Kilimanjaro : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Spisaat
Linenn 4:
'''Uhuru''' eo ar pikern uhelañ, war menez-tan Kibo. Ar re gentañ da bignat gant ar menez uhel-se ha da dizhout al lein e voe Yohanas Kinyala Lauwo, [[Hans Meyer]] ha [[Ludwig Purtscheller]], d'ar [[6 a viz Here]] [[1889]].
 
Gallout a reer krapañ war menez Uhuru hep bezañ ur c'hrimper arroutet hag e-leizh a douristed a vez bep bloaz o vont betek al lein, o kerzhet etre c'hwec'h ha dek devezh en holl, sevel ha diskenn. Nemet e rank an hanter anezho dont war o c'hiz dre ma vezont klañv abalamour d'an uhelder. Ur park naturel, [[Park broadel Kilimanjaro]], a oa bet savet e [[1973]], da wareziñ al loened a vev en tolead. Lakaet e oa bet war roll ar [[Glad bedel]] gant [[UNESCO]] e [[1987]].
 
Eno e voe skrivet gant [[Ernest Hemingway]] e zanevell anvet ''The Snows of Kilimanjaro'' ([[1936]]) ("Erc'hegi Kilimanjaro") kent dont da vezañ ur film — ''[[The Snows of Kilimanjaro (film)|The Snows of Kilimanjaro]]'' an titl anezhañ — sevenet e [[1952]] gant ar filmaozer [[SUA|stadunanat]] [[Henry King]].