Araogennoù brezhonek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adsevel ur pennad diskaret gant ur freuzer pennadoù: pegeit e chomo en e sav en taol-mañ? Pemp munut evel ar wech diwezhañ?
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 22 Mae 2007 da 10:04

An araogennoù brezhonek zo daou seurt anezho:

  • an araogennoù eeun, skrivet en ur ger

evel a, da, e, ouzh, war

  • an araogennoù kevrennek, savet diwar araogennoù eeun ha heuliet gant un anv-kadarn peurvuiañ, evel a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, war-dro
    • heuliet gant ur verb a-wechoùigoù: da-gaout, war-gaout
    • heuliet gant un araogenn all a-wechoùigoù: da-vet, war-vetek.

An araogennoù eeun

An araogennoù kevrennek

An troiennoù araogennel

Ouzhpenn d'an daou seurt-se e ranker ivez menegiñ an troioù araogennel, a vez implijet enne div araogenn peurvuiañ, evel abalamour da, e-sell da, gant aon da.


Fazioù en implij an araogennoù

Unan eus an traoù diaesañ a zo en ur yezh eo implij an araogennoù. Poan a vez gant tud zo implij reizh an troiennoù, ha dre levezon ar galleg e implijont alies araogennoù direizh:

  • Goulenn un dra digant un den (ha n'eo ket da un den)
  • Soñjal en un dra (ha n'eo ket da un dra)
  • Bezañ bet e Kemper o welout un den (ha n'eo ket da welout).
  • Tennañ da un den (a dalv kement ha bezañ hañval outañ), ha n'eo ket ouzh un den.