Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Disheñvelout...
Linenn 39:
Abred-kenañ, pa en oa kroget d'ober sinema, Kubrick a grogas da huñvreal en ur film : un oberenn diwar-benn [[Napoléon Bonaparte]]. Pa oa yaouank, hag e vuhez-pad, Kubrick a zalc'has bepred ar memes dudi : an [[echedoù]]. Evitañ er micher sevener e oa ar memes hentenn : mont war raok tammig ha tammig en ur brederiañ mat war pep taol, rak pep fazi a c'hellfe koll e oberenn. A-benn ar fin setu perak e kemere Kubrick a kalz a amzer evit e filmoù : an aon da vont war raok hep gouzout m'eo an taol a c'hoariez an hini vat. An taol ar gwellañ labouret evit e gas d'e bal. Ha Kubrick en doa un awen hag un azeulerezh evit [[Napoléon Bonaparte]], eñ ivez a 'n em wele evel ur strategour. E-pad tregont bloaz e labouras war an raktres-se. Met ar c'hevredadoù sinema n'o deus ket heuliet e vennozh, abalamour ma ne oa ket un tem hag az ae en dro : da skouer ar film ''Waterloo'' en deus displijet d'an dud ur wech skignet er salioù sinema. Hag ouzhpenn da se, diaezamantoù teknikel a voe ouzhpennet e-pad prantad prientiñ eus ar film. Met Kubrick, betek ar fin a gendalc'has da huñvreal d'an emgann ha d'ar bartienn echedoù-se, en ur skrivañ un tamm senario bep un amzer pe en ur glask sevel patromoù eus mareoù ar film. E vravañ emgann a zo chomet e-barzh e spered.
 
Met an ivoul-se, ar youl peurvatañ pep taol a lakas anezhañ da zilezel ur raktres all. Hini ur film diwar-benn ar Shoa, tennet eus ul levr. Met pa grogas da labourat war ''Aryan Papers'', deuet eo ennañ ur pouez psikologel meurbed. Aon en oa nompaz dont a-benn, evit ur sujed ken grevus ha ken kriz, da seveniñ an dra er gwellañ doare. D'ober fazioù, ha ma ne vefe ket deuet a-benn, Kubrick en defe gallet en em sentiñ kablus betek fin e vuhez. An aon da vont war raok hep ober a fazi na kuitaat an taol a en oa bet trec'h war unan eus brasañ sevenerien an XXvet kantved. A-benn ar fin, ar pezh a lakas anezhañ da zivizout chom a-sav da vat, eo raktres ''[[Schindler's List (film)|Schindler's List]]'' savet gant [[Steven Spielberg]]. Evit nompaz ober kevezerezh ha degas ur wall-endro da oberenn un den a oa deuet da vezañ unan eus e ziskibien. Diwezhatoc'h, Stanley Kubrick a roas da Spielberg e raktres film skiant-faltazi diwar benn ar spered artifisiel. Hervezañ e oa ur film a vefe bet savet kalz gwelloc'h gant un den evel Spielberg. Goude marv Kubrick, ar sevener amerikan a reas anezhañ : A.I.Artificial Intellingence, tennet eus oberenn [[Brian Badis]].
 
== Levezon Kubrick ==