Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Savete an 911: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|tr}}, {{Link GA|de}} using AWB (10902)
Linenn 5:
== Ar bloavezhioù kentañ ==
[[Restr:Porsche911997.jpg|thumb|500px|An [[Porsche 911|911]], an doare ar muiañ gwerzhet betek miz Mezheven 2006]]
yann jakez jestin : Lakaet eo bet ar Porsche 911 e gwerzh e fin ar bloavezh 1964 evit kemer plas an 356, bet gwelet evit ar wech kentañ 16 bloaz a-raok, war patrom ar « Vuoc'hig-Doue », bet gwellaet hag adrenket neuze. N'eo ket aes tamm ebet, rak brudet-kenañ e oa deuet an 356 da vezañ, met mont war-raok a ranker ober. Ar re gentañ hag a zo bet gwerzhet e-touez an 911 ne droe ket re vat ar c’heflusker enno, met buan e teuio an diskoulm : diaes e oa ar vouetadurezh da reizhañ (gant 2 vouetaer tric'horf pourvezet gant ar stal c’hall [[Solex]], hag a laosko o flas gant ur rummad efedusoc’h eus ar stal [[Weber]]), ha re skañv e oa an ahel en a-raok, abalamour d’ar c'heflusker (ur pezh 6 kranenn a vez yenaet gant an aer, 3 ha 3 stok-ha-stok (« flat-six » e saozneg), 2 litrad kranennad en holl, gouest da zispakañ un nerzh a 130 marc'h DIN da 6100 tr/mn) lakaet a-dreñv an ahel diadreñv.
Buan-tre e teu ar rummad an 911 da vezañ liesseurt : e-pad ar bloavezh 1966 e lakaer e gwerzh ar stumm didoennabl ar c’harroñsadur anezhañ, « [[Targa]] » e anv, hag ar stumm « S », ur stumm kreñvoc'h gant e 160 marc'h DIN, hag a c’hell kas ac’hanoc’h betek 220 km/e ! E-pad ar bloavezh 1967 e vez kinniget ar stumm « T », siouloc’h gant e 110 marc'h DIN nemetken, ha marc'hadmatoc'h dreist-holl !