Omar al-Bashir : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Freskaat
D Kempennig...
Linenn 1:
[[skeudenn:Omar al-Bashir, 12th AU Summit, 090131-N-0506A-342.jpg|thumb|'''Omar al-Bashir''', luc'hskeudennet en [[Addis Abeba]] e miz Genver 2009.]]
'''Omar Hasan Ahmed al-Bashir''' (en [[arabeg]] : عمر حسن أحمد البشير‎) zo ur soudard hag ur politikour eus [[Soudan]], ganet d'ar [[1añ a viz Genver]] [[1944]] e [[Hosh Bannaga]]. E penn ar Stad emañ abaoe [[1989]].
 
Soudard eo bet en arme [[Egipt]] da vare [[brezel Kippour]] ouzh [[Israel]] e [[1973]]. Pa zistroas da Soudan e voe lakaet e karg da stourm ouzh [[arme dieubidigezh Soudan]] e su ar vro. Kas a reas an taol-Stad ouzh ar ministr Kentañ [[Sadeq al-Mahdi]] e 1989 ha kemer ar galloud. Dont a reas da vezañ prezidant Soudan d'ar [[16 a viz Here]] [[1993]].
 
Urzhioù-bac'hañ anezhañ zo bet embannet gant al [[lez-varn gastizel etrebroadel]] e [[2009]] ha [[2010]] evit torfed-brezel, torfed a-enep [[Mab-Den]] ha [[gouennlazh]] e-kerzh [[brezel an Darfour]].
 
Addilennet eo da brezidant e [[2015]] gant 94,5 % eus ar mouezhioù.
 
[[rummad:Soudan]]