ti-retred ar veleien, e Keraodren, e Lambezelleg (douaret e voe e Plabenneg d'an [[28 a viz Du]] 1937).
 
E [[1924]] e voe Yann-Frañsez ar C'haer e-touez ar veleien eus Bro-Leon a savas klemm dirak al lez-varn ouzh [[Yves Lefebvre]] abalamour d'e levr ''"La Terre des Prêtres"'' ; en aner avat.
 
Meur a levr a savas Yann-Frañsez ar C'haer, evel ''Ar Pevar Aviel lakeat en unan''. Ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh ar gelaouenn ''[[Feiz ha Breiz]]'', adalek [[1907]] ha betek [[1937]].
 
{{DEFAULTSORT:Kaer, Yann-Fransez}}