Schindler's List (film) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''''Schindler's List''''' (''Listenn Schindler'' e [[brezhoneg]]) zo ur film [[saoznek]], sevenet e gwenn ha du (hag e liv) gant ar filmaozour [[SUA|stadunanat]] [[Steven Spielberg]] e [[1993]].
 
Ar romant ''[[Schindler's Ark]]''<ref>Tapout a reas al levr ar [[Priz Booker]] e 1982.</ref>, savet gant ar skrivagner [[aostralia]]n [[Thomas Keneally]] ([[1935]]-) diwar-benn buhez ar greantelour [[alamagn|alaman]] [[Oskar Schindler]] ([[1908]]-[[1974]]), a oa deuet e-maez e [[1982]]. An oberenn-mañ eo a awenas Steven Spielberg evit e film hir.<br>
Petra bennak ma oa Schindler ezel eus ar [[Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman|Strollad Nazi]] en devoa saveteet buhez war-dro mil kant [[Yuzev]] e-pad an [[Eil Brezel-bed]]. E-lec'h mont da vervel e [[kamp-labour]] [[Płaszów]] ([[Polonia]]) e oa deuet a-benn d'o zuta en e labouradeg (traezoù en amailh ha tennoù) o foeltrañ e vadoù sof-kont e manegoù roet da Nazied hag a zaremprede. Dougen a rae ''Listenn Schindler'' anv ar Yuzevien a oa sañset bezañ kaset da [[kamp-bac'h|gamp-bac'h]] [[Auschwitz-Birkenau]] (Polonia) : bez' e voent treuzkaset yac'h ha dibistig da d[[Tchekoslovakia]] a-drugarez d'ar greantelour.
 
D'an [[18 a viz Gouere]] [[1967]] e voe lakaet Oskar Schindler e-touez [[Ar Re Reizh dre vroadoù]] gant kounlec'h [[Yad Vashem]] ; douaret eo e bered gristen [[Menez Sion]] e [[Jeruzalem]] ([[Israel]]).
 
==Fichenn deknikel==
Linenn 24 ⟶ 26:
* Luc'hskeudenner leurenn : [[David James]],
* Prantad filmañ : adalek ar [[1añ a viz Meurzh]] betek an [[23 a viz Mae]] 1993,
* Lec'hioù filmañ : [[Jeruzalem]] ([[Israel]]), (er-maez eus) kamp-bac'h Auschwitz-Birkenau, [[Kraków]], kamp-labour Płaszów (Polonia)
* Deiziad dont e-maez : [[30 a viz Du]] 1993 ([[Washington D.C.]], {{SUA}}),
* Padelezh : 195'.